Ur c’henkiz, Ty Breiz e anv, a oa gouestlet da Vreizh en diskouezadeg-se, paeronet gant al livour Jean-Julien Lemordant, kenstrollour nerzhioù ekonomik ar vro.
Ul lodenn vat eus an oberennoù diskouezet eno a oa bet krouet a-ratozh-kaer gant an arzourien.
Prizioù bras a yeas gant Henriot ha Verlingue, war gont ar rumm 11 (priajerezh), ha kement all evit Méheut. Kilhivig avat a oa er-maez ar genstrivadeg. Bachelet, Pierre Lenoir, René-Yves Creston, Jeanne Malivel, Victor Lucas ha Louis-Henri Nicot a voe graet meneg dioute, evit a sell ouzh kenlabourerien ar stal feilhañserezh Henriot. Evit HB e voe roet medalennoù da Baol Fouillen, Francis Renaud et Marguerite Soudanne.
Danevellet e voe ar strivoù-se gant Henri Clouzot er pennad « Ar priajerezh en Diskouezadeg », bet embannet e Azginivelezh arz Bro-Frañs hag ar c’hreanterezh a-loc’h e miz kerzu 1925.
Nag ar broveñs eta ? Ne ziskouez ket honnezh bezañ birvidikoc’h en degouezh-mañ evit n’ez eo e lec’h all, ken forc’hellek he strivoù ken e vezer divarc’het un tamm gante (…) Klasket o deus stalioù zo, Henriot ha Verlingue-Bolloré da skouer, evit a sell ouzh Breizh, yaouankaat hag azasaat skeudennoù ar c’hlinkaj hengounel d’un doare arnevez. Peadra d’hon diduiñ diouzh eñvorennoù ar c’hêrioù o dourioù-pare hag diouzh an traezhennoù.
Ha penndanevell an diskouezadeg da resisaat :
Ar rumm 11 (Arz ha greanterezh ar priaj) moarvat an hini a zispake ar splannañ pegen bras eo startijenn ar produiñ en hon rannvroioù. Meneg a ranker ober dreist-holl eus feilhañserezh Kemper, war anv ar stal Verlingue, Bollore ha kenseurted, bet krouet o fatromoù gant Kilhivig ha gant ar stal Henriot ha kenseurted, Mathurin Méheut he mestr-arzour, ‘pez soñj ! Kaeroc’h c’hoazh pa soñjer ne oa ket dleet d’an div stal gozh-se nevesaat o froduennoù, ken aezet ha ken stank e vez gwerzhet o fatromoù hengounel ; hag an eil ken brav hag eben da ginnig deomp patromoù dibar bet savet gant arzourien a-vremañ eus an dibab.
![Bigoudenn, gres gant Georges Robin, Ar Seiz Breur, evit al labouradeg HB e Kemper, war-dro 1924. Dastumadeg Mirdi Kemper ar Feilhañserezh, foto gant Jil Kervella. Bigoudène, grès, Georges Robin, Ar Seiz Breur, pour la manufacture HB Quimper, circa 1924 Collection Musée de la Faïence Quimper, cliché Gilles Kervella](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/naissance-de-lindustrie-de-la-faience-a-quimper/encart%20expo/bigoud%C3%A8ne.jpg)
![Plad bihan klinket gant ur vaouez eus Fouenant o serriñ avaloù, Krouet gant René-Yves Creston evit al labouradeg Henriot, war-dro 1925. Dastumadeg Mirdi Kemper ar Feilhañserezh, foto gant Jil Kervella. Petit plat à décor d’une fouesnantaise ramassant des pommes, René-Yves Creston pour la manufacture Henriot, circa 1925 - Collection Musée de la Faïence Quimper, cliché Gilles Kervella](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/naissance-de-lindustrie-de-la-faience-a-quimper/encart%20expo/plat%20fouenantaise.jpg)