Armand Le Goff - Carhaix
Armand Le Goff, deus Karaez, a zispleg deomp penaos 'vez graet fourmaj-kig diwar ar jiboes chaseet gantañ.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Armand : Bon med ba …bon nan ket da da … goul' a rez ziganin peseurt mod vé graet fourmaj
Lors : Med dijà, c'hwi ' zo chaseour
Armand : Ya … bon dao é doc'h kaoud …
Lors : C'hwi 'peus un « diplôme » chaseour
Armand : Ya ...dao vé kaoud … daou vé kaoud kig … kig goeñv koa 'ba 'r
Lors : Kig goeñv
Armand : ya … med ma 'peus c'hoant … ma 'peus c'hoant d'o'r 'ga ul lapous … ga ' ul lapin doñv é memes mod hin
Lors : Ya med n'eus ket ar memes blaz
Armand : Nann nann med eu … o ma peus kamaraded chaseourien 'ga'i
Lors : Med faot a ra kaoud ur c'honifl goeñv koa
Armand : Ya … ma gwelloc'h é
Lors : Ya
Armand : Gwelloc'h é … ha me 'ra … bon ha neun … c'han da lar't doc'h peseurt mod vé gaet … vé tap't kig lapin
Lors : Peseurt mod … dao diskroc'henn' néon 'raog
Armand : Diskroc'henn' nan … tenn' ar c'hig diwar an eskern ...partoud
Lors : Kriz a-mod-se
Armand : Ya kriz a ya ya ya ya ha kriz … tenn' ar c'hig toud … eu 'benn 'po bet c'hwec'h kant gramm war ul lapin goeñv … c'hwec'h kant … seizh kant gramm 'ba ul lapin bras dijà …c'hwec'h … c'hwec'h kant gramm war … war ul lapin … ul lapin krenn koa
Lors : Ya
Armand : Ya … bon war-lerc'h 'laki … 'vid ul lapin ' laki 'laki … peta din-me kig kig moc'h deus ar c'houg « la gorge » vé gaet deus
Lors : A ya deus ar c'houg ya
Armand : Ya deus ar c'houg … ha heñzh vé dru ha heñzh … eñ 'n'om melañj mad ga' ga' ga' ga' 'r c'hig treut koa
Lors : A ya
Armand : Ya … gwelloc'h 'vi 'vi 'vi …
Lors : Set' vé mesket toud
Armand : Ya mesket toud
Lors : Hag flastret a-mod-se
Armand : 'ga ma daouarn 'meskan nê … hend ell 'ba 'ba 'ba 'ba ' r « charcuterie » vé ur vé ur « batteur-mélangeur »
Lors : Ya ur mekanik
Armand : Ur mekanik ya ya … ur mekanik ya … med ahe vé … vé laket charlotez ganton 'vi 'vi daou lur 'vi daou lur « paté »
Lors : Fourmaj
Armand : 'Vi daou lur fourmaj ya ka' a-mod-se an hain' vé lar't
Lors : Pugur c'hwi 'peus lar't din
Armand : Ya just 'wac'h la vé lar't fourmaj … ankouéo 'ran ka' n'on ket boaz da gaozeal brezhoneg koa
Lors : Pas kalz nann pas ken … med ho mamm 'lare fourmaj dijà
Armand : Ya dijà mamm … 'ba du-me 'vize ket lar't 'met fourmaj
Lors : Bon
Armand : 'vize ket kaoze'et deus « paté » … an dra-he … fourmaj
Lors : Fourmaj
Armand : Ha pé vize gaet ar fourmaj … peta din-me 'vi 'vi 'vi daou lur koa … lakez …
Lors : Charlotez
Armand : Chalotez … daou pe dri … kign un pe daou « gousses » koa
Lors : Ya ya
Armand : Un bihan … « persil » eu « thym », tin
Lors : Ya ya
Armand : Ha neun lor'
Lors : Lore
Armand : Lor' ya ur feuillenn war … da … da … da … war c'horre
Lors : Un delienn
Armand : War … un delienn war war … just 'wac'h ya war
Lors : War gorre
Armand : Ya … ha pé pe' mesket nañ toud …peta din-me c'hoazh ur baoc'h ur baoc'h Armagnac vé lak't 'barzh è
Lors : A bon
Armand : Ya … me 'lak' Armagnac pe Cognac barzh
Lors : Pé vé graet fourmaj konifl
Armand : Ya
Lors : Konifl doñv pe konifl goeñv
Armand : Nann konifl goeñv med memes ga' c'honifl doñv 'chall doc'h lak't ur baoc'h ur baoc'h Armagnac 'barzh ha neuhe ga' 'r gedon è … ga' 'r « chevreuil » è
Lors : Toud … papred
Armand : Ar « chevreuil » ar viketenn vé lar't
Lors : Hag ur verennad bihan pe
Armand : Ya un hanter verennad a-mod-se 'vi … o pas … sell a-mod-se vé lak't 'vi 'vi 'vi 'vi 'vi ur
Lors : 'Vi daou lur
Armand : Ya … o memes pas tre koa … med fin … ma rez p... …. ma rez eu... pe.. pegem' dek liur ' laki apeupre an dra-he koa
Lors : Ya … tost ur verennad
Armand : « ouais » o pas …
Lors : Pas tre
Armand : Pas tre nann 'faot ket laka' re è koa
Lors : set' ma lakez re ar blaz c'ha kuit
Armand : « ouais » ya ya ya … ha neun pebr 'faot ket ankoue'et … ar pebr vé lak't
Lors : Pebr holen
Armand : 'vé lak't naonteg gramm horn 'ba daou lur ha c'hwec'h gramm pebr
Lors : A memestra
Armand : Ya … ya ya
Lors : Hag an davañcher lard neuhe
Armand : Hag an davañcher lard war-lerc'h pe ar feuleuzenn 'vel … ...deus ar mod-se 'vid
Lors : Ya med 'ba kerahes 'vé lar't an davañcher lard
Armand : A an davañcher lard ya
Lors : Feuleuzenn é kentoc'h Kallag pe
Armand : Pas … ouian ket 'belec'h vize lar't … matren dre amañ è … med m'eus chet … 'maon ket 'vi lar't doc'h 'ba p'lec'h vé lar't ar feuleuzenn
Lors : Ha gou'-ze neuhe 'benn vé laket 'ba 'r … 'ba 'r pod ahe
Armand : « Ouais »
Lors : Da boac'ha
Armand : Ahe vé lak't un delienn « laurier » war c'horre
Lors : Ya
Armand : Ha war-lerc'h vé lak't 'ba 'r vForn … ha war … war … 'ba 'r vForn ' lakez dour da
Lors : 'Ba 'n 'dan
Armand : 'Ba 'n 'dan … war « plaque » 'ba 'r vForn koa
Lors : Ya
Armand : ' Lakez dour 'vi dec'hen … 'vid ampech nañ da zisec'hiñ koa … ha pe vé ket … pe bartief an dour da …
Lors : Da virviñ
Armand : Pe vé re domm ...lak ...lak ur … lak ur baoc'h ell barzh
Lors : A ya
Armand : Ya ya
Lors : Keit e...
Armand : Keit 'mañ ...'keit emañ ar vFourmaj 'ba 'r vForn 'pad div eur 'leskez nañ da …
Lors : A vank dour 'ba 'n 'dan
Armand : Ya « voilà »
Lors : Set' é red doc'h surveilh' mat koa … taol evezh deus an dra-he
Armand : Ya ya … an dra-he doc'h …
Lors : Taol evezh deuc'h an dra-he koa
Armand : Ya ya surveilh' an dour o med … an dra-he c'ha vFounnus hin ya ya
Lors : Hag lesk' nê 'ba 'r vForn 'pad div eur
Armand : Ya
Lors : Ha tomm mad petram'...
Armand : Eu an dra-he vé gaet
Lors : Ped « degrés » apeupre
Armand : Eu pegem' dijà
Lors : Nann nann nann chom aze'et
Armand : A nann nann nann … « 180 dégrés » kant … kant … kant per-ugent degre
Lors : Ya
Armand : « Thermostat 5 , 6 … 5 »
Lors : Ya
Armand : Ya … tomm mad … tomm tomm
Lors : Tomm mad
Armand : Ya ya tomm mad
Lors : ' Pad diou eurvezh koa
Armand : Ya ya
Lors : Ha warlerc'h vé tennet 'maez petram' vé lesket 'barzh
Armand : Nann nann tenn nañ 'maez dustu
Lors : Dustu
Armand : Dustu ha lak' da yen' war ur grilh pe un dra benneg 'giz-se … o deus … ma … ma … ma rez nañ deus ar mintin ma 'ta 'maez da greisteiz e bin deus 'n abadae me … me … me … me ….me ' davea nañ dijà pe vé klouar c'hoazh
Lors : A aaa
Armand : Aio a neun … ar b... an otrou Doue 'ba 'ba 'ba e bragoù ban-voulouz
Lors : A a a a a ya neun é mad
Armand : A ya neun vé mad ya
Lors : Ha set ' ar wech all pa lar't din la konifed … ar c'honifed … set' ma vez ur c'honifl ur c'honifl doñv
Armand : Ya
Lors : Petram' ur c'honifl goeñv
Armand : Ya
Lors : Hag ur c'had
Armand : Ya
Lors : Ar blaz n'é ket tre ar memes hain
Armand : Pas tre pas tre med han'al é memestra
Lors : A ya hanval é
Armand : A ya med ar … peta din-me … ar c'had 'zo gwelloc'h …. kred' 'ran la é gwelloc'h koa
Lors : Kreñvoc'h é
Armand : Kreñvoc'h ya ya heñzh... heñzh … eñ ' blij din ar gwella' … med c'han … me c'ha da reiñ ur … peta din-me … ur pod doc'h da davee nañ
Lors : A mersi
Armand : Pe m'eus gaet … ur pod bihan c'han da reiñ doc'h
Lors : Ma zo moaien ya mersi doc'h
Armand : Ha un deus da gamarad è
Lors : A ya mersi bras doc'h
Armand : Ya ya ya ya
Lors : Med … ma gontomp deus gedon … chom a ra gedon c'hoazh da chaseal
Armand : Ya ya 'pad ur mare ' welen ket hain ebet ken hin med ar gedon 'ta war o giz
Lors : Petra 'zo kaoz
Armand : A me ouian ket … 'pad … 'pad matren ugent vlâ pe izhpenn 'mamp ket tennet warne … mamp ket droad da denn' warne … ha nign 'na c'hoant da wel't nê 'tont war o giz da... n'on ket bet brakonier gwech 'bet hin … 'c'houlan ket gwel' … pe vé ket kalz loened ken ' faota protej' nê koa … pas … pas … pas lac'ha' nê 'beg an hain diveo koa ... bon anfin … lod deus an dud ne resonont ket a-mod-se med … ha neun … bremañ na goude vé vé tretet an traou 'ba … 'ba 'r parkeier dre ahe 'vel 'vel neus ket bet graet gwech ebet ar gedon 'ta war o giz … al lapined a c'hreve ga' … ga' … ga' … ga' r … ar peta din-me ar « mixomatose » ha neun ar « VHD » vé graet deus an dra-he … med... med chom ' ra lapined c'hoazh hin ar pezh ' zo piled é ar girzi partoud ha neuint ket … neuint ket ar « biotope »
Lors : Neuint ket plas 'bet d'hond da …
Armand : « Voilà » ar « biotope » vé lar't e galleg deus an dra-he
Lors : ' Zo disac'het koa
Armand : ' Zo distrujet partoud hag al lapin … ar c'honifl goeñv ' vank dañ kaoud un « terrier » … ma n'eus ket un « terrier »
Lors : Ma n'eus ket terour 'bet
Armand : Ya … ha pe vé ur c'harz ahe .. ahe c'ha d'o'r e « terrier » ur bern … ur bern souchoù pe un dra benneg 'giz-se … ar re-se c'ha … ' ra toulloù 'ba 'r re-se ha c'ha da guhe 'ba'z enne
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Armand : Bon mes e-barzh … bon n'an ket da da … goulenn a rez diganin peseurt mod e vez graet fourmaj
Lors : Mes dija c'hwi zo chaseour
Armand : Ya bon dav eo deoc'h kaout
Lors : C'hwi ho peus un « diplôme » chaseour
Armand : Ya … dav e vez kaout … dav e vez kaout kig … kig gouez koa e-barzh ar
Lors : Kig gouez
Armand : Ya mes m'ho peus c'hoant … m'ho peus c'hoant d'ober gant ul lapous … gant ul lapin doñv eo memes mod hin
Lors : Ya mes n'en deus ket ar memes blaz
Armand : Nann nann mes e … o m'ho peus kamaraded chaseourien a gavi
Lors : Mes faot a ra kaout ur c'honifl gouez koa
Armand : Ya … ma gwelloch eo
Lors : Ya
Armand : Gwelloc'h eo … ha me a ra … bon ha neuze ...ez an da laret deoc'h peseurt mod e vez graet … e vez tapet kig lapin
Lors : Peseurt mod … dav diskroc'heniñ anezhañ a-raok
Armand : Diskroc'heniñ anezhañ … tennañ ar c'hig diwar an eskern partout
Lors : Kriz a-mod-se
Armand : Ya kriz … a ya ya ya ya ha kriz ... tennañ ar c'hig tout … e a-benn ho po bet c'hwec'h kant gramm war ul lapin gouez … c'hwec'h kant … seizh kant gramm e-barzh ul lapin bras dija … c'hwec'h … c'hwec'h kant gramm war … war ul lapin … ul lapin krenn koa
Lors : Ya
Armand : Ya … war-lerc'h a laki … evid ul lapin a laki … a laki … petra din-me kig … kig moc'h diouzh ar c'houg (gouzoug) « la gorge » e vez graet diouzh …
Lors : A ya diouzh ar c'houg ya
Armand : Ya diouzh ar c'houg … ha hennezh a vez druz ha hennezh … eñ en em velañj mat gant … gant …gant ... gant ar c'hig treut koa
Lors : A ya
Armand : Ya gwelloc'h evid … evid … evid
Lors : Setu e vez mesket tout
Armand : Ya mesket tout
Lors : Hag flastret ar mod-se
Armand : Gant ma daouarn e veskan anezho … a-hend-all … e-barzh … e-barzh... e-barzh … e-barzh ar « charcuterie » e vez ur … e vez ur « batteur-mélangeur »
Lors : Ya ur mekanik
Armand : Ur mekanik ya ya … ur mekanik ya ...mes aze e vez ... e vez lakaet chalotez gantañ evid … evid daou lur … evid daou lur « pâté »
Lors : Fourmaj
Armand : Evid daou lur fourmaj ya kar ar mod-se an hini a vez laret
Lors : Peogwir c'hwi ho peus laret din
Armand : Ya just a-walc'h la e vez laret fourmaj … ankouaat a ran kar n'on ket boaz da gaozeal brezhoneg koa
Lors : Pas kalz nann pas ken … mes ho mamm a lare fourmaj dija
Armand : Ya dija mamm … e-barzh du-mañ e veze laret nemet fourmaj
Lors : Fourmaj
Armand : Ha pa veze graet ar fourmaj ...petra din-me … evit … evit … evit daou lur koa … e lakez
Lors : chalotez
Armand : chalotez … daou pe dri ...kignen unan pe daou « gousses « koa Lors Ya ya
Armand : Unan bihan … « persil » pe « thym », tin
Lors : Ya ya
Armand : Ha neuze lore
Lors : Lore
Armand : Lore ya ur feuillenn war … da … da … da … war-c'horre
Lors : Un delienn
Armand : War … un delienn war … war … just a-walc'h ya war …
Lors : War gorre
Armand : Ya … ha pa ho pez mesket anezhañ tout … petra din-me c'hoazh ...ur bannac'h … ur bannac'h « Armagnac » e vez lakaet e-barzh ivez
Lors : A bon
Armand : Ya … me a lak « Armagnac » pe « cognac » e-barzh
Lors : Pa vez graet fourmaj konifl
Armand : Ya
Lors : Konifl doñv pe konifl gouez
Armand : Nann konifl gouez mes memes gant ar c'honifl doñv e c'hall doc'h lakaat ur bannac'h ur bannac'h « Armagnac » e-barzh ha neuze gant ar gedon ivez … gant ar « chevreuil » ivez
Lors : Tout … bepred
Armand : Ar « chevreuil » - ar viketenn a vez laret
Lors : Hag ur werennad bihan pe …
Armand : Ya un hanter werennad ar mod-se evit ...o pas … sell ar mod-se e vez lakaet evit... evit... evit … evit … evit ur
Lors : Evit daou lur
Armand : O memes pas tre koa ...mes anfin … ma rez p... ma rez e … pe ...pegement … dek lur a laki apeupre an dra-se koa
Lors : Ya … tost ur werennad
Armand : « Ouais » o pas
Lors : Pas tre
Armand : Pas tre nann … ne faot ket lakaat re ivez koa
Lors : Setu ma lakez re ar blaz ah a kuit
Armand : « Ouais » ya ya ya … ha neuze pebr ne faot ket ankouaat … ar pebr a vez lakaet
Lors : Pebr ... holen
Armand : A vez lakaet naontek gramm holen e-barzh daou lur ha c'hwec'h gramm pebr
Lors : A memes tra
Armand : Ya … ya ya
Lors : Hag an davañcher lart neuze
Armand : Hag an davañcher lart war-lerc'h pe ar feuleuzenn evel ...diouzh ar mod-se evit...
Lors : Ya mes e-barzh Keraes e vez laret an davañcher lart
Armand : A an davañcher lart ya
Lors : Feuleuzenn eo kentoc'h Kallag pe
Armand : Pas … ne ouian ket da belec'h e veze laret … marteze dre amañ ivez ...mes ne'm eus ket … n'emaon ket evit laret deoc'h e-barzh pelec'h e vez laret ar feuleuzenn
Lors : Ha goude-ze neuze a-benn e vez lakaet e-barzh ar … e-barzh ar pod aze
Armand : « Ouais »
Lors : Da boazhat
Armand : Aze e vez lakaet un delienn « laurier » war-c'horre
Lors : Ya
Armand : Ha war-lerc'h e vez lakaet e-barzh ar forn ...ha war … war … e-barzh ar forn e lakez dour da …
Lors : E-barzh en dan
Armand : E-barzh en dan … war « plaque » e-barzh ar forn koa
Lors : Ya
Armand : E lakez dour evit dalc'hiñ … evit ampechañ anezhañ da zisec'hañ koa … ha pa ne vez ket … pa bartiv an dour da …
Lors : Da virviñ
Armand : Pa vez re domm … lak … lak … lak ur bannac'h all e-barzh
Lors : A ya
Armand : A ya
Lors : E-keit … e
Armand : E-keit emañ … e-keit emañ ar fourmaj e-barzh ar forn e-pad div eur e leskez anezhañ da …
Lors : A vank dour e-barzh en dan
Armand : Ya « voilà »
Lors : Setu eo ret deoc'h surveilhañ mat koa … taol evezh diouzh an dra-se
Armand : Ya ya … an dra-se diouzh
Lors : Taolañ evezh diouzh an dra-se koa
Armand : Ya ya surveilhañ an dour … o mes … an dra-se ah a founnus « hein » ya ya
Lors : Ha leskañ anezho e-barzh ar forn e-pad div eur koa
Armand : Ya
Lors : Ha tomm mat peotramant
Armand : « Euh » an dra-se a vez graet
Lors : Ped « degrés » apeupre
Armand : « Euh » pegement dija
Lors : Nann nann nann chom azezet
Armand : A nann nann nann … « 180 degrés » kant … kant … kant pevar-ugent degre
Lors : Ya
Armand : « thermostat ( 5 , 6 …. 5 ) »
Lors : Ya
Armand : Ya tomm mat … tomm tomm
Lors : Tomm mat
Armand : Ya ya tomm mat
Lors : E-pad div eurvezh koa
Armand : Ya ya
Lors : Ha war-lerc'h e vez tennet er-maez peotramant e vez lesket e-barzh
Armand : Nann nann tennañ anezhañ er-maez diouzhtu
Lors : Diouzhtu
Armand : Diouzhtu ha lakaat da yenañ ur grilh pe un dra bennak e-giz-se … o diouzh … ma … ma... ma rez anezhañ diouzh ar mintin ma teu maez da greisteiz « eh bien » diouzh an abardaez … me ...me … me… me ...me a dañva anezhañ dija pa ve klouar c'hoazh
Lors : A a a a
Armand : Aio a neuze ar b … an aotroù Doue e-barzh … e-barzh … e-barzh e bragoù bann-voulouz
Lors : A a a a a ya neuze eo mat
Armand : A ya neuze a vez mat ya
Lors : Ha setu ar wech all ho poa laret din la konifled … ar c'honifled … setu ma vez ur c'honifl … ur c'honifl doñv
Armand : Ya
Lors : Peotramant ur c'honifl gouez
Armand : Ya
Lors : Hag ur c'had
Armand : Ya
Lors : Ar blaz n'eo ket tre ar memes hini
Armand : Pas tre … pas tre mes hañval eo memes tra
Lors : A ya hañval eo
Armand : A ya … mes ar … petra din-me ...ar c'had zo gwelloc'h … krediñ a ran la eo gwelloc'h koa
Lors : Kreñvoc'h eo
Armand : Kreñvoc'h ya ya … hennezh ...hennezh ... eñ a blij din ar gwellañ … mes ez an … me a ya da reiñ ur ... petra din-me … ur pod da dañva anezhañ
Lors : A mersi
Armand : Pa m'eus graet … ur pod bihan ez an da reiñ deoc'h
Lors : Ma zo moaien, ya mersi deoc'h
Armand : Hag unan diouzh da gamarad ivez
Lors : A ya mersi bras deoc'h
Armand : Ya ya ya ya
Lors : Mes … ma gontomp diouzh gedon … chom a ra gedon c'hoazh da chaseal
Armand : Ya ya e-pad ur mare ne welen ket hini ebet ken « hein » mes ar gedon ta war o giz
Lors : Petra a zo kaoz ?
Armand : A me ne ouian ket … e-pad marteze ugent vloaz pe ouzhpenn n'hon eus ket tennet warno … n'hon doa ket droad da dennañ warno … ha ni hoa boa c'hoant da welet anezho o tond war o giz da … n'on ket bet brakonier gwech ebet « hein » … ne c'houlan ket gwelet … pa ne vez ket kalz loened ken e faot protej anezo koa … pas … pas … pas lazhañ anezo betek an hini diwezhañ koa bon anfin lod diouzh an dud ne rezonont ket ar mod-se mes...ha neuze… bremañ na goude e vez … e vez tretet an traoù e-barzh … e-barzh ar parkeier der aze evel n'en deus ket bet graet gwech ebet ar gedon ta war o giz … al lapined a c'hreve gant … gant … gant … gant ar ... petra-din-me … ar « mixomatose » ha neuze ar « VHD » a vez graet diouzh an dra-se … mes … mes chom a ra lapined c'hoazh « hein » ar pezh a zo pilet eo ar girzhi partout ha n'o deus ket … n'o deus ket ar « biotope »
Lors : N'o deus ket plas ebet da vont da …
Armand : « Voilà », ar « biotope » a vez laret e galleg diouzh an dra-se
Lors : A zo disac'het koa
Armand : A zo distrujet partout hag al lapin ...ar c'honifl gouez a vank dezhañ kaout un « terrier » … ma n'en deus ket un « terrier »
Lors : Ma n'en deus ket terouer ebet
Armand : Ya … ha pa vez ur c'harzh aze … aze ez a d'ober e « terrier » ur bern … ur bern souchoù pe un dra bennak e-giz-se … ar re-se ez a … a ra toulloù e-barzh ar re-se hag ez a da guzhat e-barzh enno