Kontadennou ha bugaleaj

Aozer : Fañch Postic / Genver 2017

Estreget traoù evit bugale zo eus ar marvailhoù, en desped d’ar pezh a soñj d’an dud re alies, truchet ma ’z int bet gant Perrault, Grimm… ha Walt Disney : evit ar re vras da gentañ e oa ar marvailhoù meur, ar « c’hontadennoù boudiged ». Peadra zo da grediñ koulskoude e oa ivez ur rummad kontadennoù hag a veze miret kentoc’h evit ar re vihan. E 1881 endeo e oa bet gouestlet gant Paul Sébillot ur pennad en e bezh d’ar « c’hontadennoù bugale » en e Littérature orale de la Haute-Bretagne, ennañ daou stumm eus « An askorn a gan » ha daou stumm eus « Lazhet gant ma mamm, debret gant ma zad », kontadennoù gwall griz ha braouac’hus, mar bez, ha testeniekaet stank e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Kontadennou ha bugaleaj », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kontadennou-ha-bugaleaj

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù