Ur skouer arouezius : porzh ar C’hroesti

Aozer : Johan Vincent / Gouere 2021

E 1962 ez eus bet savet strollad kêraozouriezh Gourenez Rewiz, a gaved ennañ kumunioù Arzhon, Lokentaz ha Sarzhav. Meur a raktres a oa bet programmet evit reiñ lañs d’an douristelezh er c’humunioù a ranke talañ ouzh dilez al labour-douar, en ur glask mirout ouzh un diorren direol.   

Padal ne oa ket a borzh bageal war an aod e reter ar Mor-Bihan. Tolead Kerjouanoù-Ar C’hroesti a oa bet lakaet warnañ un Takad Terkañ Derenet (ZAD, ur stignad bet savet e 1962) abaoe 1969, evit mirout ouzh ar brokerezh arc’hant, hag asantet e oa bet e teulioù kêraozouriezh Arzhon e 1971. Kaset eo bet an oberiantiz en-dro gant ar C’HETMOR. War 163 hektar en em lede ar gêr touristelezh nevez‑se, en div lodenn da glokaat : e Kerjouanoù, e lodennoù rannet gant balioù glasvez, ha tro‑dro da borzh-bageal ar C’hroesti.

Ma oa bet digoret porzh ar C’hroesti e miz Even 1974, hir eo bet a-raok ma rafe berzh. 120 plas a oa da gaout hepken e-doug ar bloavezh kentañ, ha re nebeut a servijoù a oa kinniget gant ar porzh e‑kreiz al lanneg. Skoet gant an enkadenn ekonomikel da heul stroñs an eoul-maen,ha promotourien zo a groge d’en em dennañ diouzh ar raktres. E 1980 e oa echu gant an diskleriadur a laz foran – ur prosesadur melestradurel a ro tu da gas da benn obererezhioù terkañ a laz foran war dachennoù prevez en ur ziberc’hennañ anezho –, ha gwerzhañ a ra ar C’HETMOR an obererezh d’ar Strollad European a Studioù hag Obererezhioù (GEER), a oa anavezet betek-henn evit an terkañ er menezioù. En tu all da 1 000 lagadenn a oa er porzh e penn‑kentañ ar bloavezhioù 1980, met nag ur c’houst ! Dav e oa bet da Guzul Jeneral ar Mor-Bihan leuniañ en‑dro (darn eus) kefioù ar C’HETMOR. Hervez ur jedadenn bet graet da neuze e oa bet da bep truajad en departamant paeañ etre 1 200 ha 1 500 lur dre lagadenn evit stankañ ar c’holl. E gwirionez ez eo e dibenn ar bloavezhioù 1980 e krogo d’ober berzh, ur wech ma oa bet adkempennet ar rouedad kenwerzh ha staliet ur greizenn yec’hed dre ar mor (1990), savet un dachenn golf e-kichen hag ur c’hazino (2000).

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Johan Vincent, « Ur skouer arouezius : porzh ar C’hroesti », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/07/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ur-skouer-arouezius-porzh-ar-c-hroesti

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité