Bodadeg Ar Sonerion / BAS / Sonerion

Aozer : Armel Morgant / Genver 2017

Savet e oa bet ar gevredigezh Bodadeg ar Sonerion e 1943 e Roazhon gant un toullad sonerien vreizhat, Polig Monjarret ha Dorig le Voyer en o zouez, he fal « broudañ ha streviñ sonerezh pobl Breizh ». Sevel stajoù evit an danvez-sonerien an hini voe he c’hentañ obererezh, e-keit ma tiwane ar soñj krouiñ bagadoù un deiz bennaket.

Mont a ra un tamm mat eus oberiantiz ar gevredigezh gant ar c’henstrivadegoù. E 1949, e Kemper, e oa bet savet gant BAS ur genstrivadeg evit ar bagadoù koulz hag ar sonerien daou-ha-daou. E Brest e voe lec’hiet kenstrivadeg ar bagadoù goude-se, hag en Oriant adalek 1971 tra ma veze savet Kenstrivadeg Breizh  ar Sonerien daou-ha-daou e Gourin adalek 1965. En tu all d’an div genstrivadeg veur-se e vez savet kenstrivadegoù arbennik amañ hag ahont : rannoù ar bombardoù, pipe bands, rannoù an taboulinoù, taboulinerion o-unan.

Skol sonerezh Breizh eo BAS ivez. War vicherelaat eo aet he mod-kelenn abaoe ar bloavezhioù 1980, gant sikour an departamantoù ha rannvro Breizh. Embann a ra BAS a bep seurt levrioù ivez, hentennoù seniñ, dastumadegoù tonioù hag ar gelaouenn Ar Soner, abaoe 1949.

A hed 70 vloaz zo bet stummet miliadoù a sonerien gant BAS, koshañ kengevredigezh sonerien hengounel Breizh anezhi. En ur bagad o deus graet sonerien veur Breizh a-vremañ o c’hammedoù kentañ ganti : Alan Stivell, Roland Becker ha Ronan ar Barzh paneveken. Ur c’hant bennak a vagadoù, strevet e c’hwech kevredad (unan da bep departamant Breizh hag unan all d’ar Vretoned divroet) a ya d’ober Bodadeg ar Sonerion, perzh eus ar merk « Breizh » ha deuet da vezañ, ez ofisiel, Sonerion, « kalon sonerezh Breizh ».

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armel Morgant, « Bodadeg Ar Sonerion / BAS / Sonerion », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/bodadeg-ar-sonerion-bas-sonerion

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù