Philippe-Emmanuel a Lothringen, dug a Verkeur (1558-1602)

Aozer : Tudi Kernalegenn / C’hwevrer 2017

Poltred penn ha bruched an dug a Verkeur, damdroet war an tu kleiz, en ur stern hirgelc’hiek a lenner warnañ : Philip : [tresadenn]. Bibliothèque nationale de France, département Estampes et photographie, RESERVE FOL-QB-201 (13)

Ganet e oa bet en ur familh eus an noblañs uhel. Toullañ e hent a reas a-drugarez da Herri III a oa dimezet gant e c’hoar, Louise a Lothringen. Ober a reas ar roue e seurt ma timezfe hennezh gant Marie a Luxemburg, hêrezh pinvidik dalc’h-roue Penteür. Diskennadez duged Breizh e oa honnezh ha bet e oa he zad gouarnour Breizh etre  1562 ha 1569. Setu ma fizias Herri III gouarnamant Breizh e Merkeur e 1582, pa ne oa nemet 24 bloaz, dre ma felle d’ar roue kontañ gant ur gwaz feal e Breizh d’ur c’houlz ma kase ar brezel diabarzh e reuz.

Merkeur avat a oa kenderv d’ar re a Uiz (de Guise), izili skourr eil-henañ a Lothringen ha pennoù-bras ar C’hevre katolik anezhe. D’an 23 a viz Kerzu 1588 e voe muntret an dug a Uiz hag ar c’hardinal a Lothringen, e vreur, war urzh Herri III. Neuze e savas Merkeur tamm-ha-tamm a-du gant ar C’hevre ha sachañ a reas Breizh war e lerc’h er brezel. Ha Breizh da vont da heul he gouarnour hag ar C’hevre, war-bouez kêrioù bras zo evel Roazhon, Gwitreg ha Brest, ar pezh ne oa ket dister.

 

E miz Ebrel 1589 e voe lamet e garg gouarnour digant Merkeur. Ar roue avat en doa kollet Breizh ha derc’hel a rae Merkeur d’ober evel pa vije-eñ he gouarnour c’hoazh. Sevel a reas hennezh ur melestradur breizhat emren e Naoned, en eneb da hini ar roue. Bodañ a reas ur c’huzul-gouarn en-dro dezhañ, gervel Stadoù Breizh d’en em vodañ ha staliañ Breujoù.

En em glevout a reas gant Felipe II a Spagn ha, mod-se, e tapas kaout arc’hant bras ha 7 000 gwaz armet d’e harpañ…. ha da reiñ e lamm da arme Herri IV e miz Mae 1592 e Craon (Maine).

P’en em droas Herri IV da gatolik e 1593 en e gavas Merkeur muioc’h-mui en digenvez avat.

Sujañ da Herri IV a reas a-benn ar fin, dre ar feur-emglev a sinas en Angers d’an 20 a viz Meurzh 1598. Dilezel a reas gouarnamant Breizh evit ur yalc’had pevar milion lur arc’hant - ur sammad bras-spontus - hag asantiñ a reas dimeziñ e verc’h da César a Vourbon, dug Vendôme, ur mab kleiz da Herri IV, a zeuas da vezañ gouarnour Breizh d’e dro. Kuitaat a reas Merkeur Breizh rivinet gant tost dek vloaz brezel diabarzh ha mont da Hungaria da vrezeliñ a-enep an Durked. Mervel a reas e Nuremberg e 1602.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Philippe-Emmanuel a Lothringen, dug a Verkeur (1558-1602) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/philippe-emmanuel-a-lothringen-dug-a-verkeur-1558-1602