Ne vo ket anv amañ eus klemmganoù a ziskriv fedoù resis, a ro anv an dud meneget, lec’hioù ha deiziadoù an darvoudoù. Anv ‘vo eus klemmganoù koshoc’h hag hollekoc’h o deus ar memes steuñv bepred :
- Gwilioudiñ a ra ur plac’h yaouank. Dic’hortoz eo rak ne oueze ket e oa dougerezh pe d’an nebeutañ he doa kuzhet kement-se.
- Goulenn a ra ali he mamm met a-dreuz e klev he respont ha lazh a ra he bugel.
- Paket e vez war an taol gant amezegezed, hag int eus ur renkad uheloc’h alies.
- Kelaouet e vez ar justis ha harzet ar plac’h yaouank gant ar jandarmed.
- Kaset e vez d’ar gêr tostañ, lec’h m’eo barnet ha kondaonet d’ar marv.
- Klask a ra ar vamm gouestlaouiñ ar varnerien pe ar bourev, met ne deu ket a-benn.
- Pa vez kaset d’ar marv e vorc’hed ar plac’h yaouank. Aspediñ a ra ar merc’hed yaouank all da nompas ober evelti.
Souezhus eo gwelet degadoù a ganaouennoù meur savet gant ar memes reolennoù, ha pa vefent bet dastumet e Breizh-Uhel, kostez Nevers, Bro Arwern pe e lec’h all. Un dra zo da c’houzout: atav n’eo ket bet kondaonet d’ar marv ar merc’hed o doa lazhet o bugel. N’eo nemet e miz C’hwevrer 1556 ma oa bet embannet gant Henri II e vije, bewech ma vefe bet prouet he doa ur vaouez lazhet he bugel, «evit digollamant, kastizet [ar vaouez-se] d’ar marv ha bourreveri diwezhañ, ha ken kri ha vo bet meritet gant kalite ispisial an afer: evit ma vije ur skouer evit an holl, ha goude-se ne vije ken nag arvar na ziaezamant». Diviz a rae ar bann ouzhpenn da se e vije embannet ar c’heloù «gant son an drompilh ha forzh kri, dre ar c’hroazhentoù ha plasoù foran, da grial ha da embann, kement e Pariz hor c’hêr hag e lec’hioù all en hor rouantelezh; ha dre ofisourien an aotrounez justisourien veur en o aotrouniezhoù ha justisoù, hervez seurt feson ne c’hellfe hini ebet anezho prezeg dic’houiziegezh, ha kement-se pep tri miz a-nevez. Dreist pep tra, ra vo lennet hag embannet e kadorioù an oferennoù parrez e kement kêr, bro, douar hag aotrouniezh dindan hor rouantelezh, gant o aotrou person pe o c’hure». Penaos enta e c’hellfemp soñjal ne oa ket bet goulennet gant kanerien ar ruioù kemer perzh da lakaat ar bann da vezañ anavezet gant ar boblañs ?
Pa ra anv Joseph Le Floc’h eus Desrue, un den tamallet da vezañ pusuner a voe boureviet d’ar 6 a viz Mae 1777 war blasenn ar Grève, e soñj dezhañ eo ar c’hlemmgan «suj da c’halloud ar justis». Met resisaat a ra ar memes aozour ne c’hell ket ar ganerien «nac’hañ mont da vouezh na da gorn-mouezh ma vez goulennet ganto».