Estreget traoù evit bugale zo eus ar marvailhoù, en desped d’ar pezh a soñj d’an dud re alies, truchet ma ’z int bet gant Perrault, Grimm… ha Walt Disney : evit ar re vras da gentañ e oa ar marvailhoù meur, ar « c’hontadennoù boudiged ». Peadra zo da grediñ koulskoude e oa ivez ur rummad kontadennoù hag a veze miret kentoc’h evit ar re vihan. E 1881 endeo e oa bet gouestlet gant Paul Sébillot ur pennad en e bezh d’ar « c’hontadennoù bugale » en e Littérature orale de la Haute-Bretagne, ennañ daou stumm eus « An askorn a gan » ha daou stumm eus « Lazhet gant ma mamm, debret gant ma zad », kontadennoù gwall griz ha braouac’hus, mar bez, ha testeniekaet stank e Breizh.
Kontadennou ha bugaleaj
Aozer : Fañch Postic / Genver 2017
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Fañch Postic, « Kontadennou ha bugaleaj », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.
Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kontadennou-ha-bugaleaj
Aozer : Fañch Postic
Goude bezañ krouet ar gazetenn ArMen e 1985 gant ur skipailh tud all eo bet Fañch Postic o labourat er CNRS. Ennañ en doa dalc’het karg eus ar greizenn enklask ha diellerezh war al lennegezh dre gomz (skourr ar CRBC) e domani departamant Kernod e Mellag. Skrivet zo bet un bern pennadoù skrid ha levrioù gantañ diwar-benn an dastumadegoù hag an dastumerien e Breizh