« Atav em eus huñvreet en ur bet graet gant un hent difin ma vezer warnañ ar beajour peurbadus. »
Mestrez-skol lik yaouank, frank ha dizalc'h, Marie Le Franc, (Sarzhav, 1879 – Saint-Germain-en-Laye, 1964), az eas da Ganada da chom e 1906. Eno ez eas da gazetennerez, kelennerez hag oberourez. Kreñv, kizidik ha friant eo he skritur. He barzhoniezh a veuz al lennerien e gwel ar maezioù. E Enfance marine e ra anv eus « […] kêr an Oriant. Ar gêr zudius ! N'he doa anv ebet. Petra 'oa din, hervez ma douaroniezh d'ar mare-hont ? Ur c'harzh spern-gwenn n'he doa fin ebet […]. » E 1927 e tegemeras ar skrivagnerez ar priz Femina evit Grand-Louis L’innocent, danevell flour kejadenn daou amourouz, a c'hoarvez war an aod er Mor-Bihan. « Ar mor hag an avel a dorre o c'hlemmoù plezhennet, a save diouzh poull an deñvalijenn evel hirvoudoù doubl, hag en didrouz, unan bennak a anale. »
Gant Marie Le Franc e veze amprouet ar bed a-raok skrivañ anezhañ, e komzoù-plaen hag e barzhoniezh. Memoriñ a rae he mare hag ar broioù a oa bet o foetañ, eus Gaspésie da Enez-Eusa. E Kanada eo bet roet hec'h anv d'ul lenn eus rannvro al Laurentides evit enoriñ he romant Hélier, fils des bois, a vag memor ijin an Norzh, hini Kebek ha kement bro 'zo tro-dro da benn-ahel an Norzh. « […] sellout a reas ouzh ar c'hoad. Hag ar c'hoad a antreas en e selloù, a deuzas ennañ, a berc'hennas anezhañ, a flouras anezhañ, a aotreas anezhañ, goude-se en em serras warnañ evel malvenn ul lagad. » Dasseniñ a ra hec'h oberenn en hor mare, ma klask an dud adkavout an natur ha gwiridigezh ar bed.
Un oberourez a-bouez eus glad lennegel ar maouezed eo Marie Le Franc hiziv, evel ma oa dec'h. N'eo ket bet troet hec'h oberenn d'ar brezhoneg c'hoazh. Galloud a reer anavezout anezhi gant hec'h oberenn c'hallek, met ivez gant ur valeadenn lennegel, krouet gant ar gevredigezh Marie Le Franc, etre Gourenez Rewiz ha Kanada.