1940-1941, an tuioù-dehoù er Rezistañs

Aozer : Emmanuel Couanault / Mezheven 2022

Evel Breuriezh an Itron-Varia (Confrérie Notre-Dame) pe ar rouedadoù Alliance ha Gilbert, ar rouedad Johnny zo un testeni a ziskouez pegen liesstumm e oa ar Rezistañs gaullist a-fet politikerezh ha sokiologiezh er gomañsamant (1940-1941), ur gaullism a orin en ur mod, pa vo lavaret. « An dregantad a dud deuet eus ar renkadoù sokial uhelañ, ar vourc’hizien gatolik reizhsoñjus peurgetket, zo bras divent », ar pezh « a ro tro da welet ur skeudenn a-zehoù eus deroù ar Frañs libr », a skriv an istorour Jean-Louis Crémieux-Brilhac. E-touez ar re bet tutaet da zigentañ tout ez eo stank an dud e penn embregerezhioù pe war micherioù frank : mistri friturioù pe uzinoù soud (Auguste Gantier, Louis hag Odette Lomenec’h, Henri Péron), tredan evit ar c’hirri-tan (Louis ha Marguerite Chavaroc), mezeg (Antoine Vourc’h), pe c’hoazh apotiker (Jean Lavalou). Ouzhpenn ur golo, gras d’o micher, e pourchasont c’hoazh o rouedadoù, o zitourerien, met ivez aezamant evit mont ha dont (kaout ur wetur, un tremen-hent war an arvor). Daoust ma ne zeu ket krouerien ar rouedad eus renkadoù ken uhel moarvat ha hini Gilbert Renault (ar c’horonal Rémy) pe hini Marie-Madeleine Fourcade, e teu da vat ar graoñell anezhi eus metoù ar vourc’hizien vihan, kentoc’h eus an tu-dehoù.  

-Antoine Vourc’h, medisin e Ploudiern, nav bugel dezhañ, a bourchas ar c’hentañ bod lojistik. Evitañ n’eus ket a ziforc’h etre an Alamaned ha Vichy, ha daoust d’e feiz katolik n’eo ket bamet kammed gant ar profoù graet gant ar Stad c’hall d’an Iliz.

-Hervé Nader, o talc’her ul leti e Konk-Kerne, a zo tutaet gant ar rouedad e penn-kentañ an hañv 1941 (« Johnny 41 ») p’emañ o paouez bezañ anvet da maer Konk-Kerne gant gouarnamant Vichy e miz Meurzh 1941. Dilennet e oa bet da gannad eus an tu-dehoù broadelour gall e dilennadeg kannaded 1936 ; tost eo bet ouzh ar C’hroazioù tan, poent zo bet ; votet en doa a-du gant an hollc’halloudoù evit Pétain d’an 10 a viz Gouere 1940. Dre e garg a vaer en dez ur golo hag a ro tro dezhañ da bourveziñ ar rouedad gant titouroù, paperoù ha dielloù melestradurel.

-E Brest, an ijinour-meur Hubert zo ivez ur pourchaser meur a ditouroù diwar-benn labour an arsanailh, ha koulskoude, hervez Jean Le Roux, e tiskouez « bezañ a-du krenn gant Vichy ha kollabo ».

Dre studiañ ar rouedad en he fezh e kaver meur a skouer all, damheñvel, ar pezh a sikour da adwelet pouez ar gostezenn-mañ-’r gostezenn bolitikel hag hec’h oberiantiz e-barzh ar Rezistañs.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Emmanuel Couanault, « 1940-1941, an tuioù-dehoù er Rezistañs », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/06/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/1940-1941-an-tuiou-dehou-er-rezistans

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité