E dibenn an 19vet hag e penn-kentañ an 20vet kantved e klever ur fañfar e kement gouel lec'hel a zo. E pep lec'h er vro e ro al lazoù-seniñ laouenidigezh da sulvezhioù an nevezamzer ha da festoù an hañv. Fell a ra da velestradurezh ar bac'hoù dinec'hiñ an dud o tiskouez dezho ez eus gwir abeg d’he folitikerezh. Kemer a ra poan, neuze, da lakaat krouiñ ur fañfar e kement ti-kastiz publik a zo. Reiñ ur plas mat d'ar vinored e lazoù-seniñ ar c'hazarnioù, ur wech ma vint dieubet, eo ar pal kentañ. Er Gerveur e vez krouet ar fañfar diouzhtu pa vez digoret an toull-bac'h. Ul laz-seniñ milourel kustum eo da gentañ, gant taboulinoù ha binvioù kouevr. E penn-kentañ an 20vet kantved e vez ouzhpennet klarinetennoù hag ur gourvioloñs dezhañ. Renet eo gant ur mestr soner.
O tielfennañ kazetennoù ar vro d'ar mare-se e c'heller stadañ pegen touellus eo ar sonerezh a vez graet gant fañfar trevadenn-gastiz ar Gerveur. Fall eo ar sell a vez taolet war an toull-bac'h en holl bennadoù, pe dost (achapadennoù, kilhourzerezh, emgannoù gant tud eus ar vro...). Er c'hontrol eo pozitivel-tre ar re a gont abadennoù e laz-seniñ. E-pad an hañv 1895 emañ ar sonerien yaouank e Porzh Noaloù (56). Bamet eo L’Avenir du Morbihan gant o abadenn : « Ur ger dreist-holl a rankomp skrivañ diwar-benn sonerezh minored vihan Trevadenn ar Gerveur, en deus roet kalz a zudi d'an devezh, anat eo. Awenet mat eo bet rener hegarat aozadur an enezenn, evel m'eo atav, p'en deus aozet an abadenn-se deomp dre souezhenn. Gourc'hemennoù d'e arzourien vihan. » Daou vloaz war-lerc'h emañ ar fañfar o lidañ digoradur velodrom Gwened, hag hi steredenn an devezh : « Da ziv eur, gant notennoù ur paz doubl leun a vervder hag a jourdoul, eo deuet laz-seniñ trevadenn-gastiz ar Gerveur e-barzh ar velodrom, ur mor a dud war e lerc'h, hag eñ da staliañ war al leton e-kichen tribunell ar juri. » Setu penaos e sikour an notennoù da zisoñjal an taolioù ha penaos e soñj d'an arvesterien drant emaint o sellout ouzh tro-vat ur mennad-kastiz a drofe felladennerien yaouank e sonerien binvioù dre c'hwezh ampart. Padal, pa zeuont en-dro da doull-bac'h Haute-Boulogne e adkavont ar c'housklec'hioù-bac'h, ar skuizhder hag an heskinadegoù.