Ur c’hrouer mil awenet eo Fañch an Henaff, pa vez tro-ha-tro grafour, leurenn-aozour, lizherenner. Engouestlet eo en ur stourm a ro buhez d’e enklask war un identelezh breizhek digor war veur a levezon sevenadurel, pell eus ar skeudennoù boutin a gaver stank.
E skol rannvroel an arzoù-kaer an Naoned en deus bet graet e stummadur, aet eo da Bolonia da studiañ goude-se e 1984, da Akademiezh arzoù-kaer Wroclaw e kompagnunezh Jan Jaromir Aleksiun hag Eugeniusz Get-Stankiewicz. Distroet d’ar vro e voe kelenner arzoù grafek e kevrenn an arzoù pleustrek e 1992, hag e kehenterezh dre welet er Paraklet e Kemper, ha kelenner arzoù-kaer (1994-1999) e skolajoù Diwan ar Releg-Kerhuon ha Kemper. E 1986, en deus digoret un atalier e Lokorn, e gêr c’henidik, e-keit ma kroge da labourat ivez evel grafour war e gont. Treiñ a reas evel-just war-zu an tachennoù sevenadurel ha sokial e Breizh. Festivalioù, darvoudoù sevenadurel a voe ul lodenn gaer eus e labour. Met dre e vennozhioù personel e voe engouestlet war dalc’hoù sokial, politikel, pe re an endro, eus an tachennoù lec’hel da re an hollved.
Diouzh un tu all e kemeras perzh ivez e meur a ziskouezadeg en Europa koulz hag er Stadoù-Unanet.
Ur c’hrouer a fell da Fañch an Henaff bezañ da gentañ. Un hentenn merket gant e enklaskoù hag ul labour a-bouez tro-dro d’ar sinoù hag d’al lizherennañ. Gantañ ez eus bet savet arouezioù moullañ dindan anvet ar Brito (1997), kement hag enoriñ unan eus araogourien ar voullerezh, Jan Brito (1415-1484).
E-doug e strivoù evit tizhout efedusted en e skeudennoù en deus kavet awen war un dachenn ledan eus kenedouriezh Rodtchenko, Lissitzky pe Malevitch ha betek ar glad breizhek. Kendrec’het ma oa mae veze douget e bleustroù grafek gant kefridi sevenadurel a laz foran – pezh a veze graet hag embannet c’hoazh gant ar c’henstroll Grapus er bloavezhioù 1970 –, dre e labour e «kemer perzh er gevredigezh» gant e c’hraferezh, a zo ur yezh en he-unan hervezañ.