Prioldioù ha madoù pennañ Menez-Mikael e Breizh

Aozer : Michel Brand'Honneur / Eost 2020

 Prioldi : lec'h evit ar venec'h. Eno e veve un toullad menec'h distaget ha dizalc'h ouzh un abati pennañ evit merañ ur mad bennak.

Gant an donezonoù a resevent e savas renerien abati Menez-Mikael meur a brioldi e Breizh.

 

  • Menez Hyrglas bet roet e 1086 gant eskob Landreger Hugues 1añ ( (da lec'hiañ moarvat e Eliant e-kichen Kemper).
  •   Ar Vouster e Menieg, etre Loudieg ha Ploermael, bet savet a-drugarez d'un donezon graet a-raok 1032 gant Gwezheneg, tad  Gauzlin bezkont Roazhon (pe Josilin). 
  • Menez-Dol ha chapel Sant-Mikael roet da Venez-Mikael gant Hugues arc'heskob Dol e 1158.
  • Sant-Laorañs Montrouaud   e kumun  Planfili, bet savet a-drugarez da donezonoù an duged Jafrez 1añ († 1008) hag Alan III († 1040). 
  • Sant-Brewalaer bet roet war-dro 1075, gant aotrou al lec'h war ziviz, da skouer, e vefe roet dezhañ bara ha gwin pa 'z afe da bic'hirinañ da Venez-Mikael.
  • Sait-Meleg , ilizoù Sant-Meleg ha Sant-Meven hag ivez porzh Porzh-Pikan roet gant an dug Alan III.
  • Sant-Varzhin Gwilavez a zo bet roet e 990 gant an dug Konan 1añ. Gwirioù war ilizoù Gwilavez ha Polieg, ti ar priol, ur vereuri, ur stank hag ar vilin, un toullad brav a zalc'hioù hag ur gwir war ar justis izel, krenn hag uhel az a d’ober madoù ar prioldi-mañ.

 prioldioù ha madoù pennañ Menez-Mikael e Breizh

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Prioldioù ha madoù pennañ Menez-Mikael e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/prioldiou-ha-madou-pennan-menez-mikael-e-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité