Albert Guillemot - Langoëlan

Albert Guillemot - Langoëlan

Albert 'zo bet ganet e Laoulann, mab yaouankañ en e familh.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Pe oed 'oec'h pe... pe  oec'h oeit d'er … d'er skol

Albert : Pofff ouian ket mein pemp blé m'a c'hwec'h vlé marsen o ya c'hwec'h beped ya

Lors : Ya

Albert : Ya

Lors : Ya … ha dija 'poé komañset da disko galleg

Albert : O ya ka' me 'oé 'n hain yaouankañ 'ar 'ar toud er chantier...me...  seih breur ha c'hoer m'eus … mein 'oa 'n hain yaouankañ ha re …. re gohañ 'ouie galleg

Lors : A c'hwi 'oé 'n hain yaouankañ

Albert : Ya … ya ya

Lors : Chete er re 'rell 'noé disket...

Albert : Beñ  ya

Lors : Galleg ir skol dija

Albert : Ya beñ ya me c'hoer 'zo triweh vlé kohoc'h  uidein  'n hain  gohañ

Lors : A ya

Albert : A ya … an dreu-se 'zo kaoz  re-se ' gomañse mond de  redek dija ...'gomañse kaojal galleg tammaoù hmm hmm hmm hmmm

Lors : Ya ya

Albert : A ya

Lors : Ha c'hwi … chete 'benn 'oec'h arriet ir skol i Laoulann … 'ouiec'h galleg dija

Albert : O tammig bihan 'else un tamm…

Lors : Pas kal'

Albert : Pas kalz nann   o nann puijur get... get ma zud  'gaojem'  ket galleg tamm 'bet heñ

Lors : A nann

Albert : A nann nann … o dam nann nann … o nann

Lors : Med ho tud  'ouie galleg memestra

Albert : A ya o ya ma zad 'oé ket  bet opff oé ket bet poar blé 'ba 'r skol 'oa marsen  bet tri blé m'eus chet soñj poar blé bennek … a oa hmm hmm

Lors : Hag er vamm...

Albert : O beñ apeupre ur sort 'oa chet 'met ur blé  'trete … se 'zo kaoz

Lors : Ur blé trehe

Albert : Ya ya

Lors : A bon ya ya

Albert : Hmm hmm … mes pas uit kaojal o gio 'gaoje galleg 'r sort med 'benn 'oa arri(uet) re yaouank arlerh 'r re-se 'maint ... 'gaoje galleg  'trete eue ‘te deus disket un tamm 'else koa

Lors : Ya

Albert : Ya

Lors : Ya  'trete a ziske...

Albert : 'Else ya

Lors : 'Else ya ya ya

Albert : Ya ya

Lors : Ya ya hag … bitag pe oed oc'h chomet ir skol

Albert : O n'on ket bet forh... bita' poarzeg vlé

Lors : Poarzek

Albert : Ya … neuzenn 'oèn  disket 'wah'

Lors : Sete bita' er … er sertifikad

Albert : Ya a ya

Lors : Hag  arlerh neuhen

Albert : Arlerh 'oan komañset mond da labourat tammaoù 'else … o ya 'r sertifikad 'ma paset beñ  de... 'ba miz « euh Juin «  peta é «  Juin «  dija

Lors : Miz er vFoen

Albert : Ya … arlerh 'oan …. miz arlerh 'oan oeit  da labourad ged Pichon(Pistien ) …'ar en trakteuriaoù  dre-sen 

Lors : Pichon (Pistien)

Albert : Ya … job Pichon ( Pistien ) ha  i vreur ...daou vreur 'oé med

Lors : 'Ba  ven 'oaint

Albert : 'Ba Laoulann 'oent  d'er c'hours-se med bremañ 'mañ... 'zo hoah... 'ni yaouank 'zo 'ba  anze med brema' 'lod anehe 'zo 'ba Plouguerneué hoah  Job Pichon( Pistien )  peus chet klewet kaojal …

Lors : A aa a a

Albert : Plougerneué... o gio mac'hat

Lors : A gio

Albert : O ya 'oè 'ba ...p'seurt  an' ...pesort ti vé g'aet ano just 'n 'or arri 'ba Plougerneué anze «  ah  merde » 'larin chet 'n ano  brema' …

Lors : Tanpir … med … er re-ma 'oé oé oé oé gober an «  entreprise «  pe...

Albert : Ya oh ober 'n «  entreprise «  hag … ya ya komañset ged tammaoù trakteuriaoù bihan koa 'fin … trakteur 'rae daou-uigent jo d'er c'hours-ze … un trakteur braou se dija d'er c'hours-ze

Lors : «  Massey-Ferguson »

Albert : Pas «  Deutz «  'oé re-ze 

Lors : A « Deutz »

Albert : Er re-mañ 'oé «  Deutz » kemtoc'h

Lors : Ha 'oé chet «  Porsche « 

Albert : A nann nann nann 'oé «  Deutz kemtoc'h

Lors : Ya ha c'hwi 'peus komañset da labourat

Albert : Da boarzeg vlé ha … tri pe boar miz pi c'hwec'h miz koa ya ya puijur  moa poarzek vlé da miz meurh ha  e-barzh miz eost oen  oeit da labourat koa

Lors : A ya

Albert : Ya ya

Lors : Hag...hag vehec'h paeet da

Albert : A ya ya vi'em... pa'iet baomdé pé  beb miz koa anfin ya ya

Lors : Beb miz

Albert : Ya ya

Lors : Ya a ya … ha choñj 'peus pegement vehec'h pai'et

Albert : Ooosss

Lors : D'er c'hours-ze

Albert : O 'ouian chet pe'gment vizem' pai'et  « euh «  mes neuze 'vezé …

Lors : In «  Francs «  koa

Albert : Ya in «  Francs «  pete  oè ...ppffff  uigent … tregont … tregont mil pas  uigent mil marsen uigent mil kouh

Lors : Uigent mil kouh ya

Albert : Ya uigent kouh ya

Lors : Uigent «  Francs «  neué

Albert : Ya ya uid  er miz ya ha d'el lun  bita' r sadorn bita' er sul koa anfin d'er sadorn 'vezé labouret d'er c'houlz-ze 'ta 

Lors : Ha da sul

Albert : A pa' da sul 'vezè nann pad er sun bita' r sadorn noz koa

Lors : Er sadorn noz

Albert : Ya ya

Lors : D'er lun mintin...

Albert : Bita' er sadorn

Lors : Bita' 'r sadorn noz

Albert : A ya 'oè chet dé  repoz normalemant ... nann nann ya ya

Lors : Ha petè ...petè 'vezè graiet da sul neuhenn

Albert : O da sul 'c'hae an den da redeg dre-ze  … da lipetaad  tammaoù koa da redek arlerh  er merhied tammaoù  a a a a a a aa   a ya ya

Lors : Ha pita' … bita' pegours 'peus labouret get … get … get er Pichon-mañ ( Pistien )

Albert : Seih vlé 'ma graeit gete 'gredan  'bita' uigent vlé ur blé-ar-'nuigent 'gredan 'ma graiet ha da boarzek vlé bita' uigent vlé pé ur blé-ar-'n-uigent ya hmm hmm

Lors : Ur blé ar-'n-ugent hag arlerh 'oc'h bet 'h ober ho koñje

Albert : Arlerh ya arlerh 'on pet pase ma fermiaoù hag 'on komañs't mont da redek ar 'n hentaoù dre-zé  koa  'oa chañchemant … ya kar d'er c'hours-ze 'oé ur blé 'ar-'n-uigent 'wid kaoud er  permi

Lors : Ya

Albert : Ya … ya ya …permi  'n oto oé dis... kourseïkoc'h triwec'h vlé  mac'had med 'wid... 'wid er c'hamionaoù en otokar ha tout 'n traoù 'oé d'ur blé ar-'n-uigent

Lors : Ha sete 'peus paset ho permi oto ha permi  otokariaoù...

Albert : Arlerh

Lors : Kamionaoù  arlerh

Albert : Arlerh … ya arlerh ya a ya

Lors : Ha perek 'poé graiet an dra-sen

Albert : Beñ 'wid chañch un tamm mein 'oè  oé koutant ppff  klah redek dre-ze anfin mond da bourmen un tamm  ' fin pas pourmen med … redek en hentaou koa un tamm

Lors : Foetañ an heñchaoù koa

Albert : Ya ya ya foet' an henchaoù  un tamm a a a a a a

---------------------------------------------------

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Pe oad e oac'h pe… pe oac'h aet d'ar… d'ar skol

Albert : Oppfff ne ouian ket me pemp bloaz am boa c'hwec'h vloaz marteze bepred ya

Lors : Ya

Albert : Ya

Lors : Ya… ha dija ho poa komañset da zeskiñ galleg

Albert : O ya kar me a oa an hini yaouankañ war… war tout ar chantier (familh )… me… seizh breur ha c'hoar am eus… me a oa an hini yaouankañ ha re… re goshañ a ouie galleg

Lors : A... c'hwi a oa an hini yaouankañ

Albert : Ya… ya ya

Lors : Setu ar re all o doa desket...

Albert : Beñ ya

Lors : Galleg er skol dija

Albert : Ya beñ ya ma c'hoar a zo triwec'h vloaz koshoc'h evidon… an hini goshañ

Lors : A ya

Albert : A ya… an dra-se a zo kaoz… ar re-se a gomañse mont da redek dija… a gomañse kaozeal galleg tammoù hmm hmm hmm hmm

Lors : Ya ya

Albert : A ya

Lors : Ha c'hwi… setu a-benn e oac'h erruet er skol e Laoulann… e ouiec'h galleg dija

Albert : O un tammig bihan evel-se un tamm

Lors : Pas kalz

Albert : Pas kalz nann… o nann peogwir gant… gant ma zud ‘gaozeemp ket galleg tamm ebet « hein »

Lors : A nann

Albert : A nann nann… o « dame » nann nann… o nann

Lors : Mes ho tud a ouie galleg memestra

Albert : A ya o ya ma zad ne oa ket bet ooppfff ne oa ket bet pevar bloaz e-barzh ar skol e oa marteze bet tri bloaz… ‘m eus ket soñj pevar bloaz bennak… a oa hmm hmm

Lors : Hag ar vamm

Albert : O beñ apeupre ur sort ne oa ket nemet ur bloaz etreze... se a zo kaoz...

Lors : Ur bloaz etreze

Albert : Ya ya

Lors : A bon ya ya

Albert : Hmm hmm mes pas evid kaozeal o geo… ‘gaozee galleg ur sort mes a-benn e oa erru ar re yaouank war-lerc'h ar re-se emaint… a gaozee galleg etreze ivez sete... he deus desket un tamm evel-se koa

Lors : Ya

Albert : Ya

Lors : Etreze a zeske

Albert : Evel-se ya

Lors : Evel-se ya ya ya

Albert : Ya ya

Lors : Ya ya… hag betek pe oad ez oc'h chomet er skol

Albert : O n'on ket bet forzh... betek pevarzek vloaz

Lors : Pevarzek

Albert : Ya… neuze e oan desket a-walc'h

Lors : Setu betek ar… ar sertifikad

Albert : Ya a ya

Lors : Ha war-lerc'h neuze

Albert : War-lerc'h e oan komañset mont da labourat tammoù evel-se… o ya ar sertifikad am boa paseet... beñ da… e-barzh miz  «euh juin » petra eo «juin » dija

Lors : Miz ar Foenn

Albert : Ya… war-lerc'h e oan… miz war-lerc'h e oan aet da labourat gant Pistien… war an

trakteurioù dre-ze

Lors : Pichon ( Pistien )

Albert : Ya… Job Pichon ( Pistien) hag e vreur… daou vreur e oa mes...

Lors : E-barzh ven e oant

Albert : E-barzh Laoulann e oant d'ar c'houlz-se mes bremañ ema... a zo c'hoazh… an hini yaouank a zo e-barzh aze mes bremañ lod anezhe a zo e-barzh Plougernevel c'hoazh… Job Pichon ( Pistien) … peus ket bet klevet kaozeal...

Lors : A a a a a

Albert : Plougernevel… o geo moarvat

Lors : A geo

Albert : O ya e oa e-barzh… peseurt anv… peseurt ti a vez graet anv… just en ur erruiñ e-barzh Plougernevel aze «ah, merde» ne lârin ket an anv bremañ

 Lors : Tampir… mes… ar-re-mañ a oa… a oa… a oa… a oa oc'h ober an «entreprise» pe...

Albert : Ya oc'h ober an «entreprise» hag… ya ya komañset gant tammoù trakteurioù bihan koa erfin… trakteur a rae daou-ugent jav d'ar c'houlz-se… un trakteur brav se dija d'ar c'houlz-se

Lors : « Massey-Fregusson »

Albert : Pas « Deutz » e oa ar re-se

Lors : A « Deutz »

Albert : Ar re-mañ a oa «  Deutz »  kentoc'h

Lors : Ha ne oa ket « Porsche »

Albert : A nann nann nann e oa «  Deutz » kentoc'h

Lors : Ya ha c'hwi ho peus komañset da labourat

Albert : Da bevarzek vloaz ha… tri pe bevar miz pe c'hwec'h miz koa ya ya peogwir am boa pevarzek vloaz da miz Meurzh ha... miz Eost e oan aet da labourat koa

Lors : A ya

Albert : Ya ya

Lors : Hag… hag e vezec'h paeet da...

Albert : A ya ya… e vezemp... paeet bemdez pe... bep miz koa añfiñ ya ya

Lors : Bep miz

Albert : Ya ya

Lors : Ya a ya… ha soñj ho peus pegement e vezec'h paeet

Albert : Ossss...

Lors : D'ar c'houlz-se

Albert : O ne ouian ket pegement e vezemp paeet «euh» mes neuze a veze...

Lors : E «francs» koa

Albert : Ya e «francs»… petra e oa... ugent... tregont… tregont mil pas ugent mil marteze ugent mil kozh

Lors : Ugent mil kozh ya

Albert : Ya ugent mil kozh ya

Lors : Ugent «francs» nevez

Albert : Ya ya evit ar miz ya ha d'al lun betek ar sadorn… betek ar sul koa añfiñ d'ar sadorn e veze labouret d'ar c'houlz-se eta

Lors : Ha da sul

Albert : A pas… da sul e veze… nann e-pad ar sizhun betek ar sadorn noz koa

Lors : Ar sadorn noz

Albert : Ya ya

Lors : D'al lun mintin

Albert : Betek ar sadorn

Lors : Betek ar sadorn noz

Albert : O ya ne oa ket deiz repoz normalamant… nann nann ya ya

Lors : Ha petra… petra a veze graet da sul neuze

Albert : O da sul ez ae an den da redek dre-se… da lipatat tammoù koa… da redek war-lerc'h ar merc'hed tammoù a a a a a a  a ya ya

Lors : Ha betek… betek pegoulz ho peus labouret gant… gant… gant ar Pichon-mañ (Pistien)

Albert : Seizh vloaz am boa graet gante… a gredan... betek ugent vloaz… ur bloaz warn-ugent a gredan am boa graet ha da bevarzek vloaz betek ugent vloaz pe ur bloaz warn-ugent ya hmm hmm

Lors : Ur bloaz warn-ugent ha war-lerc'h ez oc'h bet oc’h ober ho koñje

Albert : War-lerc'h ya war-lerc'h ez on bet ‘pase ma fermioù hag on komañset mont da redek war an hentoù a-c’houde-se koa… e oa chañchamant… ya kar d'ar c'houlz-se e oa ur bloaz warn-ugent evit kaout ar permi

Lors : Ya

Albert : Ya… ya ya… permi an oto a oa dis... koulzikoc'h triwec'h vloaz moarvat mes evit… evit ar c'hamionoù an otokar ha tout an traoù e oa d'ur bloaz warn-ugent

Lors : Ha setu ho peus paseet ho permi oto ha permi otokarioù

Albert : War-lerc'h

Lors : Kamionoù war-lerc'h

Albert : War-lerc'h… ya war-lerc'h ya a ya

Lors : Ha perak ho poa graet an dra-se

Albert : Beñ evit cheñch un tamm me a oa kontant… ppfff klask redek dre-se añfiñ mont da bourmen un tamm… añfiñ pas pourmen mes… redek an hentoù koa un tamm

Lors : Foetañ an hentoù koa

Albert : Ya ya ya foetañ an hentoù un tamm a a a a a

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh