Pinijenn foran ar priñs kembreat Guidnerth

Un testeni eus eil hanterenn an IXvet kantved a-zivout ar gerentiezh tost etre brezhoneg ha kembraeg
Aozer : Herve Ar Bihan / Ebrel 2023

War Liber Landavensis, folio 81 v° (p. 181 embannadur Gwenogvryn Evans) e lenner an destenn-mañ :

Et propter aliam causam eo quod ipse Guidnerth et Brittones & archiepiscopus illius terræ essent unius linguæ et unius nationis quamuis diuiderentur spatio terrarum. & tanto melius poterat renuntiare scelus suum. & indulgentiam requirere cognito suo sermone.

« Hag un dra all a oa kaoz, rak Guidnerth e-unan, ha Breizhiz hag arc’heskob an douar-se a oa eus an hevelep yezh hag eus an hevelep broad, dispartiet na pa vijent gant ar pellder etre o douaroù. Ha seul welloc’h e c’helle-eñ embann e dorfed ha goulenn e vefed trugarezus en e geñver pa oa anavezet e yezh eno.» (troet e galleg diwar al latin gant Léon Fleuriot).

Istor Guidnerth (pe Guednerth) an hini eo, ur priñs kembreat a oa bet kaset tramor betek Dol gant an eskob Oudoceus (Euddogwy e kembraeg a-vremañ) evit mont d’ober pinijenn, goude bezañ drouklazhet e vreur Merchion. Meneget eo bet an darvoud-se gant Léon Fleuriot e-barzh digoradur e C’heriadur (1964, p. 13) hag hervezañ emañ da vezañ amzeriet moarvat en eil hanterenn an IXvet kantved.

Un testeni a-bouez eo hennezh peogwir e lak anat en em gomprene ar gembraegerien hag ar vrezhonegerien d’ur c’houlz ma oa krog dija ar rannyezhoù predenek bet (lingua britannica) da vont war ziforc’h (brezhoneg-kerneveureg diouzh un tu, kembraeg diouzh an tu all). Ar vrud a zo diwar-benn Oudoceus da vezañ bet ganet e Breizh ha da vezañ mab d’ar roue breizhat Budic, kement-mañ a c’hell displegañ perak e vije bet ret da Guidnerth bezañ kaset tramor d’ober e binijenn. Sant Samzun e-unan, anezhañ diazezer Dol, a zo sañset ivez dre e vrud da vezañ deuet eus Breizh-Veur.

En destenn-mañ e weler war un dro un testeni sokioyezhoniel hag un tamm koun eus al liammoù a gerentiezh hag a bolitikerezh a veze unanet ganto Predeniz pe Breizh(veur)iz er ster ledanañ.

Liber Landavensis pe Levr Llandâf, diwar anv sez an eskopti e-kichen Kêrdiz, e Kembre [PL1], zo anezhañ ur c’hempunerezh skridoù savet war-dro 1120-1129, ennañ elfennoù a c’heller amzeriañ eus ar VIvet d’an XIvet kantved, sklaer eo.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Herve Ar Bihan, « Pinijenn foran ar priñs kembreat Guidnerth », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/04/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/pinijenn-foran-ar-prins-kembreat-guidnerth

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù