Polig Monjarret (1920-2002)

Aozer : Armel Morgant / Genver 2017

Polig Monjarret (1943) - Coll. Famille Monjarret.

E Pabu, Bro-Dreger, e oa bet ganet  Paul « Polig » Monjarret e 1920, amunuzer ha tapiser a vicher. Pa oa war e studioù e Roazhon avat en em dommas ouzh ar vombard hag ouzh ar biniou, ha pa oa krog gant ar violoñs klasel. E 1942 e sonas en un eured a c’hiz kozh e Kerne-uhel ha diazezet e voe e interest evit ar sonerezh hengounel diwar an darvoud-se. Adal neuze e krogas da zastum tonioù e Breizh a-bezh, danvez teir levrenn e oberenn « Tonioù Breizh-izel ».

Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet unan eus saverien Bodadeg ar Sonerion e 1943 hag evit bezañ savet unan eus ar bagadoù kentañ, e Karaez e 1948.

Goude bezañ bet sekretour meur ha prezidant BAS etre 1960 ha 1882 e kendalc’has gant a bep seurt kargoù e kevredigezhioù Breizh ha dont da vezañ sekretour meur Kendalc’h e-pad ur prantad. Perzh eo bet ivez eus kuzulioù aozañ gouelioù meur Breizh : Goueioù Kerne, Gouelioù etrekeltiek an Oriant. E 1973 e savas Kan ar Bobl, war batrom abadennoù Iwerzhon, digor d’an holl re a oa perzh eus sonerezh Breizh a-vremañ, forzh pehini e vije he stumm. En tu all da sonerezh ha da sevenadur Breizh

E vroudas Polig Monjarret un tamm brav a emglevioù gevelliñ etre kêrioù Breizh hag Iwerzhon ouzhpenn krouiñ Skoazell etrekeltiek ar Bobl a zigoras dor tiegezhioù Breizh d’ur c’halz a vugale eus norzh-Iwerzhon e-pad ur frapad bloavezhioù.

Aet eo Polig Monjarret da Anaon e 2002.

Polig Monjarret (1970) – Coll. Famille Monjarret.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armel Morgant, « Polig Monjarret (1920-2002) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/polig-monjarret-1920-2002

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù