Catherine Quiniou “Tine” - Plounevez-du-Faou
Catherine Quiniou a gont deomp diwar-benn he bugaleaj, penaos e kave dudi gant he c'hamaraded e-pad a goañv, ha penaos he doa ranket kuitaat he familh evit mont da vevañ da di he eontr, nebeud a-raok ma varvfe he mamm.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha setu … ho tud 'neus bet deskadurezh 'benn ar fin …
Tine : Ya ya deskadurezh deskadur'zh desket neuint med 'ba 'r skool oaint bet un tamm koa « hein « med gou'-ze gan' amzer vé desket un dra bennak' ganoc'h ato ya
Lors : Ya
Tine : Bin ya zur 'c'ha
Lors : Ha bez' 'vize leveier 'ba 'n ti
Tine : O 'viz' ket
Lors : Nann
Tine : O nann nann 'oa ket o nann nann … nann nann le'rioù nann 'viz' ket nann 'oa ket ar mod deuc'h an dra-he
Lors : Nann
Tine : 'Oa ket amzer de lenn hag an dra-he pugur d'ar re goz 'ga'e dê gwechall la 'oa ga' 'n dra-he an dra-he 'dalve'e ket nintra koa ...lenn'
Lors : A nann
Tine : 'Oa ket amzer da lenn' o nann
Lors : Memes lenn' an aviel petram' ...petram' Buhé ar zent
Tine : A Buhé ar zent, ya, an dra-he 'viz' partoud ya
Lors : Set' an dra-he 'viz 'ba du-se
Tine : 'Ba du-me 'oa ket med 'ba ti me dud-kaer gou'-ze 'oa
Lors : 'Ba ti ho tud-kaer
Tine : Ya 'oa ... 'oa eun ya humm
Lors : Buhé ar zent
Tine : Buhé ar zent ya
Lors : An dra-he 'viz' lenn't
Tine : Ya bin ma gwaz 'm eus bet kle'et neon lar't la e dad o dad 'lenne Buhé ar zent dê beonez (bemnoz), beonez vi'e lennet Buhé ar zent dê
Lors : Bemnoz
Tine : Ya vi'e tenn't un tamm koa deus … deu' ar le'r ya
Lors : A un tamm deus Buhé ar zent bemnoz
Tine : Ya ya
Lors : Med an dra-he viz' graet 'pad ar goañv ken pe …
Tine : O 'michañs ya pe vi'e hir an noz koa ya … ya … med 'ba … nim neump ket bet … 'ba du-me viz' ket
Lors : Nann
Tine : Nann nann
Lors : Ya pugur gwechall 'oa ket elektrisite ha set' pe vi'e hir an noz
Tine : A bin yao ar lamp' pichon ' viz' laket war 'r pod du … kich'n 'n tan
Lors : A ar pod du
Tine : Ya ya hag vi'e lak't dour barzh c'hoa'h
Lors : A ya
Tine : Ya ya 'r pod du 'dreñv an tan ya
Lors : Ya ya 'benn kaou' dour tomm koa
Tine : ' vi'e an dour tomm ato ya ya ya
Lors : A ya se 'oa aes
Tine : Ya ya
Lors : Hag al lamp' pichon 'oa
Tine : Al lamp' pichon ya
Lors : Petram' ul letern
Tine : Ul letern 'viz' euv ya hag ur gou'-ze ma dou' vi'e gouloù mod-all 'viz' euv ga' ga' gwer warneon 'oa …
Lors : Peseurt ...a ya 'l lamp' petrol 'oa
Tine : Ya lamp' petrol ya … mod-all al letern 'viz' ya 'vi' mond d'ar c'hreier ha mont partoud 'vi'e dao kaou' gouloù 'wac'h
Lors : A ya
Tine : Set' vi'e alumet al letern ya
Lors : A ya
Tine : Ya ya ya
Lors : Ha choñj 'peus deus ar goañv peseurt mod 'oa yen ha … 'wechoù 'oa skorn
Tine : Bin skorn med d'ar mare-te viz' skorn brema' ne vé ket kin brem' n'eus ket goañv kin na n'eus ket na hañv n'eus ket euv n'eus kaer eu
Lors : Nann
Tine : Nann nann … ya ya choñj am 'eus viz' viz' goañv sertanam' ya ya
Lors : A ya d'ar poent-se 'oa 'oa yen hardi
Tine : A ya ya ya
Lors : 'Pad ar goañv … ha set' vize dao … viz' ret doc'h mont d'ar skool memestra
Tine : A dao vi'e mont d'ar skool memestra 'c'ha forzh peseurt amzer 'viz'
Lors : Memes ma vize erc'h
Tine : Bin ya ya ya yaec'h d'ar skool memestra ya
Lors : Ha ga' 'r bouteier koad
Tine : Boutoù koad
Lors : 'oa ket aes … 'michañs
Tine : Pffff nign 'oa boaz't a' mod-se 'namp ket gwel't 'met 'n dra-he set' a-mod-se ouiemp ket 'g-eñ 'oa un dra 'mnnag aesoc'h koa gou'-ze gou'-ze neuhe 'neump gouiet med d'ar mar-se 'oa e'h'mm ur boutoù koad dec'h …
Lors : Ya ya toud 'n dud 'oa mem' mod
Tine : 'Mem' mod … toud 'n dud 'oa memes mod ya
Lors : Ha choñj 'peus bez bez risklet ur wech war 'n hent
Tine : O yao 'michañs 'neump bet graet m'eus ket keme'-se choñj med zur 'neump bet zur 'neump bet graet 'c'ha'
Lors : Koue'et un tamm ha …
Tine : Koue'et ha neuhe plijadur 'viz' pe viz' skorn 'oa 'r vigwal' 'trese 'vi'er ' riskl' 'vi'er 'c'hoa'i riskl' ha traoù ya ya
Lors : A ya 'ba 'r porzh 'viz' graet eu
Tine : Ya ya
Lors : Porzh ar skool petram' …
Tine : O porzh ar skool 'viz' ket pugur 'vi'e ket … nann nann nann med mod-all gou'-ze nign vi'e or …. nign 'oa or vandenn'd ' tond d'ar skool deus Kra' Madiec ueu ahe …
Lors : Deus
Tine : Kra' Madiec 'teuemp da…'teuemp deus ...'teuemp d'ar skool d'ar veilh a'el koa d'ar skool ahe
Lors : A deus Kra' Madiec … an dra'-he é ano
Tine : Ano kêr 'lec'h 'oan 'chom
Lors : Ha set' 'oa ket Trodon
Tine : A nann nann 'benn neuhe 'oan ket 'ba Trodon kin pé 'oan bet deut d'ar skool nann nann nann
Lors : A ya pugur c'hwi 'zo bet ga' or …
Tine : Ga' or eont' ya
Lors : Ga' or yeont' doc'h
Tine : Ga' or yeont' ya
Lors : Ya ha lar't 'pa din 'blamm 'bet'a med m'eus ket joñj m'eus ket derc'het joñj
Tine : 'Blamm e oamp kalz bugale koa ha set' pé 'oa daou 'oa dri blâ 'raok' c'hoazh hag ar re all'oa brasoc'h med gou'-ze 'oa deut diou verc'h 'n dro set' me yeont' 'michañs 'na … da zoulaj' mamamm 'na tapet eun 'enam' ha gou'-ze ma mamm 'oa maro ar bla'ezh warlerc'h 'oa ...bugur 'oa bet or verc'h all hag ma mamm 'oa maro set' gou'-ze me 'zo bet chomet ga' me yeont' ya
Lors : Ha … hag ho mamm 'zo marvet 'n or … 'n or gan' ar verc'h-mañ
Tine : Ya gou'-ze un neubeud devechoù goud' ya …
Lors : A ya
Tine : Un neubeud devechoù goud' 'oa ganet ar verc'h ya … ya oa-hi maro
Lors : Traoù a' mod-se 'c'hoarve'e gwechall
Tine : O ya gwechall 'zo e'o traoù a' mod-se ya ya ya ya
Lors : Hmmm ha just 'wac'h choñj peus gwel't ar medesin ' tond 'tond d'ar gêr pé 'oac'hbihan 'wechoù
Tine : O m'eus ket … mmm nann nann nann nann nann o nann m'anfin n'oun ket 'g-eñ 'vi'e goul't med nann m'eus ket choñj gwel't ar medesin dont pé 'oan bihan « hein » pé 'oan yaouank nann m'eus ket joñj gwel't medesin 'bet nann
Lors : Biken … morse 'peus bet gwel't
Tine : E m'eus ket choñj nann
---------------------------------------------------
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha setu … ho tud o deus bet deskadurezh a-benn ar fin …
Catherine : Ya ya deskadurezh ...deskadurezh desket o deus mes … e-barzh ar skol e oant bet un tamm koa « hein « mes goude-se gant an amzer a vez desket un dra bennak ganeoc'h atav koa …
Lors : Ya
Catherine : Beñ ya sur moarvat
Lors : Ha bez e veze levreier e-barzh an ti
Catherine : O ne veze ket
Lors : Nann
Catherine : O nann nann ne oa ket o nann nann … nann nann levrioù nann ne veze ket nann ne oa ket ar mod diouzh an dra-se
Lors : Nann
Catherine : Ne oa ket amzer da lenn hag an dra-se peogwir d'ar re gozh a gave dezho gwechall lar ne oa gant an dra-se ... an dra-se ne dalveze ket netra koa … lenn
Lors : A nann
Catherine : Ne oa ket amzer da lenn o nann
Lors : Memes lenn an Aviel peotramant...peotramant Buhez ar Sent
Catherine : A Buhez ar Sent ya an dra-se a veze partout ya
Lors : Setu an dra-se a veze e-barzh du-se
Catherine : E-barzh du-mañ ne oa ket mes e-barzh ti ma zud-kaer goude-se a oa
Lors : E-barzh ti ho tud-kaer
Catherine : Ya a oa … a oa unan ya humm
Lors : Buhez ar zent
Catherine : Buhez ar Sent ya
Lors : An dra-se a veze lennet
Catherine : Ya beñ ma gwaz am eus bet klevet anezhañ o laret lar e dad … o dad a lenne Buhez ar Sent dezho bemnoz (beonez) … bemnoz e veze lennet Buhez ar Sent dezho
Lors : Bemnoz
Catherine : Ya e veze tennet un tamm koa diouzh … diouzh al levr ya
Lors : A un tamm eus Buhez ar Sent bemnoz
Catherine : Ya ya
Lors : Mes an dra-se a veze graet e-pad ar goañv ken pe …
Catherine : O emichañs ya pa veze hir an noz koa ya ...ya … mes e-barzh … ni … ni n'hon eus ket bet ... e-barzh du-mañ ne veze ket
Lors : Nann
Catherine : Nann nann
Lors : Ya peogwir gwechall ne oa ket elektrisite ha setu pa veze hir an noz...
Catherine : A beñ eo al lamp pichon a veze lakaet war ar pod du ... e-kichen an tan
Lors : A ar pod du
Catherine : Ya ya hag e veze lakaet dour e-barzh c'hoazh
Lors : A ya
Catherine : Ya ya ar pod du a-dreñv an tan ya
Lors : Ya ya a-benn kaout dour tomm koa
Catherine : A veze an dour tomm atav ya ya ya
Lors : A ya se a oa aes
Catherine : Ya ya
Lors : Hag al lamp pichon a oa
Catherine : Al lamp pichon ya
Lors : Peotramant ul letern
Catherine : Ul letern a veze ivez ya hag ...goude-se ma Doue gouloù mod-all a veze ivez gant … gant gwer warnezhañ a oa c'hoazh …
Lors : Peseurt ... a ya ul lamp petrol e oa
Catherine : Ya lamp petrol ya … mod-all al letern a veze ya evit mont d'ar c'hreier ha mont partout e veze dav kaout gouloù a-walc'h
Lors : A ya
Catherine : setu e veze alumet al letern ya
Lors : A ya
Catherine : Ya ya ya
Lors : Ha soñj ho peus diouzh ar goañv ... peseurt mod e oa yen ha... a-wechoù a oa skorn
Catherine : Beñ skorn mes d'ar mare-se a veze skorn bremañ ne vez ket ken bremañ n'eus ket goañv ken na n'eus ket na hañv n'eus ket ivez n'eus kaer ivez
Lors : Nann
Catherine : Nann nann … ya ya soñj 'm eus e veze e veze goañv sertenamant ya ya
Lors : A ya d'ar poent-se e oa … e oa yen hardi
Catherine : A ya ya ya
Lors : E-pad ar goañv … ha setu e veze dav … e veze ret deoc'h mont d'ar skol memes tra
Catherine : A dav a veze mond d'ar skol memes tra moarvat … forzh peseurt amzer e veze...
Lors : Memes pa veze erc'h
Catherine : Beñ ya ya ya ez aec'h d'ar skol memes tra
Lors : Ha gant boteier koad
Catherine : Botoù koad
Lors : Ne oa ket aes … emichañs
Catherine : Pfff ni a oa boazet ar mod-se n'hon doa ket gwelet nemet an dra-se setu ar mod-se ne ouiemp ket hag-eñ e oa un dra bennak aesoc'h koa goude-se ...goude-se neuze hon eus gouiet mes d'ar mare-se ez aec'h gant ur botoù koad deoc'h
Lors : Ya ya tout an dud a oa memes mod
Catherine : Memes mod … toud an dud a oa memes mod ya
Lors : Ha soñj ho peus bezañ bezañ risklet ur wech war an hent
Catherine : O eo emichañs hon eus bet graet … m'eus ket kement-se soñj mes sur hon eus bet sur hon eus bet graet moarvat
Lors : Kouezhet un tamm ha …
Catherine : Kouezhet ha neuze plijadur a veze pa veze skorn war a veze ar vugale etrezo …e vizer o risklañ … e vizer o c'hoari risklañ ha traoù ya ya
Lors : A ya e-barzh ar porzh e veze graet ivez
Catherine : Ya ya
Lors : Porzh ar skol peotramant …
Catherine : O porzh ar skol ne veze ket peogwir ne veze ket ... nann nann nann mes mod-all goude-se ni a veze oc'h ober ...ni a oa ur vandennad o tond d'ar skol eus Krec'h Madiec ivez aze
Lors : Diouzh ?
Catherine : Krec'h Madiec a deuaemp da … a deuaemp diouzh … a deuaemp d'ar skol d'ar veilh avel koa … d'ar skol aze
Lors : A diouzh Krec'h Madiec … an dra-se eo anv
Catherine : Anv kêr e-lec'h e oan o chom
Lors : Ha setu ne oa ket Trodon
Catherine : A nann nann a-benn neuze ne oan ket e-barzh Trodon ken pa oan deuet d'ar skol nann nann nann
Lors : A ya peogwir c'hwi a zo bet gant ur...
Catherine : Gant ur eontr ya
Lors : Gant hoc'h eontr deoc'h
Catherine : Gant ur eontr ya
Lors : Ya ha laret ho poa din abalamour da betra mes m'eus ket soñj m'eus dalc'het soñj
Catherine : Abalamour e oamp kalz bugale koa ha setu pa oa daou pe dri bloaz a-raok c'hoazh hag ar re all a oa brasoc'h mes goude-se e oa deuet div verc'h en-dro setu ma eontr emichañs en doa … da soulajiñ ma mamm en doa tapet unan ac'hanomp ha goude-se ma mamm a oa marv ar bloavezh war-lerc'h e oa ... peogwir e oa ur verc'h all hag ma mamm a oa marv, setu goude-se me a zo bet chomet gant ma eontr ya
Lors : Ha … hag ho mamm a zo marvet en ur … en ur c'hanañ ar verc'h-mañ
Catherine : Ya goude-se … un nebeud devezhioù goude ya
Lors : A ya
Catherine : Un nebeud devezhioù goude e oa ganet ar verc'h ya … ya a oa-hi marv
Lors : Traoù ar mod-se a c'hoarveze gwechall
Catherine : O ya gwechall a zo erruet traoù ar mod-se ya … ya ya ya
Lors : Hummm ha just a-walc'h soñj ho peus gwelet ar medesin o tont … o tont d'ar gêr pa oac'h bihan a-wechoù
Catherine : O 'm eus ket ….mmm nann nann nann nann nann o nann m'anfin n'ouzon hag-eñ e veze goulennet mes nann m'eus ket soñj gwelet ar medisin dont pa oan bihan « hein » pa oan yaouank nann 'm eus ket soñj gwelet medisin ebet nann
Lors : Biken … morse peus bet gwelet
Catherine : « Euh « 'm eus ket soñj nann