Kastilhaned e Naoned er 15vet hag er 16vet kantved : ur gumuniezh oc'h heñvelaat ?

Aozer : Laurence Moal / Meurzh 2023
Bras e oa strollad ar Spagnoled e fin ar Grennamzer e Breizh. N'eus ket anezho an estrañjourien nemeto deuet d'an dugelezh da chom. N'ez eus nemeto, avat, o deus krouet ur gumuniezh he deus savet ur gwir strategiezh evit en em heñvelaat war hir dermen.

Marc'hadourien gastilhan eo al lodenn vrasañ eus ar Spagnoled. Kavet e vezont en kement kêr a-bouez evit ar c'hoñvers a zo en Europa, e Brugge peurgetket. E Breizh ne vezont staliet nemet e Naoned, unan eus kêrioù pennañ an dugelezh. Sez gallout an duged eo ar gêr dindan an dug Frañsez II (1458-1488), ha lec'h-kreiz koñvers ar gloan spagnol, ken abred ha 1430. Spagnoled a oa staliet e Breizh, lod all e Bro-Saoz pe e Flandrez, pezh a ziskouez e kemere perzh Dugelezh Breizh en eskemmoù ar c'henwerzh etrebroadel. Ar varc'hadourien gastilhan-mañ a gemer perzh er c'henwerzh war vor er Meurvor Atlantel, o werzhañ gwin ha gloan dreist-holl. Chom a reont e Breizh war-lerc'h m'eo kenstaget ouzh Frañs e 1491 hag a-hed ar 16vet kantved. Frouezhus eo o stalioù hag o finvidigezh a aotre anezho da dostaat ouzh tud a renk uhel e Naoned. Met ma fell dezho delc'her d'o monopol kenwerzhel e rankont chom estrañjour.

Ar gumuniezh a vez graet ar bravañ dezhi e Breizh

Al lodenn vrasañ eus Kastilhaned Naoned a zo a orin eus Burgos, ur gêr en argoad hanternoz Spagn. Daoust da se e rankont gouzout war ar redoù kenwerzhel az a war vor dreist-holl, evit diwall ouzh sav-diskenn ar marc'hadoù etrebroadel. Evel o c'henvroiz staliet e porzhioù-mor all Meurvor Atlantel e klaskont kaout dreistwirioù evit gwareziñ o monopol kenwerzhel.

Emañ ar Gastilhaned e meur a gêr vras en Europa peogwir e fell dezho, met ivez peogwir ez eus bet sinet feur-emglevioù evit kement-se. Kevraouiñ diplomatek a vez kaset war-raok ivez, evit skoulmañ emglevioù etre stadoù ha n'eo ket etre kêrioù. Un Dugelezh dizalc'h eo Breizh er 15vet kantved ha sinañ a ra an dug a Vreizh emglevioù hep goulenn e aotre gant roue Bro-C'hall. D'an 20 a viz Ebrel 1430 eo bet sinet neuze an destenn gentañ a dermen framm gwirel an darempredoù kenwerzhel etre an dugelezh ha Kastilha. Nav bloaz e pad ar feur-emglev. Spisaat a ra e vo un emglev etre an dug a Vreizh, Yann V ha roue Kastilha, Yann II, ha termeniñ a ra framm gwirel an darempredoù kenwerzhel etre an div vro : menegiñ a ra e vo graet brav d'ar Spagnoled en dugelezh. Ar memes dreistwirioù o do ar Vretoned e Spagn. Kendalc'het eo emglev 1430 ken abred ha 1435, ha meur a wech war-lerc'h en eil lodenn ar 15vet kantved. Surentez a zegas an emglev : niverus e teu neuze da vezañ ar Spagnoled staliet e Naoned. dans la deuxième moitié du XVe siècle. Le cadre est suffisamment sécurisant pour s’installer à Nantes : la colonie espagnole s’étoffe.

Naoned, e-kreiz an hentoù-mor

Ur paouez evit ar gloan spagnol

Muioc'h-muiañ a c'hloan a vez produet e Spagn. Gallout a ra neuze ar Gastilhaned kaout ur monopol war ar frediñ ha kas kannaded d'ar marc'hadoù estren. Emaint neuze e kalon un trafik etre Breizh, Bro-C'hall ha Bro-Saoz, o kas 5 pe 6 000 pakad gloan da Naoned bep bloaz. Ouzh produioù all e eskemmont gloan. Eus Spagn e teu ivez houarn, dir, koar, lêr ha fiez, a vez prenet gant marc'hadourien eus an Añjev, ar Poatev pe ar Maen. Int a werzh liñselioù dezho. Ar Spagnoled a bren lien, liñselioù ha kanavaz ivez digant marc'hadourien Vreizh-Izel ha Bro-Saoz. Un etrefas a zo eus kêr Naoned neuze, etre Spagn ha Bro-Saoz eus un tu, hag argoad Breizh, Normandi ha Poatev eus un tu all.

Naoned e-kreiz an hentoù-mor atlantel. Mammenn : Laurence Moal, « Le rétablissement de la bourse d’Espagne à Nantes par le roi de France en 1493 », Bulletin de la Société archéologique et historique de Nantes et de Loire-Inférieure, t. 145, 2010, p. 132.

Arc'hantus eo ar c'henwerzh-mañ rak ar werzherien kement hag ar brenerien o tont eus diavaez ar gêr a rank paeañ an diner evit lur.

Trubuilhoù daoust d'o dreistwirioù

Mareoù diaesoc'h a c'hoarvez div wech da Spagnoled Naoned evelato :

- E 1466 e vez graet un distro fall dezho abalamour da oberoù morlaeron spagnol n'emaint ket o chom en Naoned. Sezizet eo o danvez a-raok bezañ daskoret dezho e fin ar bloaz.

- E-pad ar brezel dizalc'hiñ etre Breizh ha Bro-C'hall, etre 1487 ha 1491 e vez kaset ti Spagn, ur seurt koñsuldi lec'h ma vez diluziet an dizemglevioù a sav etre Bretoned ha Kastilhaned, d'ar Roc'hell, ha lod eus an drafikerien az a kuit eus ar gêr, war a seblant. Met d'an 29 a viz Kerzu 1493 e ro Charlez VIII o dreistwirioù bet da varc'hadourien spagnol an Naoned en-dro, ar gwir da addigeriñ ti Spagn en o zouez.

Met n'eo ket strategiezhoù kenwerzhel nemetken o deus lakaet ar Gastilhaned da vezañ lod eus kumuniezh kêr Naoned. Strategiezhoù o deus savet ivez war hir dermen evit en em heñvelaat.

Ar rouedadoù familh

Lignezoù a vez savet etre dibenn ar 15vet ha lodenn gentañ ar 16vet kantved : Mirande, Astoudille, D’Espinoze, Compludo, Darande, La Presse, gant anvioù nevez a deu war wel : Marques, Vildiago, Santo Domingo, Ruys. Adalek ar rummad kentañ e tiskouez an enbroidi bezañ o sevel strategiezhoù evit o familh, gant an dimeziñ hag ar paeroniezhoù. Ar Spagnoled a implij an dimeziñ a-fetepañs-kaer evit sevel er gevredigezh hag en em heñvelaat. Dimeziñ a reont peurvuiañ gant maouezed bourc'hiz a renk uhel hag eurediñ a reont o bugale da Naonediz ha Naonedadezed, a-benn gwiadiñ ur rouedad a zarempredoù. N'eus nemet ur vinorelezh anezho a gemer pried en o c'humuniezh a orin. Er 15vet kantved e weler ivez penaos e vez sammet paeroniezhoù, a-wechoù a-benn krouiñ pe kreñvaat ar c'hengred gant ar familhoù nobl pe vourc'hiz, pe da gadarnaat un emglev a oa bet krouet gant un dimeziñ. Etre 1467 ha 1520 ez eus bet meneget Spagnoled pe priedoù dezho e 174 akta a vadeziant. Paeron pe vaeronez int en tri c'hard anezho, kerent o bugale en ur c'hard. Hag ar vugale d'o zro o deus paeroned pe vaeronezed naonedat pe spagnol.

Kastilhaned engouestlet en o c'hêr

E Brugge o deus ar Gastilhaned ur c'harter dezho. En Naoned n'o deus ket, hag e meur a garter e prenont savadurioù ha douaroù. Emaint o chom er Foz dreist-holl, karter ar porzh-bigi a zo bet merket don gant o labour a varc'hadourien.

La ville de Nantes vers 1630. Dessin anonyme, à la plume et à la gouache, où figure la grève naturelle de la Fosse sur laquelle les bateaux venaient s'échouer avant la construction des quais. Source : © Musée Dobrée - Grand Patrimoine de Loire-Atlantique. N° inventaire : 969.7.121

Tiez o devez ar Gastilhaned e karterioù Sant-Nikolaz hag ar Groaz Santel ivez. Pinvidik a-walc'h eo lod anezho, da echuiñ, evit prenañ un douar-aotrou pe meur a hini e kontelezh Naoned. Setu penaos e c'hell Martin Darande an tad bezañ Aotrou ar C'harteron hag e vab Aotrou ar Bouffay, daou zouar-aotrou tost d'an Naoned. Un nebeud anezho er c'hontrol a deu da vezañ nobl gant lizhiri noblañs pe oc'h akuizitañ douaroù kuit a zeog.

Gant kargoù pe bostoù a atebegezh e melestradurezh an ti-kêr e klaskont mont uheloc'h er gevredigezh ha bezañ degemeret er gêr. Kemer perzh e buhez ar gêr a ra ar Spagnoled o vezañ prokulourien parrez Sant-Nikolaz, mistri ar moneiz e Naoned, pe izili eus kuzul ar vourc'hizien. Adalek 1564 e vint kavet e-touez ar vaered, evel Bonaventure de Compludo, bet dilennet e 1582. Da velestradurezh Breizh ez aio un nebeud anezho, da echuiñ, kement er c'hañsellerezh hag e kambr ar c'hontoù.

Aozadurioù relijiel ar Gastilhaned

Perc'hennañ a reont ul lodenn eus ar gêr, hag e reont memes mod e tachenn ar relijion. Deuet int a-benn da gaout o chapel dezho, dediet da Itron Varia Spagn, e kouent ar Gordennerien. Ar gwir o deus paket ivez da gaout ur c'hofesour dezho a c'hell kofesaat e spagnoleg. Er chapel-mañ eo a gaver ar Contractación, anezhi ur gevredigezh kenwerzhel bet savet etre ar varc'hadourien naonedat ha spagnol, kadarnaet gant Charlez VIII. E su chapel Itron Varia Spagn ez eus bet savet chapelioù spagnol all.

Epitaphe à l'hôtel de ville de Nantes. Elle mentionne Consallo Alphonso Darande, disparu en 1462, et son fils Ferrand, mort cinq ans plus tôt.

En iliz kouent ar Gordennerien edo ar skrid-bez-mañ da gentañ, en ur chapel dediet da Itron Varia Spagn evit bezañ resisoc'h. Ne ro titour ebet diwar-benn micher ar re varv, met diskouez a ra o doa kleñved ar vro, en ur mod. P'o deus ar Gastilhaned o chapel dezho e c'heller soñjal e tiskouez o emrenerezh. Enni e c'hellont mont en distro, en em gaout gant izili ar memes kumuniezh. Ar skrid-bez-mañ a embann e oa ar re varv bourc'hizien eus Burgos, ezel eus ar gumuniezh kastilhan. Diskouez a ra ivez e ra ar Gastilhaned ur gumuniezh aozet a-walc'h e Naoned d'ar mare-se evit kaout ur chapel dezho. Peogwir eo skrivet e galleg e c'hell bezañ un doare da aroueziañ pegen heñvelaet eo ar Gastilhaned ouzh kumuniezh an Naonediz.

N'eo ket bet echu gant bezañs ar Gastilhaned e Naoned ur wech unvanet Breizh da Frañs. Evit gwir, d'an 29 a viz Kerzu 1493 e ro Charlez VIII o dreistwirioù bet da varc'hadourien spagnol an Naoned en-dro, ar gwir da addigeriñ ar « bourse d’Espaigne » (ti Spagn) en o zouez. En eil lodenn ar 16vet kantved e vo graet war-dro al liammoù kreñv-tre etre ar c'humuniezhioù kastilhan ha naonedat gant ar Contractación, bet savet war batrom korfoù-micher ar Grennamzer, o liammañ tost an interestoù ekonomikel ha relijiel.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Kastilhaned e Naoned er 15vet hag er 16vet kantved : ur gumuniezh oc'h heñvelaat ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/03/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kastilhaned-e-naoned-er-15vet-hag-er-16vet-kantved-ur-gumuniezh-oc-h-henvelaat

CITER CET ARTICLE

Laurence Moal, «Les Castillans à Nantes aux XVe et XVIe siècles : un modèle d’intégration ?», Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2023. Permalien : Les Castillans à Nantes aux XVe et XVIe siècles

 

BIBLIOGRAPHIE

Moal Laurence, L’Étranger en Bretagne au Moyen Âge : présence, attitudes, perceptions, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2008.

Touchard Henri, Le Commerce breton à la fin du Moyen Âge, Paris, Les Belles Lettres, 1967.

Moal Laurence, Histoire de la Bretagne, Editions Gisserot, mars 2022

Nantais venus d’ailleurs. Histoire des étrangers à Nantes des origines à nos jours, Rennes, Presses universitaires de Rennes, Association Nantes histoire, 2007.

Mémoires des migrations, du Moyen Âge au XXe siècle. Tolérance, intolérance, Catalogue d’exposition, Nantes, 1998.

 

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité