Un hengoun a gozh
Un diell eus 1514 e abati Boporzh a ziskouez e veze darempredet aodoù an Douar-Nevez gant pesketaerien ar vro kalz a-raok ar bloavezh-se. Nebeut amzer a-raok an Dispac'h, e oa daouzek bag morueta o pesketa er « Grand Bancs ».
E 1793 e voe paouezet gant ar c'houlzadoù pesketa abalamour da vrezelioù an Dispac'h hag un toullad paramantourien a adstagas e-pad ur pennad gant brezel ar redadegoù.
Adkregiñ a reas ar pesketaerezh bras adalek 1816 met e 1835, daoust ma veze kaset ouzhpenn 500 martolod d'an Douar Nevez e krogas ar pesketa da goazhañ ha Pempoulliz a oa nec'het.
D'ar mare-se, ne oa nemet 2 200 a dud o chom e Pempoull, met ar c'harter a vor a oa unan eus an daou vrasañ e Bro-C'hall hag abaoe ma oa bet savet e 1824 e oa eno c'hwec'h skol hidrografiezh gall a zo deuet da vezañ diwezhatoc'h Skolioù merdeiñ ha goude Skolioù broadel merdeadurezh a genwerzh.
Abegoù ur cheñchamant
An diouer a besked en Douar-Nevez ha tamm-ha-tamm steuzidigezh ar gwirioù bet roet gwechall d'ar besketaerien c'hall a redias anezho da chom da besketa a-hed an aodoù.
Ker e kouste o engouestloù d’ar baramantourien vreizhat, ha war zisteraat ez ae an disoc’hoù.
Bigi an Douar-Nevez – a oa ar pimpatrom anezho ur oueletenn teirgwern a 300 da 500 tonell – a ranke bezañ war o bourzh un akipaj a zaou-ugent den bennak hag etre 20 ha 45 devezh a oa ezhomm evit mont betek ar « Grands Bancs ».
Ar oueletenn gouelioù-kastell a 100 da 180 tonell a c'houlenne nebeutoc'h a dud hag a rae an hent en ur sizhunvezh.
Stummoù labourat o vont da fall eus un tu ha doareoù aesoc'h d'ober eus un tu all a zegasas ur cheñchamant.
Prantad kaer an Island
E 1852, ar paramantour Louis Morand (1806-1860) o kemer skouer war re Zukark, a gasas e vag an Occasion etrezek an Island. Kement-se a zegaso sur-mat pinvidigezh da baramantourien ha da besketaerien Pempoull e-pad pevar-ugent vloaz met koll a rejont ivez kalz a dud (2000) hag a vigi (120) ;
80 goueletenn ha 4 bag morueta « terre-neuva » a oa e paramanterezh Pempoull pa oa en e barr e 1895.
Porzhioù-mor all en Aodoù-an-Hanternoz a reas ar memes tra, met anat eo e chom Pempoull arouez « prantad an Island » dre braster ha kalite ar porzh-morueta ha diorren an industriezh, an artizanelezh hag ar c'henwerzhioù kenstag.
Teknikoù pesketa disheñvel
En Douar-Nevez, ar pesketaerezh a anver « war al lec'h » a veze graet gant bac'hoù. Ar bigi « terre-neuva », eoriet, a zasparzhe tro-dro dezho an dorisoù, ur patron gant e vartolod e-barzh pep hini anezho. Staliañ a raent o linennoù goude kreisteiz hag e savent anezho an deiz war-lerc'h da c'houloù-deiz. Ar peurrest eus an deiz, nemet e vefe cheñchet lec'h hag e vefe kempenn d'ober, a veze gouestlet d'ober ouzh ar pesked ha da brientiñ al linennoù evit an deiz war-lerc'h.
E miz Gwengolo-Here, e teue ar bigi « Terre-neuvas » en-dro da Vro-C'hall, ganto etre 150 ha 300 tonennad moru, a-wechoù muioc'h.
En Island, ne zeree nag ar mor, na strad ar mor nag ar barroù-amzer ouzh ar memes bigi na kennebeut all ouzh ar memes teknikoù pesketa. Ret e oa kaout bigi dre lien bihanoc'h, a c’helle talañ buan ouzh an amzer diroll, feuls ha trumm. Ar pesketaerezh, a anved « pesketaerezh war vourzh » a veze graet war-eeun er vag.
Goude pardon an Islandiz, a veze dalc'het bep bloaz, e kuitae ar vro ur flodilh a oueletennoù etre 20 ha 30 den war vourzh pep hini anezho da hanter miz C'hwevrer evit ur c'hampagn a bade etre c'hwech hag eizh miz.
Pare da labourat war ar bankoù pesked, e veze paket ha reizhet al lien evit lakaat ar vag da zrivañ goustadik a gostez ; ar baotred en em lakae a-hed ar portelof, pep hini gant ul linenn lastret mat a lakaent da vont hervez donder ar pesked. Pep hini a veze paeet hervez an niver a deodoù a droc'hent diwar o freizh.
Da hanter-Vae, en em glevent evit en em adkavout en ur fjord bet dibabet en a-raok hag e veze treuzvourzhet ar « pesketaerezh kentañ » e strad ar vag vihan a zegase ar boued, al lizhiri, an holen hag ar rekoù a oa ezhomm evit kregiñ gant « an eil pesketaerezh ». Ar bigi bihanoc'h-se a glaske mont ar buanañ ma c'hellent evit degas d'ar porzhioù-mor ha gwerzhañ d'ar priz gwellañ ar pesked « prim »-se a oa kement a glask warne. Ral a wech e vezent kaset da Bempoull.
Efedoù ekonomikel ha sokial
Buan-tre e voe dibabet ar goueletennoù gant gouelioù kastell ha lezet a-gostez ar bigi a-bep seurt a veze implijet a-raok. Gwellaet int bet hag adalek neuze e troas Pempoull war-zu an Island.
Betek neuze ne veze graet gant saverien bigi Pempoull nemet flodilhoù bihan. E 1860, ur mestr kalvez-mor yaouank, Louis Laboureur, a roas lañs da embregerezh e dad hag e wellaas al linennoù ha perzhioù ar goueletennoù pesketa.
Emile Bonne mestr-micherour enfredet e 1890 a gemeras penn an embregerezh hag a savas e hini eñ goude-se e 1899 e Poullafred. Dont a reas da vezañ brasañ chanter-bigi ar vro. Gant un dek kal lakaat en dour all (Perrot, Pilvin, Goasdoué, Le Chevert…) e voe implijet betek 800 micherour dre ar sevel-bigi e Pempoull.
Embregerezhioù all a reas o mad eus al lañs-se. Govelioù : Quément, Tréhiou, Gobert ha dreist-holl Dossmann (ijinour ar ouel-gastell hag an organell evit sevel ha diskenn ar gouelioù) ; gouelierezhioù brudet : L’Helias-Gleyo, Rivoallan, Le Caër, Rochut ; poleerezhioù, kordennerezhioù, atalieroù rikoù pesketa ha kalz artizaned ha stalioù-kenwerzh, evel ar re a werzhe holen da skouer, a blede gant ar pourveziñ hag ar paramantiñ evit ar bigi hag o akipajoù, a ranke bezañ emren e-pad seizh pe eizh miz : dilhad, kerdin, holen, sistr, gwispid...
An diskar
Goude prantad uhel dibenn an XIXvet kantved, eo aet ar pesketaerezh-se da fall abalamour d'ar brezel bed kentañ. Adlañs ar bloavezhioù 1920 n'eo ket padet pell. Lezenn islandat an 21 a viz Ebrel 1922 a laka reolennoù d'ar pesketa en doureier gouvene evit gwareziñ ar peskerezh hag produerezh ar vro, hag a zifenn neuze treuzvourzhañ ar pesketaerezh kentañ war bigi bihan. Rak-se ne voe tamm spi ebet ken d'un adlañs nevez.
Aet an teknikoù war-raok, deuet ar chaluterioù war-wel, koshaet frammoù ar porzhioù-mor : kampagn 1935 a voe hini diwezhañ prantad kaer ha kalet an Island.
Troet diwar ar galleg gant : Kuzul ar brezhoneg