Miz Ebrel 1746 : etre daouarn martoloded vreizhat emañ ar pezh a chom eus esperañs ar jakobidi

Aozer : Hubert Chémereau / Mezheven 2022

E 1746, en nevez-amzer, eo erru gwanaet an armeoù jakobat tra-penn d’ar blokus mor graet gant ar Royal Navy, peogwir ne c’hell ket erruout betek enno nag armoù, na munisionoù na soudarded all dre an hentoù mor. E Breizh eo e chom un tamm esperañs choazh. D’an 11 a viz Ebrel 1746 e loc’h kuit div fregadenn eus an Naoned etrezek Bro-Skos. Ar Mars hag ar Bellone zo dezho da gefridi kas armoù, munisionoù hag aour betek tud kostezenn Bonnie Prince Charlie. Bagoù-kourserien zo anezho o-div : e-bourzh ar Mars ez eus 36 kanol ha 266 martolod, hag e-bourzh ar Bellone 36 kanol ha 350 martolod. Ne oar ket ar jakobidi avat emañ an div vatimant-se war-nes dont d’o sikour, a-hend-all marteze o dije gallet ampellat mont d’an emgann war lanneier Cùil Lodair. Erruout a ra ar Vretoned e bae Loch Nan Uamh d’an 30 a viz Ebrel ha klevet a reont ez eo bet trec’’het naet ar jakobidi e Cùil Lodair un nebeud dezioù kent, d’ar 16 a viz Ebrel. Dilestrañ a ra ar vatimant Mars he c’hargamant dindan warez ar vatimant Bellone, e-skeud ma ’z eus tri lestr-brezel eus an Navy o navidial er biojoù hag o kinnig degas trubuilh.

Un diglod a zegouezh a zo da venegiñ : a-greiz ma oa paotred ar c’hlann Dòmhnaill eus Clanranald o vezviñ diwar gwinardant an Naoned evit yec’hed mat o friñs sañset, unan anezho en deus lakaet ur varilhad poultr kanol da darzhañ dre zievezh, goude lezel ludu e gorniad-butun da gouezhañ enni. Ober a ra re ar c’hlann Dòmhnaill eus Barrasdal o mad eus se evit lakaat o c’hrabanoù war ul lodenn eus an aour, e-keit ma amprest re ar c’hlann MacGilleEathain ur bark chomet war lerc’h ar Vretoned evit kas, hep gouzout da zen, un darn eus ar metal prizius hag eus an armoù betek an t-Eilean Muileach (enez Mull). Luziet ken-ha-ken eo istor ar c’hlannoù e Bro-Skos, un istor plaen-ha-brav n’eo ket ’vat, pell a se. Emzalc’h an tri c’hlann-se a ziskouez splann pegen dizunvan e c’helle bezañ klannoù ar gostezenn jakobat, disrann don etrezo.

D’ar 14 a viz Mae, dres p’emañ ar bagad brezel o tiaochañ gant ofisourien jakobat, kaset gant ar jeneral meur John Drummond, hep bezañ deuet a-benn da gaout Charles-Edward Stuart e-bourzh avat, setu ma teur teir batimant saoz war wel. Talañ a ra Naonediz ouzh an enebourien, ha mont er-maez goude en em gannañ start ha koll maread a vartoloded vreizhat : ur pemzek korf marv a vo kavet en aod gant ar Skosiz en deizioù war-lerc’h.

D’ar 6 a viz Mezheven 1746 emañ an div fregadenn e pleg-mor Sant-Nazer, en o dalc’h daou lestr saoz : ar Whilles hag ar Pembrocke. Tapet e oa bet al listri-se hag o marc’hadourezh puilh pa oant o tistreiñ eus an inizi Karib. Lenn a c’heller e dielloù parrez Sant-Nazer ez eo bet interet Thomas Dalton, aluzenner iwerzhonat e-bourzh ar Mars aet da Anaon, e bered iliz Sant-Nazer.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Miz Ebrel 1746 : etre daouarn martoloded vreizhat emañ ar pezh a chom eus esperañs ar jakobidi », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/06/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/miz-ebrel-1746-etre-daouarn-martoloded-vreizhat-eman-ar-pezh-a-chom-eus-esperans-ar-jakobidi

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité