Ur c’homañdo skosat, arouez skrijus argadenn ar Vreizhveuriz

Aozer : Hubert Chémereau / Ebrel 2019
Bill « Tiger » Watson, ar c’homando diwezhañ a oa bev c’hoazh, zo aet da Anaon d’an 29 a viz kerzu 2018. Lod eus arozed argadenn Sant-Nazer, evel Thomas Mac Cormack, eo deuet an eñvor anezhe da vezañ gwir mojennoù.

En em enrollañ a reas Thomas Mc Cormack, ezel eus Cameron Highlanders, e unanennoù ispisial an arme. Da goulz ur staj komañdo e Bro-Skos e voe anvet e 5vet strollad an eilvet komañdo. Pa oant o prientiñ an taol-argad e tapas ar Skosiz, brezelourien brudet anezhe, kaout aotre da wiskañ o c’hilt en desped da reolennoù boutin an taolioù komañdo.

Remerket voe nerzh kalon Tom e bagad argad ar c’habiten Donald Roy, en doa bet ur perzh bras e e taol Sant-Nazer. Gant o armoù skañv e talas ar c’homañdoioù-se, penn a-raok an argadenn anezhe, ouzh tanfoeltr an enebour. Tapet e voe Tom prizionad, hag eñ gloazet-fall e benn gant skolpennoù ur c’hrenadenn. Luc’hskeudennet e voe evit ar gelaouenn Signal, benveg propaganda an arme alaman, kement ha skeudenniñ « piladeg ar Vreizhveuriz ».

Ken fall e oa e c’hloazadennoù ken e voe kaset gant an Alamaned d’o ospital-kac’har e Roazhon. Ne oa ket e gamaladed evit kompren penaos e oa chomet bev, ken fall e oa e stad. Daoust d’o evezh ha d’o soagnoù e varvas Tom d’an 11 a viz ebrel 1942 d’an oad a 25 vloaz, enoret gant armoù an Alamaned. Bras e voe an engroez Roazhoniz – ur 5 000 bennaket anezhe - a gemeras perzh en e obidoù kement ha trugarekaat soudarded ar Re-Unanet. Devezhioù-pad e voe goloet e vez gant bleunioù, e bered Reter Roazhon, gant nouspet den dianav.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ur c’homañdo skosat, arouez skrijus argadenn ar Vreizhveuriz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ur-c-homando-skosat-arouez-skrijus-argadenn-ar-vreizhveuriz

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù