Ur fonograf oberiet gant ar merk Soubitez-Reterson az eas gant an enklaskerien da bep lec'h. Heptañ n'o defe ket gellet kas o c'hefridi e Breizh-Izel da benn. « Evel ma oa bet divizet, d'ar Sadorn 15 a viz Gouere 1939, war-dro 3 eur goude lein, en em gavas an enklaskerien war blasenn an iliz e Surzhur […]. Eno edo ma div genlabourerez o c'hortoz ac'hanon, deuet ma oant ouzh-eeun eus Pariz gant Philomène. Philomène, gant hec’h anv matezh kozh, a oa oto vihan an dimezell Marcel-Dubois. Poaniañ kalz a rae evit ober, war hentoù plaen, he 40 kilometrad an eur […]. Kempennet e oa bet ganeomp evit ma rofe elektrisite [d'ar mekanik] ha teñvaloc'h e oa he doare c'hoazh, staliet evel-se. En em gavout a ris, eus ma zu, war ur marc'h-houarn solut gant kemmoù tizh. Evit bezañ par da Philomène e ris Sidonie anezhañ, en eñvor d'ur baot eus va anaoudegezh, a ziskenne rag-eeun, a dra sur, eus harozez La Fontaine », a gontas an abad Falc’hun e-pad ur brezegenn e Roazhon e 1942.
« Biskoazh kement all ! »
Gant ar fonograf e veze dalc'het ar sonerezh ha pozioù ar c'hanoù kalz fealoc'h eget m'o dije Claudie Marcel-Dubois ha Frañsez Falc’hun gellet ober o selaou nemetken. Met kalz ouzhpenn un harp teknikel e oa bet ar mekanik evito. Evit gwir, a skrivas Claudie Marcel-Dubois, « gantañ e voe aesaet […] ul labour a vije bet kazi-dibosupl heptañ […] daoust ma oa mestr an abad Falc’hun war an dibunañ digoradurioù ampart ha soutil », e brezhoneg, evel-just. Lakaet e oa bet an abadenn enrollañ gentañ d'an devezh goude ma voe en em gavet an enklaskerien e Surzhur, e sal-a-dreñv ostaleri ar barrez. « Prestik, gant un nebeud bolennadoù chistr edo an holl ac'hanomp o toullañ kaoz. Hepdale e voe boulc'het ar c'hanaouennoù, a zispleg Frañsez Falc’hun. Didrouz ez eas ar mikro da guzhat a-dreñv d'ar boutailhoù dirak div ganerez, p'edo […] an dimezelled [Marcel-Dubois hag Auboyer] oc'h ober war-dro ar mekanik […]. Tevel a reas ar c'hanerezed. Ha setu ma voent sebezet, rak eus korn ar sal e teuas o mouezhioù en-dro : “Pé oen mé bihan, bihannik…” Pep hini a zalc'he e alan, a daole e skouarn, dispourbellet e zaoulagad. Padal, ne veze gwelet tra all ebet e korn ar sal eget ur voest damzigor, ma troe enni ur seurt galetez zu, gant ur spilhenn warni o skrabañ anezhi. Alese e teue ar mouezhioù. […] Biskoazh kement all ! Fier e voe pep hini, neuze, e vefe "kemeret e vouezh". War vat ez ae an traoù diouzhtu gant an darempred kentañ, ha brav e voe graet d'ar gefridi a-bezh a-drugarez dezhañ : […] ar fonograf […] a voe un elfenn bennañ evit berzh-mat ar gefridi. »
Un hanterour donezonet-mat
Dedennusoc'h eo ar c'heloù-se c'hoazh pa ouzer e oa bet kelaouet an enklaskerien e c'hellfe o labour bezañ diaes, rak pres e vefe war ar gelaouerien gant al labour d'ober er parkeier e-pad an hañv, hag abalamour da « dro-spered ar beizanted », a c'helle bezañ ur gwir skoilh, hervez mennozh Langleiz peurgetket, a skrivas : « Hoc'h erbediñ a ran : gouzout devezh ho tonedigezh en a-raok a fell din, evit ma kelaouin ma c'hanerien. Ur vro a beizanted eo Surzhur, ha krediñ a ra din e c'hellan asur deoc'h e ranker anavezout pep hini anezho evit o lakaat da gomz ! ». Frañsez Falc’hun, na oa ket unan dic'hoarzh, anat eo, en dije gellet a-walc'h reiñ un anv d'ar fonograf, evel en doa graet evit an oto hag ar marc'h-houarn, ha setu ma vije bet oc'h ober anv eus o ijinour Soubitez-Reterson, en doa diskouezet bezañ un hanterour donezonet-mat, daoust dezhañ bezañ bet gopret da wazour teknikel nemetken !