Denis Le Bozec - Langonnet

Denis Le Bozec Langonnet

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : An devezh all 'on deit da welet 'c'hoc'h ha 'peus kontet dein deus « euh » 'n diferañsaou in brehoneg...

Denis : Ya

Lors : 'Tre Ploure ha Langoned

Denis : Ya beñ ur bern 'zo « hein »

Lors : Beñ ...beñ... beñ... moaien 'zo doc'h laret deomp « euh » un neubeud diferañsaou

Denis : Beñ dija tout pezh vé echuet ga' ur Z 'ba amañ apeupre 'zo H 'ba Ploure... un den kouz 'ba amañ  'zo un den kouh 'ba Ploure

Lors : A

Denis : Ha tout 'n traoù 'zo 'giz-se koa ...ur bern traoù 'zo 'giz-se koa ... « euh » 'benn pé vizem' ' torno pe pé 'vizem'  cherr' foenn « euh » foenn 'benn pé 'vize-añ hanter-sec'h pe 'raok karga' nañ 'ba prad 'vize graet bernioù foenn ...bernioù med 'benn pé 'vize eo  'ba gêr 'vize graet ur gouleg foenn (ur goloeg) «  une meule » ur gouleg

Lors : Gouleg

Denis : Gouleg 'ba Langon'd  hag ur foenneg 'ba ploure

 Lors : A

Denis : « Euh »  'benn pé 'vizemp  'torno 'vize bern... bern gwinizh...  bern (h)eï... bern kerc'h    an dornerez 'vize  'trene  med 'benn pé  'vize an dé  'vize dornet 'vize graet ur bern bras neun ga' plouz ...ar bern-se 'oa ur gouleg plouz 'ba Langoned hag ur plouzeg 'ba ...'ba ...'ba Ploure... Ploure ha Prizieg ha Pleurdud ha tout 'n traoù koa

Lors : Ya plouzeg ha ya ya ya

Denis : Ha  'ma kas't daou doc'h Langon'd ganoun  un nozvas 'benn pé  'vé «  Festival » Bro

Plinn 'ba Boulvriag

Lors : Ya

Denis : En Danouët ...un no'zaz 'oa...oé da'c'hmat 'pad er sun-se « euh »  'wi studio' un tamm ha 'wi' gwel' kantigaou Bro Plinn

Lors : Ya

Denis : Ha me 'lare d'an daou 'oa  'sames ganoum... 'hui ' welo neubeutoc'h diferañs 'zo 'tre brezhoneg 'ba Langoned ...'tre brehoneg 'ba Langoned ha brehoneg 'ba du-he e-tal Gwengamp 'wi 'zo 'tre Langoned ha Ploure

Lors : A

Denis : Ha pé 'oam  io 'ba du-ze 'oa reit paperio doh ar c'hanenniou dimp... me 'lare ... med memes re int  'giz doum ... me 'lare  « bon  «  ul letrenn pe diou 'dost koa

Lors : Ya ya ya ...ha laret 'pa dein la krampouz 'vize lar't ...vé lar't

Denis : Ya « euh »  ni ' lara krampouz  'ba amañ ...

Lors : Ya

Denis : Hag or grampoun « une crêpe »

Lors : Ya

Denis : Ha 'ba Ploure 'main-nê krapac'h

Lors : Ha pé vé eun

Denis : Heñ

Lors : Pe vé inon

Denis : Me gred 'ma ur grampoenn med n'on ket zur

Lors : N'oc'h ket zur

Denis : Med ur bern 'zo krapac'h

Lors : Krapac'h

Denis : Hmm

Lors : E-lec'h krampouz koa

Denis : A ya beñ ppfff...'benn pé 'vizemp  'charrañ plouz pe 'charrañ foenn... « euh » 'ba Langoned 'vize graet ur c'harrad ni 'lak'e fun ag ur c'harrad 'wi harz'  foenn da gouehel ...'wi derc'h' nañ 'ba 'r c'harr med 'ba Ploure int laka ur gordenn

Lors : A ...a a beñ ya ...ha memes tra pugur oec'h 'vivo kost ha kost koa...

Denis : Ya ya

Lors : 'N dud...'n dud ...'n dud 'n im gromprene

Denis : An dud 'n im gomprene zur ...ni gomprene ar re ell med nim gaojaemp ket 'giz er re ell

Lors : Nann med memes tra  'n or...'n or...'n or klewet inon o konto 'veze gouiet a ven e oé koa

Denis : Med 'tre...'tre Gourin ha Langoned « euh » n'é ket lip memes mod è 'gaoz da...Gourin 'zo Kerne ni 'zo è med ni 'zo ur bern meskaj pojaoù doh ...doh Vro Pourlet heñ

Lors : A ya

Denis : Ya « euh » 'wi lar't  ur gounifl  'ba Langoned (h)ê  'lar ul lapin 'ba Gourin

Lors : A

Denis : Beñ « euh » 'wi  lar't  ur goulm 'ba Langoned « un pigeon » ê 'lar ur pichon 'ba Gourin

Lors : A

Denis : « Euh … grand-père et grand-mère  'ba Langoned 'zo tad paour ha mamm baour

Lors : Ya

Denis : 'Ba Ploure 'ma' ta por ha mamm bor ha 'ba Gourin 'ma mamm gozh ha ta kozh

Lors : A

Denis : Med me 'lara-me gwelloc'h é' boud paour 'wi kozh pelloc'h 'pad hañ

Lors : A a a a ze 'zo zur ya ...a ya ya ya ...ya ya ya gwir é   re wir é ze ya

Denis : Med ni gompren ar re ell med nim... nim 'gomz' ...pep haïn'...pep haïn 'gaoja' e vod mod e vro heñ

Lors : Ya ya ya

Denis : Med pezh 'zo 'benn pé 'oamp 'chom 'ba 'r Gochkêr du-se... ni 'oa tost...tost da barrez

Ploure ha 'ba 'ba 'r gêr  'lec'h m'  'oamp « euh » 'oa tud a oa ganet 'ba Ploure ha ê 'zec'he da gao'l  mo' Ploure « euh » ma mamm baour  eun dohte 'oa ganet 'ba Ploure ... hi 'oa digoue'et  'ba Langoned 'ba 'n oad a c'hwec'h vlâ med hi n'eus dec'het da gaojal mod Ploure 'hed he buhe …'benn  pé  m'eus kom...komañset be'  pé m'eus kroget da gaojal « euh » bénn  pé 'oan bihan me 'ouie  'wac'h la laezh 'ba Langoned 'oa laeh 'ba Ploure

Lors : Ya ...a ya

Denis : A a ... ur bern traoù am eus bet ...'m eus ket bet desket med m'eus bet gouiet a-viskoazh koa

Lors : Beñ ya ya ya

Denis : Ha chetu pezh 'zo ma zud bé' pé me 'lare doc'h 'oan bet ba' skol 'ba ...'ba 'n abati ma mamm 'oa ganet 'ba Gochkêr  ma zad ' oa Kerroc'h  'tre... tost tost tre a oa un tammig mat tochtoc'h da Bloure 'wi da Langoned ha hê  'zo (bet)  'ba 'r skol 'ba Ploure... 'ba'r  skol neuint ket desket brezhoneg nê  brehoneg nann ... 'oa ket droad da gaojal brehoneg 'ba Ploure 'ba ...'ba 'r skol d'an amz'-se med ê 'oé bet 'ba 'r c'hatekiz …' c'hatekiz mod gwenedour

Lors : A ya

Denis : Zé 'zo kaoz bénn pé  'vize ul leor pé ur ...'vize prechet dê un dra bennek « euh » ga' kaniet ha traoù 'sort-se ...benn pé 'vize ur...ur poz a gromprenen ket me 'c'houle ga' mamm ha mize respont dostu

Lors : A ya

Denis : Mamm petra é roñsed... med roñsed 'zo kezeg

Lors : A ya

Denis : Roñsed ar mor « hippocampes »

Lors : A ya ...ya ya ya … a med ze zo kaer

Denis : « 'N dreu-ze 'zigoue'e  dochtu 'giz-se  'ma ket 'met goul' ha mize respont dochtu

Lors : A ya ya ya

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : An devezh all on deuet da welet ac'hanoc'h hag ho peus kontet din diouzh « euh » an diferañsoù e brezhoneg...

Denis : Ya

Lors : Etre Ploure ha Langoned...

Denis : Ya beñ ur bern zo heñ

Lors : Beñ… beñ… beñ… moaien zo deoc'h lâret deomp « euh » un nebeut diferañsoù

Denis : Beñ dija tout pezh a vez echuet gant ur Z e-barzh amañ apeupre a zo H e-barzh Ploure… un den kozh e-barzh amañ zo un den koh e-barzh Ploure

Lors : A

Denis : Ha tout an traoù a zo e-giz-se koa… ur bern traoù e-giz-se koa « euh » a-benn pa vezemp o tornañ pe pa vezemp o charrat foenn « euh » foenn a-benn pa veze-eñ hanter-sec'h pe a-raok kargañ anezhañ e-barzh ar prad e veze graet bernioù foenn… bernioù mes a-benn pa veze erruet e-barzh ar gêr a veze graet ur gouleg foenn (ur goloeg) « une meule » ur gouleg

Lors : Gouleg

Denis : Gouleg e-barzh Langoned hag ur foenneg e-barzh Ploure

Lors : A

Denis : « Euh » a-benn pa vezemp o tornañ e veze 'bern... 'bern gwinizh… 'bern heiz… 'bern kerc'h an dornerezh a veze etreze mes a-benn pa veze an deiz e veze dornet e veze graet  ur bern bras neuze gant plouz... ar bern-se a oa ur gouleg plouz e-barzh Langoned hag ur plouzeg e-barzh… e-barzh... e-barzh Ploure… Ploure ha Prizieg ha Pleurdud ha tout an traoù koa

Lors : Ya plouzeg ha ya ya ya

Denis : Hag am boa kaset daou deus Langoned ganin un nozvezh a-benn pa vez « Festival » Bro Plin e-barzh Boulvriag

Lors : Ya

Denis : En Danoued... un nozvezh e oa… e oa dalc'hmat e-pad ar sizhun-se « euh » evit studiañ un tamm evit gwelet kantikoù Bro Plin

Lors : Ya

Denis : Ha me a lâre d'an daou a oa asambles ganin… c'hwi a welo nebeutoc'h a diferañs zo etre brezhoneg e-barzh Langoned… etre brezhoneg e-barzh Langoned ha brezhoneg e-barzh du-se e-tal Gwengamp evit zo etre Langoned ha Ploure

Lors : A

Denis : Ha pa oamp erruet e-barzh du-se e oa roet paperioù diouzh ar c'hanennoù deomp… me a lâre... mes memes re int e-giz deomp... me a lâre… ul letrenn pe div a-dost koa

Lors : Ya ya ya… ha lâret ho poa din la krampouezh a veze lâret… a vez lâret...

Denis : Ya  « euh » ni a lâr krampouz e-barzh amañ...

Lors : Ya

Denis : Hag ur grampouenn « une crêpe »

Lors : Ya

Denis : Hag e-barzh Ploure emaint-anezhe krapac'h

Lors : Ha pa vez unan

Denis : Heñ

Lors : Pa vez inon

Denis : Me a gred emañ ur grampouenn mes n'on ket sur

Lors : N'oc'h ket sur

Denis : Mes ur bern a zo krapac'h

Lors : Krapac'h

Denis : Hmm

Lors : E-lec'h krampouezh koa

Denis : A ya beñ ppfff… a-benn pa vezemp o charrat plouz pe o charrañ foenn... « euh » e-barzh Langoned e veze graet ur c'harrad ni a lakae fun diouzh ur c'harrad evit harz ar foenn da gouezhañ… evit dalc'hiñ anezhañ e-barzh ar c'harr mes e-barzh Ploure int a laka ur gordenn

Lors : A… a a a beñ ya… ha memes tra peogwir e oac'h o vevañ kost' ha kost' koa...

Denis : Ya ya

Lors : An dud… an dud… an dud en em gomprene

Denis : An dud en em gomprene sur… ni a gomprene ar re all mes ni ne gaozeemp ket e-giz ar re all

Lors : Nann mes memes tra en eur… en ur... en ur... klevet unan o kontañ e veze gouiet a venn e oa koa

Denis : Mes etre... etre Gourin ha Langoned « euh » n'eo ket libr memes mod ivez a-gaoz da…Gourin a zo Kerne ni a zo ivez mes ni a zo ur bern meskaj pozioù deus... deus ar Vro Pourlet heñ

Lors : A ya

Denis : Ya « euh » evit lâret ur gonifl e-barzh Langoned int a lâr ul lapin e-barzh Gourin

Lors : A

Denis : Beñ « euh » evit lâret ur goulm e-barzh Langoned « un pigeon » int a lâr ur pichon e-barzh Gourin

Lors : A

Denis : « Euh »… « grand-père et grand-mère » e-barzh Langoned a zo tad-paour ha mamm-baour

Lors : Ya

Denis : E-barzh Ploure emañ "tad-por" ha "mamm-bor" hag e-barzh Gourin emañ mamm-gozh ha tad-kozh

Lors : A

Denis : Mes me a lâr-me gwelloc'h eo bout paour evit kozh pelloc'h e pad hañ

Lors : A a a a a a a ze a zo sur ya… a ya ya ya… ya ya ya gwir eo… re wir eo se ya...

Denis : Mes ni a gompren ar re all mes ni... ni a gomz… pep hini... pep hini a gaoz e vod… mod e vro heñ

Lors : Ya ya ya

Denis : Mes pezh a zo a-benn pa oamp o chom e-barzh ar Gozhkêr du-se… ni a oa tost... tost da barrez Ploure ha e-barzh... e-barzh ar gêr  e lec'h ma oamp « euh » e oa tud a oa ganet e-barzh Ploure ha int a zalc'he da gaozeal mod Ploure « euh » ma mamm-baour unan dioute a oa ganet e-barzh Ploure... hi a oa degouezhet e-barzh Langoned e-barzh an oad a c'hwec'h vloaz mes hi he deus dalc'het da gaozeal mod Ploure a-hed he buhez... a-benn pa 'm eus kom… komañset... a-benn pa 'm eus kroget da gaozeal « euh » a-benn pa oan bihan me a ouie a-walc'h la laezh e-barzh Langoned a oa laeh e-barzh Ploure

Lors : Ya… a ya

Denis : A a… ur bern traoù am eus bet... 'm eus ket bet desket mes 'm eus bet gouiet a-viskoazh koa

Lors : Beñ ya ya ya

Denis : Ha setu pezh a zo ma zud a-benn pa… me a lâre deoc'h e oan bet e-barzh ar skol… e-barzh… e -barzh an abati ma mamm a oa ganet e-barzh 'Gozhkêr ma zad a oa 'Kerroc'h tre… tost tost-tre a oa un tammig mat tostoc'h da Bloure evit da Langoned ha int a zo (bet) e-barzh ar skol e-barzh Ploure... e-barzh ar skol n'o deus ket desket brezhoneg anezhe brezhoneg nann… ne oa ket droad da gaozeal brezhoneg e-barzh Ploure e-barzh... e-barzh ar skol d'an amzer-se mes int oa bet e-barzh ar c'hatekiz... ar c'hatekiz mod gwenedour

Lors : A ya

Denis : Se a zo kaoz a-benn pa veze ul levr pe ur... a veze prestet dezhe pe un dra bennak « euh » gant kanoù ha traoù a sort-se... a-benn pa veze ur... ur poz na gomprenen ket me a c'houlenne gant mamm hag am beze respont diouzhtu

Lors : A ya

Denis : Mamm petra eo roñsed... mes roñsed a zo kezeg

Lors : A ya

Denis : Roñsed ar mor « Hippocampes »

Lors : A ya… ya ya ya… a mes se a zo kaer

Denis : An dra-se a zegouezhe diouzhtu e-giz-se n'am boa ket 'met goulenn hag am beze respont diouzhtu

Lors : A ya ya ya

 

 

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne / Video sikouret gant Rannvro Breizh.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh