André Raoul - Le Saint
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Penvar'...pegoulz 'peus ...'peus komañset chaseal koa ...'peus ...'peus komañs't... 'peus bet soñj mont da chaseal « euh » petram' ho tad pé ho...ho...ho preur henañ 'rae...
André : « Euh » ur breur 'ma ya a chasee è med 'oa ket met'...'oa ket met' eun
Lors : Ha...
André : Diwar « euh » 'nomp
Lors : Ha gouie a rae lak' pechoù è
André : A nann
Lors : A nann...
André : A nann meu' che bet « euh » nann
Lors : Peu' che' bet nann
André : Nann nann 'm eu' chet ...m'eu' chet ur spered brakonier 'giz vé laret pé bigrier
Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer)
André : Ama' wè ket lar't bigrier ...n'é ket...n'é ket ane'et amañ
Lors : Nann nann amañ 'vé lar't brakonier
André : Ya ya brakonier
Lors : Ya ya sete pegours 'peus ...'peus...'peus komañset chaseal koa
André : « Euh « beñ blâ ...blâ war-lerc'h ma c'hoñje deustu
Lors : A deustu
André : Ya
Lors : Hag d'ar poent-sé 'vize ret paseal « permis « pé « euh »
André : « Euh » pas pas ya o nann nann er maré-sé 'oa ket kont doh an dra-se ...nann nann
Lors : Nintra 'met preno ur fusul
André : Ma 'pa arc'hant wi' paeo ho « permis « 'oa mat koa
Lors : A ya sete 'wize ket « examen » na...
André : Nann nann
Lors : Mann ebet koa …
André : Bromen 'vé graet un tamm « pratique « koa ga' 'r « fusil « ha tout « euh »
Lors : Ya
André : Ahe 'vec'h goulennataet un tamm koa
Lors : Med dija 'oa fuzulioù 'ba' 'r gêr …ga' ho preur pe g'a ho tad 'michañs
André : A nann me zad...me zad 'neu' che' bet chaseet james nañ
Lors : A nann
André : Nann nann m'eu' che bet 'met ar breur-sé
Lors : Hmm hmm hag c'hwi 'peus bet chas da... d'hont da chaseal...
André : Ya betek daou vil seitek
Lors : Peseurt chas 'oé
André : « Euh » beñ chas « Fauve...Fauve de Bretagne « peseurt mod...
Lors : « Fauve de Bretagne « ya
André : Ya...med...beñ 'oa kentoc'h wi' ...wi' er youc'h « chevreuil » koa pé...pé al louarn
Lors : Al louarn
André : Ya
Lors : A ya
André : Ha chas ac'h ae dija 'ba 'n hent heñ
Lors : A ya
André : Ya ya
Lors : Ha pe...ped 'peus bet
André : O dre tout ...o ma doue
Lors : Med c'hwi...c'hwi 'peus ket bet...
André : Ar nombr 'm eus ket bet 'spenn tri james nann...nann
Lors : Nann ...hag ar re-se 'oé ...oé...oé...
André : Ha da gomañs 'm eus bet re... chach...chach kouchant eué
Lors : Chas kouchant peseurt difers just 'wac'h 'zo 'tre chas kouchant hag ar re ell
André : A beñ ar chach kouchant a zo...zo 'wi ar...ar jiboej pluñv koa
Lors : Ya ar c'hefeleg hag « euh » …
André : Ya ...ar fezanted ha klujiri koa
Lors : Ya ya
André : Med hend-ell...hend-ell 'r re ell 'zo chach...chach red koa
Lors : Chach red ya...ya ha just 'wac'h... med c'hwi 'zo bet 'chaseal névé' zo ahe
André : Ya beñ dec'h
Lors : Dec'h 'oa ya
André : Ya
Lors : set' 'zo bet tapet ... pas tapet med bloñset ur... ur pemoc'h goueñ
André : Ya ya ya 'm eus ka'et dies pugur 'oa dleet din bout tenn't nañ ha 'm eu' che grait koa pugur 'uien' ket 'oa...'oa bet-haon beñ pistiget dija araok ...tennet dija araok
Lors : A bon
André : A ya ha war-lerc'h 'neum bet klask't naon war kilometrajoù memes heñ
Lors : Ya
André : A ya ya med ...nann nann derc'het ...derc'het 'na da vont 'trezek...
