Stourmerien ar C’hevre komunour e-tal harz-labour skouerius ar Joint français

Aozer : Hugo Melchior / C’hwevrer 2022

Daoust ma ne vezent ket e-barzh labouradeg ar Joint Français, staliet e Sant Brieg, e voe gwelet izili ar C’hK o c’hoari ur perzh e stourmoù zo chomet e penn hag e memor ar Vretoned, evel ma tiskouez ar perzh o doa kemeret e harz-labour al labouradeg ken anavezet hag arouezius zoken, m’eo chomet e memor an holl e Breizh. Gwelet a reer perzh ar stourmer Edouard Renard, da skouer, a weler en diadreñv war al luc’hskeudenn deuet da vezañ ikonenn bet tapet gant Jacques Gourmelen d’ar 6 a viz Ebrel 1972.
Stourmerien rann Sant Brieg ar C’hevre, harpet gant o c’hamaladed e Roazhon hag e Brest, o deus lakaet o nerzh evit ma vefe anavezet ar stourm-se ar muiañ posupl, evit dont a-benn da gaout skoazelloù arc’hant koulz ha skoazell spered a-berzh tud ar vro.

Golo sizhuniek ar c’hevre komunour, 15 a viz Ebrel 1972

Evit-se e voent er penn-kentañ diazezañ ur c’huzul skoazell unvanour war ar gêr a-bezh adalek ar 17 a viz Meurzh 1972, ennañ darn vras strolladoù an tu-kleiz, war-bouez Strollad Komunour Frañs, ha sindikadoù peizanted evel an FDSEA (KDSLD) hag ar CDJA( KDLDY). Stourmerien ar C’hK a veze o reiñ o c’hazetenn La Taupe (Ar C’hoz) digoust da implijidi ar «Joint». Evel-se e teuas da vout un doare «deizlevr an harz-labour». Reiñ a reas tro da gas keloù mont war-raok ar stourm d’an harzlabourerien ar muiañ mennet, bodet bemdez dirak dorioù al labouradeg aloubet gant poliserien, met ivez da zisplegañ soñjoù ha kinnigoù ar c’hevre, evel staliañ ur bodad harz-labour dilennet da skouer, donedigezh war-zu ar «Joint» evit e gelc’hiañ evel un arouez, pe c’hoazh raktres un harz-labour rannvroel 24 eurvezh, gant ar spi e tiwanfe e Breizh evel e lec’h all «Ur Joint, pe zaou, pe muioc’h c’hoazh» .
A-hed prantad an harz-labour e oa bet sikouret mat ar stourmerien gant unan eus gopridi an aozadur, Jean Métais, unan eus an dud e karg eus al «labour micherel» war al live broadel. Stourmerien ar C’hevre o doa kemeret perzh neuze e dastumadegoù niverus bet aozet e kêr evit harpañ ar «strivoù harz-labour» ar vicherourien, e-keit ma veze graet kement-all en o c’hêr ivez gant ar re e-karg e kêrioù all Breizh. Gant ar c’huzul skoazell e voe aozet neuze e Sant Brieg abadennoù ha gouelioù, evel da skouer sonadeg ar c’haner enep-frankour ha liberter Paco Ibáñes. Hag erfin o doa klasket ivez sevel al liseidi a oa bet niverus-tre e kemer perzh er manifestadegoù e stradoù ar gêr, pezh ne oa ket un dra kustum a-berzh liseidi.

Golo ur c'hraflevr embannet gant ar C'hevre komunour (Dielloù prevez an aozer)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hugo Melchior, « Stourmerien ar C’hevre komunour e-tal harz-labour skouerius ar Joint français », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/02/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/stourmerien-ar-c-hevre-komunour-e-tal-harz-labour-skouerius-ar-joint-francais

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité