Yves Berthou – Kaledvoulc’h (1861-1933)

Aozer : Philippe Le Stum / Kerzu 2016

Le Grand-druide Yves Berthou (Kaledvoulc’h). Kartenn-bost bet kaset gant Berthou da Frañsez Even, barzh Kar-e-vro, tro 1910. Kartenn-bost. Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek – SBI-Brest., font Yves Berthou.Jac Pohier (1871-1951), flemmskeudenn Yves Berthou (Kaledvoulc’h). Kartenn-bost diwar an heuliad Galerie bretonne, bet embannet gant ar gelaouenn Ar Bobl. Kartenn-bost. Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek – SBI-Brest., font Yves Berthou.

E Pleuvihan (Aodoù an Arvor) e vo ganet Berthou, d’an 4 a viz Gwengolo 1861.Heuliañ a reas ur stummadur teknikel evit bout mekaniker er Verdeadurezh, tresour en Havr Nevez hag is-ijinour e saverezh-bigi Rochefort. Perzh a gemeras en ur c’helc’hiad lennegel eus Rochefort hag e embannas e zastumad skridoù kentañ (Cœur breton, 1892 ; La Lande fleurie, 1894...). En Havr Nevez e savas ur gelaouenn viziek lennegel gatolik, La Trêve-Dieu (1896-1897), enni pezhioù skrivagnerien a galite (Frederig ar Gwiader, Georges Rodenbach, Francis Jammes, Paul Fort, Léon Bloy...). Redioù e labour a gaso anezhañ da vont da Bariz goude-se. Anaoudegezh a reas gant barzhonegoù Frañsez Jaffrennou, ha mignon e voe gant ar Fusteg. Kement-se a levezonas anezhañ betek ma voe kendrec’het d’en em ouestlañ d’an emsav. E-tal da Fusteg ha Jaffrennou e savas neuze Goursez Breizh (1900), dindan an anv Alc’houeder Treger. Ren a reas Ti Kaniri Breiz, ur gevredigezh a vruderezh rannvroel ha yezhoniel dre ar c’han. E 1902 ec’h embannas un dastumad barzhonegoù enebet meurbet ouzh bro-C’hall, Dre an delen hag c’horn-boud .

Dilennet e voe drouiz-meur e plas ar Fusteg (1904), ha Kaledvoulc’h, anv kleze Arzhur, a voe an anv barzh dibabet gantañ. Kas a reas en-dro emvodoù ar C’hoursez, e-keit ma kemere perzh a-dost e meur a lodenn eus an emsav, dre ma genlaboure gant ar c’helaouennoù rannvroelour paneveken.

E 1917 ez eas war e leve e Pleuvihan, met eno e vevas en dienez, ha rediet e voe da werzhañ betek e arrebeuri, e levraoueg, e di. Gant ar riv e varvas d’ar 27 a viz Genver 1933.

 

Troet gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Le Stum, « Yves Berthou – Kaledvoulc’h (1861-1933) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/12/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/yves-berthou-kaledvoulch-1861-1933

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité