Gaëlle Pairel
Arbennik eo Gaëlle Pairel war glad lennegel ar maouezed e Breizh abaoe 1801. Gouestlet he deus ur c'hounskrid skol-veur d'an hêrezh sevenadurel-se e 2014, gant an titl : De la détection des auteures de Bretagne à l’émergence et la médiation du matrimoine littéraire en Bretagne (Master 2 war hanterouriezh ar glad en Europa, Roazhon 2). Abaoe-se e kemer perzh a-zevri e kas war-raok an oberourezed hag oberenn pep hini, o vezañ enklaskerez, hanterourez, oberourez, embannerez ha produerez.
E miz Mae 2021 he doa embannet un antologiezh a-stroll Femmes de lettres en Bretagne, matrimoine littéraire et itinéraires de lecture gant an embannadurioù Goater (Roazhon). Ken-ren a ra hiziv an dastumad Les UniversELLES.