Thérèse Hellard - Tremargad

THÉRÈSE HELLARD

Thérèse Hellard, deus Tremargad, a gont deomp diwar-benn he buhez pemdez.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Thérèse : Me gawa din 're 'zo 'ba bourk 'zo vé oblijet d'ober toud an traoù med ar re-he raint ket mann 'bet bopred ha mac'had raint un tamm «  vaisselle «  benneg 'n un tu benneg ha mac'had c'haint d'ober ar pezh neuint afer

Lors : Med ar re-mañ ' zo tud kozh pe tud yaouank ?

Thérèse : O tud yaouank tud kozh veint ket boezet d'ober traou 'sort-se o nann 'r re gozh ' vanke un tamm ti dê... an dud pé nizent prenet un tamm ti dond da …pé vize disoc'h al labouriou vize kontant …. se 'oa un dra gaer kaoud un ti d'hond 'barzh... ha gwechall ' vize lar't … heu un ti 'ba bord an hent pras … se 'oa un dra gaer abominab … prest da dapo an oto...kar … ha bromen hain' 'bet ' c'houla mond 'ba bord an hent pras a bin nann med gwechall se 'oa un dra ' oa kaer ….me m'eus kle'et ma zud lar sé … un ti 'ba bord an hent pras sé 'zo kaer

Lors : Ha bremañ é chañchet …

Thérèse : Aaaa bremañ ' vanka mond pell ha pell deus kreiz ar bourk me 'blijfe ket din boud 'chom 'ba kreiz ar bourk

Lors : Nann

Thérèse : Nann n'on ket bet reizh

Lors : Hag ar re 'zo 'chom war maez a-mod-se 'ba «  les yourtes «  pe traoù a-giz-se

Thérèse : Ya

Lors : Ar re-se ' labour labourad 'raint ?

Thérèse : A ' oaran ket pugur ana'an ket nê

Lors : A nann

Thérèse : Gawan ket din ' labouraint

Lors : A an telefon 'n hin' é ?

Thérèse : Ya

Lors : O bah n'eus ken 'met lesk' nañ da soniñ

Thérèse : Lesk' nañ da soniñ eñ ' sona alies

Lors : Ya med

Thérèse : An hin' n'eus afer apelo med marse henz 'zo onon n'eus esaet war 'r machin 'zo tal din amañ

Lors : A marse 'wac'h

Thérèse : pugur eñ 'sona ur bern

Lors : A ya

Thérèse : Ya

Lors : 'Blam 'beta ?

Thérèse : ' blam o me vé pedet alies

Lors : Pedet d'ober peta ?

Thérèse : A d'hond da vale d'hond da c'hoariñ kartoù d'hond da c'hoariñ bouloù d'hond da vale d'hond da debiñ

Lors : Debiñ è ?

Thérèse : A ya sé 'zo un dra gaer

Lors : D'hond da zañsal

Thérèse : A bop sul Yves ha me pé 'oe kap Yves c'haemp da dañsal derc'hmat bop sul

Lors : Ha bremañ

Thérèse : O bah nann pé 'mañ marv Yves 'nan ket d'hont hin med warlerc'h 'c'hin c'hoazh kar sé 'neus bet plijet din 'pad ma buhé ha Yves eu … da sul nim goude oemp 'ba 'r ferm med aï oe sé avanset hin c'haemp d'ar bal derc'hmat

Lors : A ya

Thérèse : Ha toud al labour d'ober warlerc'h c'haemp d'ar bal d'ar sul d'abardaez hag al labour d'ober warlerc'h sé 'oa ket gwall vrav hin

Lors : Bah nann

Thérèse : Ha 'n'om chañch' eu toud ar jeu O med plijadur ' mizemp

Lors : Bah ya

Thérèse : Ha Yves 'oa un danser mad ha me è a blija dim dansal

Lors : A ya

Thérèse : Ha me greda dim ??? oar ket kar Vivianne gawa dim blija deï dansal ha kanañ goarit

Lors : O ya ya ya med pevare é maro Yves neuhe ?

Thérèse : 'ba " le 13 Avril "

Lors : Ar blâ-mañ ?

Thérèse : " le 10 Avril "

Lors : Ar blâ-mañ ?

Thérèse : Ya ha interet " le 14 "

Lors : A bon

Thérèse : Bet n'eus mizer o ni meump fetet tri-ugent blé eured memestra hin

Lors : Tri-ugent blé

Thérèse : Ya n'oc'h ket kap d'ankouéï sé 'giz-se a nann o nann nann gawa ket din 'vo kalz 'giz-se ken

Lors : Nann

Thérèse : Med nann an dud 'jomaint ket war en dro 'wechoù hag an dud ' joma pell 'ba'r skol bromen … bon ha neint ket d'eureujiñ 'keit veint 'ba'r skol eu …. ben nann

Lors : Set' Yves 'blije dañ dañsal neuhe

Thérèse : A ya ha kano

Lors : Kano eu ?

Thérèse : A ya ha kontadennoù Yves 'oare ur bern traoù ya

Lors : Ha c'hwi 'peus bet derc'het soñj deus ar pezh a ouie ?

Thérèse : O tammou med me me 'oaran ket kanañ me humm


 Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Thérèse : Me a gav din ar re a zo e-barzh ar bourk a zo … a vez oblijet d'ober tout an traoù ...mes ar re-se na reont mann ebet bepred... ha moarvad a reont un tamm "vaisselle"  bennak en un tu bennak ha moarvat ez eont d'ober ar pezh o deus afer

Lors : Mes ar re-mañ a zo tud kozh pe tud yaouank ?

Thérèse : O tud yaouank, tud kozh ne vezont ket boazet d'ober traoù a-sort-se, o nann ar re gozh a vanke un tamm ti dezho … an dud pa nije prenet un tamm ti da zont da … pa vize disoc'h al labourioù vize kontant … se a oa un dra gaer … kaout un ti da zont e-barzh … ha gwechall e vize laret ...heu … un ti e-barzh bord an hent bras … se a oa un dra gaer abominap' … prest da dapout an oto... kar … ha bremañ hini ebet a c'houl mont e-barzh bord an hent bras a bin nann mes gwechall se a oa un dra a oa kaer … me am eus klevet ma zud ' laret se … un ti e-barzh bord an hent bras se a zo kaer

Lors : Ha bremañ eo chañchet

Thérèse : A bremañ e vank mont pell ha pell diouzh kreiz ar bourk, me ne blijfe ket din bezañ o chom e-barzh kreiz ar bourk

Lors : Nann

Thérèse : Nann n'on ket bet reizh(et)

Lors : Ha ra re a zo o chom war ar maez a-mod-se e-barzh "les yourtes"  pe traoù e-giz-se

Thérèse : Ya

Lors : Ar re-se a labour ? Labourat a reont ?

Thérèse : A ne oaran ket peogwir n'anavezan ket anezho

Lors : A nann

Thérèse : Ne gav ket din e labouront

Lors : A ! an telefon an hini eo ?

Thérèse : Ya

Lors : O bah neus ken nemet laosk anezhañ da soniñ

Thérèse : laosk anezhañ da soniñ, eñ a son alies

Lors : Ya mes

Thérèse : An hini en deus afer a apelo, mes marteze hennezh a zo unan en deus esaet war ar machin a zo e-tal din amañ

Lors : A marteze awalc'h

Thérèse : Peogwir eñ a son ur bern

Lors : A ya

Thérèse : Ya

Lors : Abalamour da betra ?

Thérèse : Abalamour o me a vez pedet alies

Lors : Pedet d'ober petra ?

Thérèse : A da vont da vale … da vont da c'hoari kartoù… da vond da c'hoari bouloù... da vont da vale… da vont da zebriñ

Lors : Debriñ ivez ?

Thérèse : O ya se a zo un dra gaer

Lors : Da vont da zañsal ?

Thérèse : A bep sul Yves ha me … pa oa kap Yves ez aemp da zañsal dalc'hmat bep sul

Lors : Ha bremañ ?

Thérèse : O bah nann pa emañ marv Yves ne yan ket da vont, hin, mes war-lerc'h ez in c'hoazh kar se en deus bet plijet din e-pad ma buhez ha Yves ivez... da sul ni... goude e oamp e-barzh ar feurm, mes erruet e oa se avanset, hin ez aemp d'ar bal dalc'hmat

Lors : A ya

Thérèse : Ha tout al labour d'ober war-lerc'h … ez aemp d'ar bal d'ar sul d'an abardaez hag al labour d'ober war-lerc'h … se ne oa ket gwall vrav, hin !

Lors : Bah nann

Thérèse : ha d'en em chañch ivez, toud ar jeu, o mes plijadur hor beze

Lors : Bah ya

Thérèse : hag Yves e oa un dañser mat ha me ivez… a blij din dañsal

Lors : A ya

Thérèse : Ha me a gred din ne oar ket kar Vivianne a gav din a blij dezhi dañsal ha kanañ, goar a rit

Lors : O ya ya ya, mes pevare eo marv Yves neuze ?

Thérèse : e-barzh "le 13 Avril" 

Lors : Ar bloaz-mañ ?

Thérèse : "Le 10 Avril" 

Lors : Ar bloaz-mañ ?

Thérèse : Ya hag interet "le 14" 

Lors : A bon

Thérèse : Bet en deus mizer; O.... ni hon eus fetet tri-ugent bloaz eured memes tra hin

Lors : Tri-ugent bloaz

Thérèse : Ya n'oc'h ket kap d'ankounaat se e-giz-se, a nann, o nann nann … ne gav ket din e vo kalz e-giz-se ken

Lors : Nann

Thérèse : Mes nann … an dud ne chomont ket war an dro a-wechoù hag an dud a chom pell e-barzh ar skol bremañ … bon ha n'eont ket d'eureujiñ e-keit ha 'vezont e-barzh ar skol ivez … bin nann

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh