Claudie Marcel-Dubois ha Maguy Andral

E deroù an enklaskoù etno-muzikologiezh e Frañs
Aozerez : Marie-Barbara Le Gonidec / Ebrel 2025

Hiziv e weler Claudie Marcel-Dubois evel diazezourez an etno-muzikologiezh e Frañs. Ar gefridi kaset ganti e 1939 a voe he hini gentañ, ha ganti e krogas un heuliad enklaskoù a reas gant Maguy Andral adalek 1946. Ouzhpenn Breizh e kasjont o enklaskoù en Okitania, eus Provañs d'ar Pireneoù ; en Euskadi hag e Rousilhon, el Lanas hag en Torosad kreiz, e Berri, e Bourgogn, e Flandrez, e Normandi. Dastum ar pezh a raent « korpus sonerezhioù etnek » Frañs anezhañ a oa o fal, a-benn pinvidikaat dalc'hadoù dre glevet ar mirdi m'edo an div glaskerez eus ar CNRS o labourat. Sevel dastumadoù skiantel etno-muzikologiezh ar Frañs edont oc'h ober ivez.

Betek kreiz ar bloavezhioù 1950 e labourjont kalz e Breizh. Ganto e voe graet enrolladennoù a-bouez, evel ar re o doa graet evit kentañ kenstrivadeg ar sonerien aozet gant Bodadeg Ar Sonerion, a oa nevez-krouet d'ar mare-se, da vare Gouelioù Meur Kerne e Kemper e 1949. Ken pouezus all e voe an enrolladennoù degaset ganto eus ar Briver (Liger-Atlantel), ma oant dedennet gant kanoù ar gantierien ; ar re a zegasjont eus Enez-Vaz, tri bloaz diouzh renk, enno kanoù ar Joniged ; ar re a rejont war an hent o vont da Enez-Vaz, da lavaret eo, e-mesk reoù all, kanoù kabhornerien eus Sant-Maloù ha kanaouennoù ur bieller eus Langaeg ; re festival ar binioù bras e Brest e 1954 ; ha da echuiñ, e 1955, re eil kenstrivadeg kan Poullaouen, bet aozet war intrudu Loeiz Ropars. Ar wech ziwezhañ e voe dezho labourat war an dachenn e Breizh. E 1956 e anavezjont Donatien Laurent, un etnologour a zeuio da vezañ brudet-mat, arbennik war lennegezh dre gomz Breizh. Kavout a rae dezho, sur a-walc'h, e oa talvoudusoc'h o labour en tachennoù all o doa da studiañ, pa oa ken nebeut a glaskerien a ouestle o amzer da studiañ ar Frañs d'ar mare-se.

Adalek ar bloavezhioù 1970 ez eas Claudie Marcel-Dubois ha Maguy Andral da vroioù pelloc’h da gas enklaskoù : da Inizi Mor Breizh, da Ganada, d'an Antilhez, da enez ar Reünion. Dedennet e oant gant hêrezh ar Frañs ha gant an hironañ etre ar sevenadurioù. Mont a reas Maguy Andral war he leve e 1987, c'hwec'h vloaz goude he c'henseurtez. Asambles e echujont ur c'harned enklaskoù diwezhañ diwar-benn an Antilhez e 1986.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Marie-Barbara Le Gonidec, « Claudie Marcel-Dubois ha Maguy Andral », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/04/2025.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/claudie-marcel-dubois-ha-maguy-andral

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù