Adpennad : ar gourserien

Aozer : Tudi Kernalegenn / C’hwevrer 2017

Abaoe fin ar Grennamzer e roe ar rouaned d’ar baramantourien droed d’en em zigoll war goust listri an enebourien. Diwezhatoc’h e tapas ar baramantourien kaout « lizhiri-kours » ofisiel hag a roe dezhe aotre da lakaat harz d’al listri a oa banniel ur Stad enep warne, ha d’o freizhañ -  ar bagoù kenwerzh dreist-holl -  gant ma laoskjent d’ar roue e lod diwar ar preizhadennoù. Ar preizhadennoù-se, reolennet hervez lezenn, an hini a rae kemm etre ar gourserien hag ar vorlaeron.

Er XIVvet kantved e krogas ar brezelioù war-gours. Er XVIIvet kantved, pa oa Loeiz XIV o ren, e voent en o barr, kent koazhañ a van da van en XVIIIvet kantved ha mont da get e deroù an XIXvet kantved. E-pad ar pemp kantved-se e veze kourserien er pep brasañ eus porzhioù-mor Breizh. Gwriziennet-don e oant e Naoned (Jacques Cassard), e Montroulez (ar re Goetanlem e fin ar XVvet kantved) hag e Sant-Maloù muioc’h c’hoazh. Ouzhpenn 900 lestr a oa paramantet evit ar gours e Sant-Maloù etre 1688 ha 1713, pa oa honnezh en he c’hreñvañ.

E-touez brudetañ kourserien Breizh emañ René Duguay-Trouin (1673-1736) ha Robert Charles Surcouf (1773-1827). Brudet-kaer e teuas Duguay-Touin da vezañ e 1711 pa voe paket kêr Rio de Janeiro gant e flodad ha lakaet e grabanoù war veur a donenn aour eno. Evit Surcouf, e reas berzh da goulz an Dipac’h hag an Impalaeriezh kentañ, hag eñ bet kaset c’hwec’h flodad vras war gours ha paket 47 lestr gantañ, Saozon al lod brasañ anezhe.

Cheñch a rae ar preizhoù eus an eil prantad d’egile : Saozon ha Gallaoued e fin ar Grennamzer, « Chas du » da goulz brezel ar C’hevre, Breizhveuriz er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved…

Ar gours a c’heller sellout dioutañ evel pa vije ur reizhad armerzhel kleiz, d’ar baramantoutien ha d’an dud a vor da genderc’hel gant o fred pa oa pennbouzellet hennezh pe berzhet zoken, gant ar brezelioù. Bras eo bet he fouezh armerzhel e diorren porzh-mor Sant-Maloù.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Adpennad : ar gourserien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/adpennad-ar-gourserien