Ul lec’hiad diskoachet abred
Ken abred ha 1846 e krogas an abad Brune da venegiñ ar savadurioù maen en e gentelioù e Kloerdi bras Roazhon. Pevar bloaz goude (1850) e c’helle Bachelot de la Pylaie keñveriañ ar mein sav gant steudadoù gourenez Kraozon e Penn-ar-Bed. Met goude-se ez eus bet klasket reiñ displegadurioù a vije kavet souezhus a-walc’h an deiz hiriv.
Gant ar furcherezh zo bet er c’horn-bro-se eo bet lakaet splann pegen ledan ha pegen luziet e oa ar lec’hiad meurvaenek bet savet war ar begoù uhelañ.
Tangwall 1976 : un distigner
N’eo ken met adalek 1953 m’eo bet loc’het gant an enklaskoù skiantel kentañ. Gant Pierre-Roland Giot eo bet distlabezet run hir ar Groaz Sant Pêr hag alese diskoachet un aozadur ken kozh ha 2 500 bloaz kent J.-K.
Goude ma voe bet meur a dangwall war al lanneier e voe furchet ar steudadoù hag adsavet dindan renerezh Charles-Tanguy Le Roux. Goude-se e vo kaset en-dro un eil programm enklaskoù gant labourioù Jaques Briard. En hevelep tro e kroge gant furchadegoù Kastell-Bu, runioù Kroaz Sant Pêr hag alez toet Treal.
Steudadoù
Teir linenn peulvanioù a ya d’ober maeneg ar Vilin. Daou anezho a sko war un ahel reter/kornôg, an trede zo a-skouer gant ar re all, er c’hornôg.
Pemzek maen kouarz gwenn a gaver e steudad an hanternoz, war ur 115 metrad bennak a hirder. Meur a hini a ziskouez bout bet gwallgaset ken abred ha da varevezh an arem. Daou anezho a zo bet implijet da sevel ur voger evit bezioù-koufr.
En ur chaoser douar ha mein eo fichet steudad ar c’hreisteiz, 65 metrad a hirder, un dousennad a bezhioù mein skiltr hag ur pezh kouarz.
A-drugarez d’an daou oaled bras bet diskoachet e-mesk ar chaoser ez eus bet gellet deiziatañ anezho etre 4 730 ha 4 380 bloaz kent J.K. Pa ouezer e veze tud eno e-kreiz ar Vvet milved a-raok hon oadvezh e c’heller gouzout e veze darempredet al lec’h e mare kentañ an Neolitik. E lodenn reter al linenn-mañ e c’heller gwelet roudoù skoroù peulioù koad, pezh a lak da soñjal e veze moarvat ul lochenn, ur santual dindanañ moarvat.
Ur pezh poderezh bras, pevar dornell warnañ, zo bet kavet en douar e lodenn reter ar chaoser. Moarvat e c’hellfe bout ur bez-ludu douaret bet implijet da vare dibenn an Neolitik. A-drugarez da amzeriadur ar c’harbon 14 e c’heller lec’hiañ ar pod en ur prantad kronologel etre 2780 et 2180 kent J.K.
Evit pezh a sell ouzh al linenn reteret hanternoz/kreisteiz ez eus bet savet ur brastres.
Karnioù
Adalek ar bloaz 1990 eo bet studiet run ar C’hastell-Bu, ha kavet eno un daol-vaen gant kambroù a-skouer a bep tu d’un trepas. E-barzh ur c’harn mein paramantet e dalbenn emañ, ha pavezet al leur gant mein skiltr. Anavezout a reer an tu mont-tre dre ma chom meur vaen sanket en douar a dalveze da serriñ tachenn ar bezioù. Daou vez zo bet ouzhpennet diwezhatoc’h ; amzeriadaet eus oadvezh an arem, deuet in da greskiñ lodenn ar c’harn. Seul aesoc’h int da anavezout dre ma gaver eno daou bezh mein kouarz gwenn. Daou vez, bet ouzhpennet diwezhatoc’h, zo aet da greskiñ tolz ar c’harn. Lakaet int anat gant daou bezh meurvaen kouarz gwenn..
P’eo bet furchet run hir Kroaz Sant-Pêr gant arkeologourien eo bet kavet koufroù mentoù disheñvel, lakaet gant tud zo da grugelligoù. Skoroù peulioù koad zo bet adkavet war leur ar c’harn ivez. Pevarc’hornek an hollad, un trobeulieg a zaroù tro-dro dezhañ. Skiltr glas eo an daroù bet lakaet eus tu an hanternoz, kouarz gwenn reoù bet dibabet evit tu ar c’hreisteiz. Gant amzeriadañ dre ar c’harbon 14 (2 500 bloaz kent J.-K.) p’eo bet kaset da benn ar furchadegoù e c’heller lec’hiañ ar savadur e dibenn an Neolitik.
P‘eo bet furchet an tosennoù e tolead ar Groaz Sant-Pêr eo bet kavet e oant taolioù-maen trepasek en o c’hrugell-vez. An tri bez-se, bet savet tro damheñvel, a ziskouez, evit an hini en daol-vaen er c’hresteiz, un trepas pavezet digreizet ouzh ar gambr. An eil, en daol-vaen an hanternoz, fontet a-walc’h, a ro e stumm da welet dre un nebeud peulioù sanket en douar, ha restajoù daroù e takad ar bezioù. An trede, taol-vaen ar c’hornog, zo bet tamm-pe-tamm gwarezet gant restajoù mein paramantet ar c’harn. Ur gambr pevarc’hornek pavezet digor war un trepas hep daroù. Div yoc’h gengreiz lakaet anat gant pep a baramant a ya d’ober ar c’harn damgelc’hiek.
A-drugarez d’ar rikoù annez henoniel bet tennet diouzh ar bezioù e c’heller amzeriatañ anezho da vare An Neolitik kentañ (tro 5 000 bloaz kent J.-K.).
Un alez toet
Un alez toet vras eo bez Treal, an tu digor war he c’hostez. War lein un duchenn naturel e oa bet savet, tost a-walc’h ouzh ur resed mein skiltr. Un hir a drepas ur 15 metrad bennak a hirder eo, reteret diouzh un ahel gwalarn/gevred. Pezhioù peulioù ha restajoù e doenn zo bet adtapet diwar mein poudiñg e Moñforzh. Met n’eo ket bet gwall warezet ar savadur gant ar seurt mein difeson-se. War al leur e weler c’hoazh harzoù ar c’harn, meskaj mein ha douar. Nebeut-tre a zanvezioù a dalvoudegezh arkeologel zo bet kavet er bez-se e-pad ar furchadegoù. Koulskoude e c’heller lec’hiañ ar savadur tro dibenn An Neolitik.
Ur santual
Tud An Neolitik, deuet divoneerien dre ar sevel chatal ha labour an douar, a groge da aozañ o ziriad. Resisaet eo bet ganto al lec’hioù annezet, tachennoù ar bezioù, lec’hiadur ar mein-sav, hervez dezverkoù topografiezh pe perzhioù an endro. Gant kement a savadurioù meurvaenek war an dachenn e c’heller goulakaat e oa pouezus-meurbet an dakad-se evit pobloù sevenadur An Neolitik, liammet moarvat gant doareoù speredelezh diaes da intent evit an dud a-vremañ.
Petra bennak ma c’heller kompren, e chom meurvaenegoù Sant-Yust ul lodenn a-bouez war an dachenn sevenadurel e Breizh.