Dañsal betek penn an noz, gant dañserien ha dañserezed a bep oad, da zek, kant, mil pe dek mil, en ur c’harrdi, en ur sal-abadennoù, pe dindan kambr ar stered... Degemer mat er fest-noz ! An darvoud-se, anavezet-kaer er rannvro, a ra berzh hiziv an deiz. Gallout a reer soñjal ez eus bet eus ar festoù-noz er stumm-se a-viskoazh, ken sanket e seblant bezañ e kalon hag e divesker an dañserien. N’eo ket gwir kement-se avat. E gwirionez, n’ez eus eus seurt bodadegoù nemet abaoe ar bloavezhioù 1950, ha ne veze ket graet gant an anv-se bepred. Evit kompren an emdroadur-se e ranker ober ul lamm war-gil ha distreiñ da zeroù an XXvet kantved.
Dañsal er gêr
E kevredigezh hengounel ar beizanted e veze dañset dreist-holl gant ar familh hag an amezeien, da-geñver labourioù bras al labour-douar, hag ivez da-geñver beilhadegoù en tiegezh. Liammet-start eo ar c’han hag an dañs neuze : e-touez an dañserien hag an dañserezed emañ ar ganerien, e-kreiz ar c’helc’h. Alies e veze pleustret gant un dañs hepken, hini an terouer : gavotenn Kalanel e Kallag, avant-deux e Bazeleg-ar-Veineg, ridenn e Bro-Wened pe c’hoazh dañs round e Bro-Bagan. Dañset e vez ivez da-geñver gouelioù brasoc’h,
da-geñver euredoù pe bardonioù. Un digarez eo da c’hervel sonerien da zont : sonerien bombard ha binioù kozh, sonerien akordeoñs, sonerien violoñs, sonerien treujenn-gaol, pe c’hoazh sonerien biell pe veuz. Peurvuiañ e vez ivez e-mesk ar sonerien-se ur miliner, unan o terc’hel ostaleri, un horolajer pe c’hoazh ur bazhvalan ! Nemet ez eas ar pleustroù-se da get tamm-ha-tamm. Etre an daou vrezel e weler ar balioù oc’h ober berzh er bourc’hioù war ar maez, priziet-kaer ma’zint gant ar re yaouank. « Seblant a ra neuze d’ar festoù-noz bezañ kondaonet da vont da get da vat erlec’hiet gant ar balioù e-barzh salioù, ha lusket gant ar sonerien akordeoñs pe gant strolladoù bihan a zo arouezioù ur vodernelezh klasket gant an dud », a zispleg Fañch Postic, etnologour. E-pad an Ac’huberezh e c’hoarvezas un dra dic’hortoz : gant ar berzet ma oa ar balioù eo an dañsoù hengounel a veze pleustret en-dro war ar maez, dre guzh da selloù an dud.O tassoniñ gant lusk hec’h amzer
Er bloavezhioù 1950 e tiwanas goustadik sevenadur Breizh. Tizh bras ‘oa gant ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek o tiorren e Breizh hag e Pariz. Un den plijet-bras gant ar c’han hag an dañs eo, Loeiz Roparz, a zeuas da vezañ oberour renevezadur ar festoù-noz. E 1954 e Poullaouen e oa bet aozet gant ar paotr yaouank-se ur genstrivadeg kan ha diskan evit sevel koubladoù kanerien ha kanerezed. Penn kentañ ar fest-noz evel m’en anavezomp hiziv an deiz eo. « Graet e vez en ur sal er vourc’h ha neket en un ti-feurm ken, ar ganerien n’emaint ket en dañs ken, met war ul leurenn, a-dreñv d’ur mikro », eme Fañch Postic. Ha berzh-bras gant ar «bal breton»-se, evel ma reer anezhi da neuze, ha degemeret e oa bet gant Gouelioù Kerne e 1964.
E-pelec’h emañ ar merc’hed ?
Hiziv an deiz e vez aozet festoù-noz dre Vreizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh. Abaoe ar 5 a viz Kerzu 2012 emañ ar gouel-se war roll arouezel ar glad sevenadurel dizanvezel bet savet gant an Unesco. Ken boazet outo eo ar Bretonezed hag ar Vretoned ma oant deuet a-benn da zañsal dre vizio e 2020 zoken, da vare ar c’henfinañ ! Hiziv an deiz ez eus un dalc’h nevez da dalañ outañ : reiñ muioc’h a blas d’ar merc’hed war al leurennoù. Sklaer a-walc’h eo ar sifroù war-se : evit a-sell ouzh an 12 fest-noz darempredetañ e Breizh ne gonter nemet 9% a arzourezed war al leurenn. A-viskoazh eo bet ar fest-noz diouzh liv hec’h amzer. Ra vezo gouest da wellaat war an dachenn-se ivez.
Ur pennad troet e brezhoneg gant Tristan Loarer.