An uhelvarr, plant sakr evit an drouized : ur vojenn ?

Aozer : Philippe Lanoë / Genver 2017

Liammet eo an uhelvarr ouzh an drouized e memor an dud dre vras, evel ma weler war kemend-all a skeudennoù, warno drouized o kutuilhañ uhelvarr.  

Defot gouzout penaos ez ae an drouizelezh en-dro e gwirionez, e veze lavaret eus al lid bet deskrivet gant Plinius (Istor Naturel, XVI, 249-251) e oa unan eus ar mareoù pennañ e micher an drouized, padal ez eus bet kavet abeg er soñj-se gant an istorourien a-vremañ. E-giz arouez, avat, e hañval an uhelvarr bezañ bet ur roll ha ne oa ket dister, evel en diskouez delwenn Priñs Glauberg, bet kavet war bez ur priñs en Alamagn. Skeudenn ur gwaz eo, kreskennoù outañ a bep tu d’e benn, dezho stumm delioù uhelvarr.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « An uhelvarr, plant sakr evit an drouized : ur vojenn ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-uhelvarr-plant-sakr-evit-an-drouized-ur-vojenn

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù