Philomène Hurel

Aozer : Albert Poulain / Genver 2017

E 1898 e oa bet ganet Philomène Hurel (Saquet hec’h anv plac’h). Labourerez-douar e oa e kêriadenn La Halatais, e Presperieg (e gallaoueg Piperia, Il-ha-Gwilen). E 1979 e teuas Albert Poulain, ar mestr dastumer kanoù ha kontadennoù eus Bro-C’hallo, d’ober anaoudegezh ganti : hag enrollet anezhi o kontañ un tregont istor bennak (a c’heller selaou holl e diellaoueg-son Dastum). Chomet eo merket gant personelezh ar vaouez hag arz ar gonterez. Setu ar pezh en deus skrivet diwar he fenn :

« Gwellañ kanerez zo, din da c’houzout (…)

Degemeret e vezec’h mat atav e ti ar vaouez Hurel, pa ’z aec’h e-barzh he lojeiz goude saludiñ e-giz zo dleet ha displegañ dezhi perak e oac’h deuet. Ha hi ha mont etrezek an armel hep tamm geizoù, lakaat un davañjer nevez pe feret nevez zo, distreiñ d’an oaled, ha troet he c’hein outi, krog da gontañ : ar mevel fin pe Bertelle de piaw, Forbaned ar Post, re ar Plessis de Haw, ar Pelikant, re an ostaleri, Daoust ha seizh emaomp ?, ar C’higer hag ar Loen Gwenn, Dorn troc’het plac’h ar c’hrampouezh, Ar Sorserien war-nij betek pont Sant-Nikolaz, Pichon gwez holl vrudet, an Diaoul ha milin La Bosse, Tarv La Bintinais, Ar bleizi a zebre chas, Ar plac’h a zañse gant an Diaoul, hag ivez Gargantua Meur pe Gars Grand Tua : lavaret a rae deomp « i të granwd ce Bonhomme-là » ha distagañ un dro-lavar diwar e benn. N’em eus ket tapet gouzout ha krediñ a rae-hi en traoù-se, ken gwirion ma veze he mouezh pa veze o teskrivañ anezho deomp. Evel just, na pet donedigezh, sin, seblant ha spes a veze meneget bep tro ma ’n em gavemp, kement ha depeign ur bed ma oa kiz ha kustum an dud da lakaat ar gaoz war an traoù na vezont ket gwelet, ha da grediñ enno pelloc’h. " Y a pas de jous où on n’veyë, où on n’ouayë " » emezi da neuze.

Ar familh Hurel gant he femp krouadur (1933) - (Dastum), Dastumad prevez.

 

. Lez sorciér du pont de Sènt-Nicolas-de-Rdon (Sorserien pont Sant-Nikolaz-Redon) – Dastumet gant : Albert Poulain / Kanet gant : Philomène Hurel, lesanvet La Mère Hurel de Piperia (Presperieg, 35) - Dastum

Bodet an devezhourien gant o mestr goude un devezhiad mat a labour. Hag eñ ha mont er-maez da gerc’hat dezho ur banne bennak da evañ. N’eo ket abred avat, ha noz eo. War an hent en em gav gant sorserien (lutuned, boudiged) o tañsal, hag eñ degaset ganto e-barzh an dañs. Setu kaset an dañserien gant o c’horoll betek Sant-Nikolaz-Redon (pe Naoned). Gras d’ar formulenn hud e teu ar mestr a-benn da vont war e giz, ha distro er gêr gant e bodad sistr, gwall ziwezhat avat. Dale bras tra-penn d’e avantur, sed a vo displeget gantañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Albert Poulain, « Philomène Hurel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/philomene-hurel

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù