Ken kozh hag ar VIIvet kantved evit a sell ouzh bae Bourknevez hag an IXvet kantved evit Bro-Wenrann eo testenioù koshañ ar gounid-holen e paludoù Breizh. E kartaoueg abati Sant-Salvour Redon emañ ar c’hartaoù a ra anv dioute. Diskouez a reont pegeit zo e c’hounezer holen war logelloù evel silinoù Penn-al-lan ha Penn-ar-pont da skouer, ken kozh ha mare mibien-bihan Charlez-Veur. Adal neuze e tiskouez an dielloù penaos e oa ar silinoù en em ledet betek bezañ en o barr e kreiz ar Grennamzer, kent bezañ kreñvaet c’hoazh goude-se. Pourveziñ holen d’an harinketa e Gwalarn Europa da gentañ, ha d’ar morueta goude-se, an hini zo pennkaoz koulz d’an emled-se ha da arbennikadur ar baluderion war al labourioù kaniañ, kleuziañ ha kaeañ.
O tilezel, pe dost, ar mod produiñ holen dre dommañ hili e listri pri berniet en ur forn, e voe roet lañs da vicher ar gounid-holen er paludoù, e-keit ma astenne an impalaeriezh roman e levezon kenwerzhel ha sevenadurel, pellañ ma c’halle, adalek ren Aogust. Kadarnaet eo kement-mañ koulz gant an arkeologiezh ha gant ar yezhoniezh. Dont a ra ul lodenn eus geriaoueg silinoù Bro-Wenrann eus al latin, ha pa vefe dre sil ar brezhoneg.
Un arroudenn a-bouez eo kement-mañ eus ar vrezhonegerien a oa bet prenet gante ur skiant savet gant ur boblañs eus an Douar meur, bet romanekaet a-raok na oant-int arruet eno e eil hanterenn ar VIvet kantved.
Haec carta indicat atque conservat qualiter quaesivit Uuetenan solidos monachis rotonensibus in uuadio pro duabus salinis his nominibus salina Penpont & alia [ligne 2] nuncupante Samoelil habentibus XL (quadraginta) capitellos cum omnibus appendiciis suis usque ad caput VI annorum & si tunc redempte non fuissent, usque ad alios sex annos, & deinde sic semper usque ad XVIII annos & si tunc redempte non fuissent, permansissent usque ad finem mundi….