Efedoù gwir en doa bet kemplezh an Uhelgoad ha Poullaouen war an endro er vro, daoust ma oa kalz bihanoc'h eget industriezhioù an XIXvet hag an XXvet kantved. An digoadañ a oa an efed kentañ. Tost da 3 000 kordennad ha 500 000 fagod keuneud, mui 12 000 barrikennad glaou-koad a veze implijet gant ar Gompagnunezh bep bloaz evit sevel mogerioù-harp er garidennoù, hag evit goriñ ar fornioù dreist-holl, e fin an 18vet kantved. Kreskiñ a rae neuze priz an danvezioù-tan, evit gwalleur annezidi Karaez. Efedoù war an obererezhioù industriel all a oa ivez : Koad ar Markiz, ur forest 10 000 devezh-arat enni a oa bet prenet gant ar Gompagnunezh, a voe diskaret en a-vec'h seizh vloaz.
A-hend-all e veze saotret stank dour ar stêrioù gant distaolioù an uzin-gwalc'hiñ, a implije kementadoù bras a zour evit dispartiañ ar plom diouzh e goc'hien ha diouzh ar pri. Er stêrioù e veze distaolet al lodenn vrasañ eus al lec'hid sulfuret, o saotrañ anezho war degadoù a gilometradoù hed. Doanius eo an deskrivañ a rae Jean-François Brousmiche eus al lec'h e 1829 : « ur bladenn zivent a vez goloet atav gant poultr pe bri arzu a gaver ar gaoz anezho en douar m'int pourvezet gantañ, a zo produet gant gwalc'hiñ ar c'hailh. […] E pep lec'h tro-dro d'ar vengleuz ez eus un natur vastardet ; punec'hiñ a ra tout, ne gresk netra war an dachenn-se, war a seblant. War-c'horre an douar e weñv ar geot, poan o devez ar gwez da sevel ; ret eo pellaat diouzh ar stal evit kaout disheol. Pa zeu ur vogedasenn stank ha teñval maez diouzh siminalioù an deuzerezh, e ro ul liv kañvaouus d'ar c'horn-bro. An dourioù a zeu eus div lenn nepell diouzh ar vengleuz, ur wech m'o deus servijet er bokardoù da walc'hiñ ar c'hailh, a ruilh o dourioù fankigellek, leun a zanvezioù kleñvedus, en ur c'hanol a zreuz an dachennad gouestlet da stalioù Poullaouen, ha mont a reont pelloc'h er Stêr-Aon, o kas o foezonioù dismantrus d'he glannoù sin ha dudius, o sec'hiñ ar pradoù hag o lakaat ar pesked a bobl ar stêr-se d'ar marv. Adalek Poullaouen betek kej ar Stêr-Aon ouzh an Iêr, en un hentad teir pe beder lev hed ennañ, ne weler eog ebet ken, ha n'eo nemet a bell da bell ma kaver dluzhed pe sili enni ».