Ne gaver ket e vefe bet uheloc’h feur ar feur a Vretoned er Reter eget feur an dud all eus bro-C’hall. Ne voe rujumant a-bezh ebet kaset eus a Vreizh da Vakedonia. Diouzh un tu all, goude ma voe bet lazhet meur a soudard war an dachenn emgann e voe adsavet an unvezioù en ur veskañ soudarded meur a hini. Evel-se e voe Jañ-Mai Bodenneg, ur soudard a orin eus Goulven e servij ar 47e rujumant artilherezh er Champagne betek ma voe kaset da soudard en 242e rujumant artilherezh, d’ar 1añ a viz Ebrel 1917. Diwar‑se e voe kaset war dalbenn Makedonia en Armeoù ar Gevredidi er Reter. Memestra evit soudarded all a oa betek-henn er 1er, 34e, 37e, 54e pe c’hoazh 56e rujumant troadegiezh trevadennel. Ha gellout a rafemp menegiñ ivez skouer Frédéric Perquis…
War un dachenn enebet e veze ar Vretoned-se oc’h en em gannañ, war menezioù Bana ha Pelister da skouer, en tu all da 2 000 vetrad uhelder en o barr, pe c’hoazh e geunioù pe loc’hoù a‑vad gant ar malaria. Yenijenn evit lod, kleñvedoù evit lod all, sed aze peadra da lakaat un termen da holl hunvreoù kuñv ar Reter e penn meur a soudard.
Doareoù fall an emgannoù, rouez‑tre ar c’hoñjeoù, kudennoù ar pourveziñ boued pe an ingalañ lizhiri, peadra a oa evit ar soudarded da vagañ imor fall en o renk, ha ken abred ha 1917. Krog e oa an disujidigezh adalek an nevezamzer 1919 e-touez ar soudarded C’hall a oa bet miret dindan an armoù en Hungaria, e Bulgaria hag Ukrainia daoust d’an arsav-brezel e 1918.
Evel-se e voe ivez war listri ar Morlu, en o zouez ar France, ar Jean Bart pe c’hoazh ar Guichen, lec’h ma veze Bretoned e‑leizh oc’h ober o amzer soudard, e voe krog an hutinadegoù enno. Bodet e oa ar vartoloded en‑dro da luganoù evel «Da Doulon !». Ha ne zeuas ar peoc’h en‑dro ken met gant promesaoù an distro war aodoù ar Frañs. Met setu ar reuz adarre en arsanailhoù Toulon, an Oriant, Brest ha Cherbourg. Gwasket eo bet war fulor ar vartoloded pa voe degaset ur wellaenn d’an doareoù bevañ er verdeadurezh. Darvoudoù ha n’int ket bet a-bouez-bras en holl d’an holl, met diskouezet o deus al liamm start a veze etre porzhioù Breizh ha tachennoù emgann a ne oant ket ken pell-se a-benn ar fin.