Lors : Da venn
André : Koad Konvao aze
Lors : Koad Konvao
André : Ya ya...ya
Lors : sete 'peus lesket nañ...
André : Ya
Lors : Med un all zo bet...'zo bet tapet memes tra...
André : Ya ...dec'h aba'dae ya ya or pezh hain to' ...tost da daou c'hant lur heñ
Lors : Daou c'hant lur
André : Ya
Lors : A ya
André : ya ...ya ya eun...eun all zo bet tennet 'vé med « bon »...an hain n'eus tennet nañ ...ar chas'our e oa e dewe...dewouz kentañ ...e zewouz kentañ daoñ
Lors : A ya
André : Ha 'oa bet 'ba ...'b'ar Faoued da vitin ha 'na tapet or ...or « chevreuil » ur youc'h
Lors : Ya
André : 'A oa kontant tre-añ doh e zewouzh kentañ
Lors : Beñ ya c'hat
André : Ya
Lors : A ya
André : Ha amañ tammig muioc'h 'nehe bet « euh » med 'n hain ...'n hain...'n hain...'n hain 'oa tal daoñ « euh » uiè 'oa ...'oa-heñ e... ga' e zewouzh kentañ ha 'na lesket naoñ da denno a beñ mac'hat n'eus gorteit un tammig re ha warlerc'h e e e ...'fiñ eñ 'na ur garabinenn koulskoude med « bon » 'na ket tenn't 'met un tenn nañ... 'ouian tchet
Lors : ya
André : Ya
Lors : Ha n'eus tapet nañ memestra koa
André : A pas pas heñs zo aet kuit
Lors : A pas eñ zo aet kuit ...a ya
André : Ya ya
Lors : Hmm hmm
André : 'Veint ket tapet tout è hañ
Lors : O beñ nann nann ...nann nann
André : O med me 'lar doc'h ...pa...pa veint ...ar reu-se ...ar reu-se 'c'h a founnus 'wac'h heñ
Lors : A ya
André : O ya
Lors : Ya ya ya ...ha daoust de-geñ a jom lapin...lapined 'ba 'r vro
André : N'eus chet ...bez 'zo un'nig bennek med nitra koa heñ
Lors : Nitra
André : Nann
Lors : Ha klujiri
André : Klujiri pezh...pezh 'vé lachet med
Lors : A ya
André : An dra-he n'é ket...
Lors : A nann
André : An dra-he n'é ket jiboes
Lors : Nann nann nann ha petra 'lar ar chaseourien 'trese ...'trede pe veint 'konta' deus ar bleiz a zo 'tont en dro
André : 'Wé ket kont't deus sé
Lors : 'Vé ket kontét deus sé
André : Nann pas amañ nann
Lors : A nann
André : Koulskoude moac'hat 'zigouéo è ...un dé bennak
Lors : Beñ lod 'lar 'maint ahe dija
André : Ya ya ...med tost tre amañ n'int ket bet gwel't 'hoa' nê koa med...
Lors : Pas c'hoazh nann med lod 'lara ha ...ma ta ar bleizi en dro 'raint...'c'h eint da zibi...
André : an deñved
Lors : 'Michañs med ... hag ivé ar jiboej...
André : Oppff
Lors : Nann 'joñj ke' doc'h
André : Nann ...nann ret 'vefe kaout bandennadoù
Lors : Ya
André : Ya...ya
Lors : Ya hmm ...ha chaseourien 'wac'h 'zo 'ba 'r vro c'hoazh da...da...denna'
André : O 'ba 'r ... 'ba 'r gumun amañ n'eus che' kement-sé heñ
Lors : Nann
André : Med « bon » dont a ra doh a lec'h all koa heñ
Lors : A ya
André : Kemer't 'vé tud...tud all ...ya
Lors : Sete an dud a baef...
André : A ya a ya
Lors : 'Vit un dewouzh
André : Pa' pas ...'gemer o c'hartenn koa
Lors : A ya
André : Ya ya
Lors : Hmm hmm hmm
André : Ya ya beñ 'wit re 'zo 'tont doh an diavaez 'vé kalez...kalez keroc'h 'fiñ 'n hanter keroc'h da me joñj
Lors : Ha pegement é' just 'wac'h
André : « Euh » mé 'm eus paeet... pegem' blâ-ma « euh » kant « euro «
Lors : Kant « euro « a ya
André : Beñ pa lakait ar « permis » dreist 'ra kant tri-ugent « euros « me 'gred « euh » ya
Lors : A ya
André : Ya ya
Lors : Set' an dra-he 'zo « bon » ...kentoc'h 'vit bit...'wi bout 'sames ha...
André : Ya ya ya ya
Lors : Ya
André : Beñ ya
Lors : Ya pugur 'benn ar fin pé 'vé graet ur parti...ur parti chase « euh bon » 'ba 'r fin é'... é' « sympa » koa eva' tasadoù konta' ar gaoz
André : Ya pas ré memestra
Lors : Pas re med ...nann med koujal un tamm ha...
André : Ya ya ya beñ ya
Lors : Hag peseurt mod 'vé...
André : N'é tchet 'wi...'wi pezh 'vé tapet
Lors : Nann
André : Nann nann nann
Lors : Med ...med pé 'wé ...pé 'wé tapet or pemoc'h teo mat 'vel .. 'vel 'n hain an dé all
André : Ya
Lors : « Euh » peseurt mod 'vé dispartiet just 'wac'h 'tre tout ar chaseourien
André : An dra-he 'zipant ped ...ped den a 'vé
Lors : Ped 'zo
André : Beñ ya
Lors : Beñ just 'wac'h beñ ...
André : Med a ...beñ goul' 'oa ga' ...ga' re 'na c'hoant dont
Lors : A « bon «
André : Ya ... »bon » mé 'ma bet dija pugur ar wech all 'namp tapet tri aze hag 'oaint ke' re ken bras ar re-ma' nê ...ar reu-se 'oa war-dro dek ha pe'r-uigent lur bennek koa med » bon » gwelloc'h é' re...re giz-se 'zo teneroc'h 'wi...'wi re ken bras a ...a hemañ eué koa
Lors : Ya ...ya ya ...sete ar wech-ma' 'peus...'peus ket bet tamm kig 'bet koa
André : A nann nann 'maon ket bet 'klask ...o 'maon ket chal't ga' zé
Lors : Nann nann ...nann nann nann nann
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Pevare… pegoulz ho peus… ho peus komañset chaseal… ho peus… ho peus komañset... ho peus bet soñj mont da chaseal « euh » peotramant ho tad pe ho… ho… ho preur henañ a rae...
André : « Euh » ur breur am boa ya… a chasee ivez met ne oa ket nemet… oa ket nemet unan...
Lors : Ha...
André : Diwar... « euh »… nomp
Lors : Ha goui' a rae lakaat pechoù ivez
André : A nann
Lors : A nann...
André : A nann 'm eus ket bet « euh » nann
Lors : N'ho peus ket bet nann
André : Nann nann 'm eus ket...'m eus ket ur spered brakonier e-giz e vez lâret pe bigrier
Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer - Kerne-uhel)
André : Amañ ne vez ket lâret bigrier… n'eo ket… n'eo ket anavezet amañ
Lors : Nann nann amañ a vez lâret brakonier
André : Ya ya brakonier
Lors : Ya ya setu pegourz ho peus… ho peus… ho peus komañset chaseal koa
André : « Euh » beñ bloaz… bloaz war-lerc'h ma c'hoñje diouzhtu
Lors : A diouzhtu
André : Ya
Lors : Ha d'ar poent-se e veze ret paseal « permis » pe « euh »...
André :« Euh» pas… pas… ya o nann nann er mare-se ne oa ket kont deus an dra-se… nann nann
Lors : Netra nemet prenañ ur fuzuilh
André : Ma 'poa arc'hant evit paeañ ho « permis » e oa mat koa
Lors : A ya setu ne veze ket « examen » na...
André : Nann nann
Lors : Mann ebet koa
André : Bremañ e vez graet un tamm « pratique » koa gant ar « fusil » ha tout « euh »
Lors : Ya
André : Aze e vezit goulennataet un tamm koa
Lors : Met dija e oa fuzuilhoù e-barzh ar gêr… gant ho preur pe gant ho tad emichañs
André : A nann ma zad… ma zad 'neus ket bet chaseet james anezhañ
Lors : A nann
André : Nann nann 'm eus ket bet nemet ar breur-se
Lors : Hmm hmm hag c'hwi ho peus bet chas da... da vont da chaseal...
André : Ya betek daou vil seitek
Lors : Peseurt chas e oa
André : « Euh » beñ chas « Fauve… Fauve de Bretagne » peseurt mod...
Lors : « Fauve de Bretagne » ya
André : Ya… met… beñ e oa kentoc'h evit… evit ar yourc'h « chevreuil » koa pe… pe al louarn
Lors : Al louarn
André : Ya
Lors : A ya
André : Ha chas ac'h ae dija e-barzh an hent heñ
Lors : A ya
André : A ya
Lors : Ha pe… pet ho peus bet
André : O dre tout… o ma Doue
Lors : Met c'hwi… c'hwi n'ho peus ket bet...
André : Ar nombr 'm eus ket bet ouzhpenn tri james nann… nann
Lors : Nann… hag ar re-se a oa... a oa... a oa...
André : Ha da gomañs 'm eus bet re... chas… chas kouchant ivez
Lors : Chas kouchant peseurt diferañs just a-walc'h a zo etre chas kouchant hag ar re all
André : A beñ ar chas kouchant a zo… a zo evit ar... ar jiboez pluñv koa
Lors : Ya ar c'hefeleg hag « euh »...
André : Ya… ar fezanted ha klujiri koa
Lors : Ya ya
André : Met a-hend-all… a-hend-all ar re all a zo chas… chas red koa
Lors : Chas red ya… ya ha just a-walc'h… c'hwi a zo bet o chaseal nevez zo aze
André : Ya beñ dec'h
Lors : Dec'h e oa ya
André : Ya
Lors : Setu zo bet tapet… pas tapet met bloñset ur… ur pemoc'h gouez
André : Ya ya ya me 'm eus kavet diaes peogwir e oa dleet din bout tennet anezhañ ha 'm eus ket graet koa peogwir ne ouien ket e oa... e oa bet-eñ beñ pistiget dija a-raok… tennet dija a-raok
Lors : A « bon »
André : A ya ha war-lerc'h hon eus bet klasket anezhañ war kilometradoù memes heñ
Lors : Ya
André : A ya ya met… nann nann dalc'het… dalc'het en doa da vont etrezek...
Lors : Da venn...
André : Koad Konvao aze
Lors : Koad Konvao
André : Ya ya… ya
Lors : Setu ho peus laosket anezhañ...
André : Ya
Lors : Met un all zo bet… zo bet tapet memes tra...
André : Ya… dec'h abardaez ya ya ur pezh hini to(st)… tost da daou c'hant lur heñ
Lors : Daou c'hant lur
André : Ya
Lors : A ya
André : Ya… ya ya un... un all a zo bet tennet ivez met « bon » an hini en deus tennet anezhañ oa... ar chaseour e oa e deve(zh)… devezh kentañ... e zevezh kentañ dezhañ
Lors : A ya
André : Hag e oa bet e-barzh... e-barzh Ar Faoued da vintin hag en doa tapet ur… ur « chevreuil » ur yourc'h
Lors : Ya
André : A oa kontant-tre-eñ deus e zevezh kentañ
Lors : Beñ ya 'vat
André : Ya
Lors : A ya
André : Hag amañ tammig muioc'h en dehe bet « euh » met an hini... an hini... an hini a oa 'tal dezhañ « euh » a ouie e oa… e oa-eñ e… gant e zevezh kentañ hag en doa laosket anezhañ da dennañ a beñ moarvat en deus gortozet un tammig re ha war-lerc'h e e e… anfiñ eñ en doa ur garabinenn koulskoude met « bon » n'en doa ket tennet nemet un tenn anezhañ… ne ouian ket
Lors : A ya
André : Ya
Lors : Hag en deus tapet anezhañ memes tra koa
André : A pas pas hennezh zo aet kuit
Lors : A pas eñ zo aet kuit… a ya
André : Ya ya
Lors : Hmm hmm
André : Ne vênt ket tapet tout ivez hañ
Lors : O beñ nann nann… nann nann
André : O met me a lâr deoc'h… pa… pa vênt… ar re-se… ar re-se a ya founnus a-walc'h heñ
Lors : A ya
André : O ya
Lors : Ya ya ya... ha daoust hag-eñ e chom lapin… lapined e-barzh ar vro
André : N'eus ket... bez zo unanig bennak met netra koa heñ
Lors : Netra
André : Nann
Lors : Ha klujiri
André : Klujiri pezh... pezh a vez lachet met...
Lors : A ya
André : An dra-se n'eo ket...
Lors : A nann
André : An dra-se n'eo ket jiboez
Lors : Nann nann nann ha petra a lâr ar chaseourien etreze… etreze pa vênt o kontañ deus ar bleiz a zo o tont en-dro
André : Ne vez ket kontet deus se
Lors : Ne vez ket kontet deus se
André : Nann pas amañ nann
Lors : A nann
André : Koulskoude moarvat e tegouezho ivez… un deiz bennak
Lors : Beñ lod a lâr emaint aze dija
André : Ya ya... met tost-tre amañ n'int ket bet gwelet c'hoazh anezho koa met...
Lors : Pas c'hoazh nann met lod a lâr ha… ma teu ar bleizi en-dro e raint… c'h eont da zebriñ...
André : An deñved
Lors : Emichañs met... hag ivez ar jiboez...
André : Oopppfff
Lors : Nann ne soñj ket deoc'h
André : Nann… nann ret e vefe kaout bandennadoù
Lors : Ya
André : Ya ya
Lors : Ya hhmmm... ha chaseourien a-walc'h a zo e-barzh ar vro c'hoazh da… da… dennañ
André : O e-barzh ar... e-barzh ar gumun amañ n'eus ket kement-se heñ
Lors : Nann
André : met « bon » dont a ra deus a lec'h all koa heñ
Lors : A ya
André : Kemeret e vez tud... tud all… ya
Lors : Setu an dud a bae...
André : A ya a ya
Lors : Evit un devezh
André : Pas pas… a gemer o c'hartenn koa
Lors : A ya
André : Ya ya
Lors : Hmm hmm hmm
André : Ya ya beñ evit ar re a zo o tont deus an diavaez e vez kalz keroc'h añfin an hanter keroc'h da ma soñj
Lors : Ha pegement eo just a-walc'h
André : « Euh » me 'm eus paeet... pegement ar bloaz-mañ « euh » kant euro
Lors : Kant euro a ya
André : Beñ pa lakit ar « permis » dreist se ra kant tri-ugent euro me 'gred « euh » ya
Lors : Setu an dra-se a zo « bon »… kentoc'h evit bezañ... evit bout asambles ha...
André : Ya ya ya ya
Lors : Ya
André : Beñ ya
Lors : Ya peogwir a-benn ar fin pa vez graet ur parti... ur parti chase« euh bon » e-barzh ar fin eo eo « sympa » koa evañ tasadoù kontañ ar gaoz
André : Ya pas re memestra
Lors : Pas re met... nann met kaozeal un tamm ha...
André : Ya ya ya beñ ya
Lors : Hag peseurt mod e vez...
André : N'eo ket evit... evit pezh a vez tapet
Lors :Nann
André : Nann nann nann
Lors : Met… met pa vez… pa vez tapet ur pemoc'h tev-mat evel… evel an hini an deiz all...
André : Ya
Lors : « Euh » peseurt mod e vez dispartiet just a-walc'h etre tout ar chaseourien
André : An dra-se a zepant pet… pet den a vez
Lors : Pet a zo
André : Beñ ya
Lors : Beñ just a-walc'h beñ...
André : Met a… beñ goulennet e oa gant… gant re o doa c'hoant dont
Lors : A « bon »
André : Ya... « bon » me 'moa bet dija peogwir ar wech all hon oa tapet tri aze ha ne oant ket re ken bras ar re-mañ anezho… ar re-se a oa war-dro dek ha pevar-ugent lur bennak koa met «bon » gwelloc'h eo re… re e-giz-se a zo teneroc'h evit… evit re ken bras a... a hemañ ivez koa
Lors : Ya… ya ya… setu ar wech-mañ n'ho peus… n'ho peus ket bet tamm kig ebet koa
André : A nann nann n'emaon ket bet o klask... o n'emaon ket chalet gant se
Lors : Nann… nann nann nann nann
Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne / Video sikouret gant Rannvro Breizh.