Kemper e diskouezadeg etrevroadel arzoù ar c’hlinkañ hag ar greanterezh a-vremañ - Pariz 1925

Aozer : Bernard Verlingue / C’hwevrer 2017

Ur c’henkiz, Ty Breiz e anv, a oa gouestlet da Vreizh en diskouezadeg-se, paeronet gant al livour Jean-Julien Lemordant, kenstrollour nerzhioù ekonomik ar vro.

Ul lodenn vat eus an oberennoù diskouezet eno a oa bet krouet a-ratozh-kaer gant an arzourien.

Prizioù bras a yeas gant Henriot ha Verlingue, war gont ar rumm 11 (priajerezh), ha kement all evit Méheut. Kilhivig avat a oa er-maez ar genstrivadeg. Bachelet, Pierre Lenoir, René-Yves Creston, Jeanne Malivel, Victor Lucas ha Louis-Henri Nicot a voe graet meneg dioute, evit a sell ouzh kenlabourerien ar stal feilhañserezh Henriot. Evit HB e voe roet medalennoù da Baol Fouillen, Francis Renaud et Marguerite Soudanne.

Danevellet e voe ar strivoù-se gant Henri Clouzot er pennad « Ar priajerezh en Diskouezadeg », bet embannet e Azginivelezh arz Bro-Frañs hag ar c’hreanterezh a-loc’h e miz kerzu 1925.

Nag ar broveñs eta ? Ne ziskouez ket honnezh bezañ birvidikoc’h en degouezh-mañ evit n’ez eo e lec’h all, ken forc’hellek he strivoù ken e vezer divarc’het un tamm gante (…) Klasket o deus stalioù zo, Henriot ha Verlingue-Bolloré da skouer, evit a sell ouzh Breizh,  yaouankaat hag azasaat skeudennoù ar c’hlinkaj hengounel d’un doare arnevez. Peadra d’hon diduiñ diouzh eñvorennoù ar c’hêrioù o dourioù-pare hag diouzh an traezhennoù.

Ha penndanevell an diskouezadeg da resisaat :

Ar rumm 11 (Arz ha greanterezh ar priaj) moarvat an hini a zispake ar splannañ pegen bras eo startijenn ar produiñ en hon rannvroioù. Meneg a ranker ober dreist-holl eus feilhañserezh Kemper, war anv ar stal Verlingue, Bollore ha kenseurted, bet krouet o fatromoù gant Kilhivig ha gant ar stal Henriot ha kenseurted, Mathurin Méheut he mestr-arzour, ‘pez soñj ! Kaeroc’h c’hoazh pa soñjer ne oa ket dleet d’an div stal gozh-se nevesaat o froduennoù, ken aezet ha ken stank e vez gwerzhet o fatromoù hengounel ; hag an eil ken brav hag eben da ginnig deomp patromoù dibar bet savet gant arzourien a-vremañ eus an dibab.

Bigoudène, grès, Georges Robin, Ar Seiz Breur, pour la manufacture HB Quimper, circa 1924 Collection Musée de la Faïence Quimper, cliché Gilles Kervella
Petit plat à décor d’une fouesnantaise ramassant des pommes, René-Yves Creston pour la manufacture Henriot, circa 1925 - Collection Musée de la Faïence Quimper, cliché Gilles Kervella

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Verlingue, « Kemper e diskouezadeg etrevroadel arzoù ar c’hlinkañ hag ar greanterezh a-vremañ - Pariz 1925 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kemper-e-diskouezadeg-etrevroadel-arzou-ar-chlinkan-hag-ar-greanterezh-a-vreman-pariz-1925

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù