François Rolland - Bourbriac

François, bet labourer douar, a gont deomp penaos eo deuet da vezañ troet war an arkeologiezh goude bet kavet priaj en ur dreiñ douar er parkeier.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : C'hoant 'mefe gout « euh » pezavare 'oa ar wech kentañ 'peus ka't traoù 'ba 'ba 'n douar ha 'ba p'lec'h « euh » ha 'peus soñjet pet'a é' ze deus p'lec'h 'teu ha...

François : «  euh » en dro da … mamp feurmet … 'ma feurmet ur vereri 'ba vFelc'han ahe hag tro « euh » blâ pe'r-ugent … hag daou pé dri blâ pe'r-ugent … daou pé dri ha pe'r-ugent neun 'treï ' douar zur 'c'hat hag 'ma ka't 'vel vé lar't priaj 'ba 'n douar … priaj ur bern hag 'gomprenen ket pet'a oaint koa … 'gomprenen ket mi 'ma ket kalz anaoudegezh deus... deus traoù 'giz-ze d'er c'houlz-se hag 'ba Boulvriag 'oa graet ur ...un «  association club d'archéologie » 

Lors : Ya

François : 'Mamp graet 'n dro tri pé be'r ha pe'r-ugent ha deus sé neun o... kamaraded din a ga'e è hag e momp 'n on intereset deus ze koa

Lors : A ya sete 'oa ped ...ped den 'na ka't traoù apeupre

François : O ...o 'oam' ket ur bern da ga't heñ nann nann ...petaman' n' on interesaint ket deus sé ha 'mim 'rae koa ...ya

Lors : Ha pet'a...pet'a oas...oac'h ...pet'a 'oac'h kustumet d'o'r ga' tout an traoù ze d'ar c'houlz-ze

François : Beñ mann ebet 'c'hat da gomañs … avertis't 'mamp bet «  machin archéologie » koa ha' oaint bet deut ha serret ka'i tout potriach 'oa deit war leign an douar

Lors : A bon

François : Ya ar re-ze 'zo bet aet gante da Roaven pé 'oaran ket de b'lac'h neuint kas't nê gante

Lors : Ha n'é ket bé' lar't dac'h

François : Nann med med leusket 'ma nê d'o'r pugur 'oaren ket pet'a 'oa hag 'gomprenen ket kaer 'ba 'r jeu med goude neun m'eus komprenet pet'a 'oaint koa

Lors : Ha just 'wac'h ... tro … tro peseurt blavejoù 'peus 'peus komañset da da gompren...

François : A dustu dustu dustu neun koa ha ya 'oarez wac'h dustu neun koa

Lors : 'Blam'... 'blam matrese ar re 'oa deut da jerriñ tout 'na lar't dac'h...

François : A beñ ya ya pet'a 'oaint koa 'oa gentañ é un doen romaned 'oa …o 'oa ul lojeiz romaned koa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : A ya ha 'ba peseurt park 'pa ka'et ar …

François : To...tost ahe 'ba beg ur ...'fin beg un dossen un tamm koa war an uhel un tamm

Lors : Ya ya

François : Ya

Lors : Hag...

François : Hag goude 'oa bet 'sell' ha 'oa ka't ur vagor ...vagorioù lec'h 'oa al lojeiz koa

Lors : Ya

François : Goude é bet fouilhet pas ganin 'fin ganin 'oa bet tud d'o'r «  prospection «  neun 'vid gwelet pet'a 'oa

Lors : Ha 'neuint … an dud-ma' n'eus ka't traoù ell ...barzh

François : « Euh » 'neuint ket …'neuint ket ka't traoù all me m'eus bet ka't goude tammoù bihan koa

Lors : A ya

François : Me m'eus bet ka't goude pugur derc'hmat pé... pé 'chaen ene petam' 'vije labour't 'r park derc'hmat 'vijen 'sellet hag-eñ …ya

Lors : Hag a-mod-ze 'peus ka't traoù ell koa

François : Ya goude neun m'eus bet ka't hachoù

Lors : Hachoù

François : Ya hachoù mein med ze 'oa pell kozhañ ze 'oa deus daou vil araok daou tri mil araok ar c'hrist koa heñ

Lors : A ya

François : Ha 'ba memes ...ba' memes plas ka'i 'wac'h

Lors : War ...war beg an dossen

François : Ya ... »euh » 'r re re-ze 'n on lake « euh » 'ba tu 'r sav-heol

Lors : A bon

François : Ha bord ar Blavez

Lors : Ha bord ar Blavez

François : Bord ar Blavez ya

Lors : Hag 'michañs 'peus studiet ...'peus klasket ha studiet warlerc'h …

François : O 'ta ya tammoù bihan 'fin studiet kle'et m'eus bet ha sell't war «  journal «  koa

Lors : Ya med 'blam be'ta 'rae … ha 'blam bet'a 'raent ze war ...war zu …

François : A beñ ya ya ya ya bout war 'n tu … beñ gé ...'r re-he naent ket 'ba tu 'ba 'n tu all amañ è 'ba tu an hanternoz m'eus ket bet ka't mann 'bet gwech ebet koa

Lors : A nann

François : Nann nann nann tout 'oaint war tu kreizté pé pé ar sav-heol koa

Lors : Ya

François : Ya ene 'oa sa'et 'vije heol da beure a domme 'giz-ze koa

Lors : Ya ya ya

François : Hag ar re-ze … ar romaned goude 'oa aet ka'i 'wac'h 'ba memes plas 'vel ...'vel ar re «  préhistoire »  'vel vé lar't

Lors : Ya ya

François : 'Ba memes... memes plas

Lors : Ya ya set' 'peus ka't priaj « euh » priaj n'é ket med

François : Ya priaj int koa

Lors : Hag a-mod-all hachoù

François : Ar c'hachoù ya med priajoù 'ba memes plas ka'i 'wac'h koa med an hachoù ne … veint ket 'ba memes plas ...vé un tamm partoud sklabet 'fin sklabet marse' 'vé daou c'hant metr 'trede kant metr … pé dreien an douar 'vijen derc'hmat 'sellet hag-é 'wellen ket ur min ...ur min bennaket

Lors : Ya

François : Ha dustu ma wellen ur min 'gomprenen dustu pet'a 'oa koa ka' bout 'zo mein all 'oarez 'wac'h mein mor pé deit gant er vaerl ha traoù 'giz-ze

Lors : Ya

François : Ze 'zo eu ha wellez 'wac'h bon hema' n'é ket... ur min mor é koa

Lors : A ya

François : Nann un diferañs 'zo oarez 'wac'h

Lors : Ya

François :An hain' ..an hain' 'zo kustum't 'wella dustu 'fin kustumm't bon brema' 'oaran un tamm barzh 'wellan dustu petar é koa

Lors : Ya ya ha just 'wac'h ...med ...ar mein 'ta deus ar moor 'c'ha 'c'ha da vreinañ

François : Veint rond gwel't 'wac'h vé ur min mor n'é ket

Lors : Nann

François : 'Zo rond ha ...nann n'é ket n'é ket n'é ket mem' mod koa

Lors : Nann nann

François : Rond 'fin n'é ket 'vé ket rond derc'mat med n'é ket n'é ket mem' mod koa

Lors : Nann nann ha 'vid kontañ deus ar mogerioù ar mogerioù 'peus 'peus ka't ahe

François : Ya

Lors : 'Feus ket bet ka't ur voger ell diwetoc'h un tamm

François :«  Euh »nann m'eus ket bet ad...m'eus ket bet adklasket ha neun n'é ket n'é ket dimp'vé d'o'r ze ma feus c'hoant normalamant n'omp ket sañset da fouillal ...ze n'é ket mom' ka' marse 'oaram' ket o'r ha zrailhfem' nê med ar vagor... pezh 'ma ka't ur pennad 'vanka' adgolod nê dustu koa

Lors : Ya

François : Ha laka douar warnañ pe'taman' 'vehe... distrujet koa ...ar re-he 'zo chomet enan med n'é ket ur … n'é ket uhel ar vagor heñ n'é ket 'met just un tamm ...un tamm vagor vihan n'é ket uh'l uh'l

Lors : Nann nann nann

François : A nann ha neun ahe n'eus ket kalz a zouar heñ ahe 'mañ war ar c'hal't ... war ar sailh koa

Lors : Ya

François : Ya

Lors : Ya ya ...hag med memestra 'peus lar't d'ar re 'n im okupañ deus an «  archéologie » 'oa 'oa traoù amañ ha...

François : A ya ya ya ya ya

Lors : Ha n'eus ket bet tud deus ar re-he 'tont... deut 'boe da da …

François : Nann nann nann 'vé ket ...vé ket adfouillet traoù 'giz-ze ma feus c'hoant lar' a raint douchaint ket tê pugur 'vé ket neseser o'r 'oarez 'wac'h hend all ma 'vé un hent pras d'or pé lojamant neun 'vé g'aet med hend ell leusk' ' raint 'nañ 'vid ar re 'teuï war hom lerc'h koa

Lors : Mmm

François : N'eus ket voaien da glask tout an traoù

Lors : Nann pugur faot... neun neun 'faotfe kaout ur bern tud hag ur bern arc'hant ha...

François : Ya ya ya ya ya lar'a raint leusk' gant ar re ta war hom lerc'h

Lors : Ya ya

François : Kuit da da dapo tout an traoù koa

Lors : Ya ya sertanamant

François : Marse 'wac'h 'voint gwelloc'h 'vitoum diouzatoc'h pugur 'vé disket brema' muioc'h ...pezh a vije gwechall koa

Lors : Ya ha brem' 'zo pinvijoù petram' oustilhoù nê

François : A ya brema' brema' 'vé ket graet toulloù kin brem' 'wellaint gant «  Satellite » a adka'aint ar vagorioù an traoù koa

Lors : A beñ ya

François : Brem' 'vé ket ret … 'vé ket ret dizoc'h an traoù kin

Lors : Nann

François : Nann nann

Lors : Brem' brem' 'welaint deus deus an uh'l

François : Deus kroec'h ya diwar an diferañs douar ha ...'raok 'vije gwelet è pé vije sec'ho' gant ... pé vije graet machine PAC ( politique Agricole commune ) ahe ma feus c'hoant 'vije graet fotoioù ha 'vije gwelet ar parkoù 'lec'h 'chome ur regennad glazoc'h

Lors : A

François : Ya ...ya goude 'ma bet g'aet o ppff dek ha pe'r-ugent pé 'giz-ze 'oa bet ur sec'ho' m'eus ket joñj peseurt blâ 'oa bet ur sec'ho' ha 'ma gwel't ur ur pezhiad 'ba park a oa chomet glaz koa a-hend all 'oa sec'het tout bon pet'a 'ma g'aet 'ma toullet un tamm da wel't ha 'ma ka't leun a briaj med ar re-ze 'oa «  gaulois «  galianed 'vel 'vé lar't

Lors : A ya

François : Ya hen'zh 'oa … med tost tost d'ar re-m' all heñ ya ya pas 'ba 'r memes park med med kichenn ka'i 'wac'h

Lors : A ya

François : Ha ene neun 'oa leun a briach 'c'hat ur voñs o marse 'rae daou vetr ledaner ha ur metr hanter doner med 'ma ket g'aet 'met ur metr pe daou ha 'reas ket 'met ka't priach torr't ha tout … ur pod 'ma ka't ha ado'r un tamm ...priach ya

Lors : A ya

François : Hag hon'zh' 'vel laren 'oa ur feurm «  gauloise « 

Lors : A ya

François : Med m'eus ket ka't 'met un tamm pennad ha hon'zh 'rae dro ur «  ferme gauloise «  'zo ur vagor tro wa' dro hag ur ...ur vos tro wa' dro koa

Lors : Ya mm mm

François : Med er park-se 'vé graet park ar vur deusañ a 'zo ur vagor 'ba bord an hent g'aet gant pejoù mein bras ...hag-é 'oa deit er mein-se deus...deus ar feurm-se ...'oaran ket ...kar n'eus ket kalz parkoù a neus ur vagor ur c'harzh 'giz-se koa gant ur vagor

Lors : Beñ nann

François : Nann ha park er vur 'vé graet deus ze

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : C'hoant 'm befe gouzout « euh » pe da vare e oa ar wech kentañ ho peus kavet traoù e-barzh an douar hag e-barzh pelec'h « euh » ho peus soñjet petra eo se hag eus pelec'h e teu ha…

François : « euh » en-dro da… hon oa feurmet… 'm boa feurmet ur vereuri 'barzh Felc'han aze hag... e-tro « euh » ar bloaz pevar-ugent… hag... daou pe dri bloaz ha pevar-ugent… daou pe dri ha pevar-ugent neuze, o treiñ douar sur 'vat, hag em boa kavet, evel a vez lavaret, priaj e-barzh an douar… priaj ur bern ha ne gomprenen ket petra oant koa… ne gomprenen ket, me n'em boa ket kalz anaoudegezh deus... deus traoù 'giz-se d'ar c'houlz-se hag e-barzh Boulvriag e oa graet ur… un « association club d'archéologie »

Lors : Ya

François : Hag hon oa graet an dro tri pe bevar ha pevar-ugent ha deus se neuze o... kamaraded din a gave ivez hag hon oa en em intereset eus se koa !

Lors : A ya setu 'oa pet... pet den o doa kavet traoù apeupre ?

François : O… o ! Ne oamp ket ur bern da gavout heñ nann nann… peotramant n'en em interesent ket deus se ha ni a rae koa... ya

Lors : Ha petra… petra oas… oac'h… petra 'oac'h kustumet d'ober gant tout an traoù-se d'ar c'houlz-se

François : Beñ mann ebet 'vat da gomañs… avertiset hon doa bet « machin d'archéologie » koa hag e oant bet deuet ha serret kazi tout 'potriach 'oa deuet war-lein an douar

Lors : A bon

François : Ya ar re-se zo bet aet gante da Roazhon pe ne oaran ket da belec'h o deus-int kaset anezho

ganto

Lors : Ha n'eo ket bet lâret deoc'h ?

François : Nann met met leusket 'm boa anezhe d'ober peogwir ne oaren ket petra oa ha ne

gomprenen ket kaer e-barzh ar jeu met goude neuzen em eus komprenet petra 'oant koa

Lors : Ha just 'walc'h...'tro…'tro peseurt bloavezhioù 'peus 'peus komañset da da gompren…

François : A diouzhtu diouzhtu diouzhtu neuze koa ha ya, a oarez walc'h, diouzhtu neuze koa

Lors : Abalamour... abalamour marteze ar re a oa deut da serriñ tout o doa lavaret deoc'h…

François : A beñ ya ya petra oant koa, e oa... da gentañ eo un doenn Romaned e oa… e oa ul lojeris

Romaned koa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : A ya ha 'barzh peseurt park 'poa kavet ar…

François : To… tost aze e-barzh beg ur… 'fiñ beg un dosenn un tamm koa war an uhel un tamm

Lors : Ya ya

François : Ya

Lors : Hag…

François : Ha goude e oa bet sellet hag e oa kavet ur voger... ar vogerioù, e-lec'h e oa al lojeris koa

Lors : Ya

François : Goude eo bet fouilhet, pas ganin, 'fin ganin e oa bet tud d'ober « prospection » neuze evit gwelet petra a oa

Lors : Hag o deus-int… an dud-mañ o deus kavet traoù all... e-barzh

François : « Euh » n'o deus-int ket … n'o deus-int ket kavet traoù all, me 'm eus bet kavet goude tammoù bihan koa

Lors : A ya

François : Me 'm eus bet kavet goude peogwir dalc'hmat pa... pa 'h aen eno, peotramant e veze labouret ar park, dalc'hmat e vezen o sellet hag-eñ…ya

Lors : Hag ar mod-se ho peus kavet traoù all koa

François : Ya goude neuzen 'm eus bet kavet hachoù (bouc'hili)

Lors : Hachoù

François : Ya hachoù mein met se a oa pell koshoc'h, se a oa eus daou vil a-raok... daou tri mil a-raok ar C'hrist koa heñ

Lors : A ya

François : Ha 'barzh ar memes... memes plas kazi a-walc'h

Lors : War...war beg an dosenn

François : Ya... « euh » ar re re-se en em lake « euh » e-barzh tu ar sav-heol

Lors : A bon

François : Ha bord ar Blavezh

Lors : Ha bord ar Blavezh

François : Bord ar Blavezh ya

Lors : Hag emichañs ho peus studiet... ho peus klasket ha studiet war-lerc'h…

François : O 'ta ya tammoù bihan, anfin studiet... klevet 'm eus bet ha sellet war ar « journal » koa

Lors : Ya met abalamour da betra e rae… abalamour da betra e raent se war… war-zu…

François : A beñ ya ya ya ya bout war an tu… beñ geo ! Ar re-se n'aent ket e-barzh tu... 'barzh an tu all... amañ ivez e-barzh tu an hanternoz n'em eus ket bet kavet mann ebet gwech ebet koa

Lors : A nann

François : Nann nann nann tout 'oant war an tu kreisteiz pe... pe ar sav-heol koa

Lors : Ya

François : Ya eno e oa savet e veze heol d'ar beure a domme e-giz-se koa

Lors : Ya ya ya

François : Hag ar re-se… ar Romaned goude a oa aet kazi a-walc'h e-barzh ar memes plas evel...

evel ar re ar « préhistoire »  evel a vez lâret

Lors : Ya ya

François : E-barzh memes... memes plas

Lors : Ya ya setu ho peus kavet priaj « euh » priaj n'eo ket met…

François : Ya priaj int koa

Lors : Hag er mod-all hachoù

François : A, hachoù ya met... priaj zo e-barzh ar memes plas kazi a-walc'h koa, met an hachoù ne vezont ket 'barzh ar memes plas... a vez un tamm partout a-stlabez, anfin 'stlabez marse ivez daou c'hant metr etreze, kant metr... pa droen an douar e vezen dalc'hmat o sellet hag-eñ ne welen ket ur maen… ur maen bennaket

Lors : Ya

François : Ha diouzhtu ma welen ur maen e komprenen diouzhtu petra a oa koa kar bout 'zo mein all, a oarez a-walc'h, mein mor bet deuet gant ar vaerl ha traoù e-giz-se

Lors : Ya

François : Se zo ivez hag e welez a-walc'h bon hemañ n'eo ket ur maen mor eo koa

Lors : A ya

François : Nann un diferañs zo, a oarez a-walc'h

Lors : Ya

François : An hani... an hani zo kustum a wela diouzhtu 'fin, kustum, bon bremañ e oaran un tamm e -barzh, e welan diouzhtu petra eo koa

Lors : Ya ya ha just a-walc'h… met... ar mein a za eus ar mor a ya da vreinañ

François : E vez ront ront... gwelet a-walc'h e vez... ur maen mor n'eo ket...

Lors : Nann

François : Zo ront… Nann, n'eo ket n'eo ket n'eo ket memes mod koa

Lors : Nann

François : Ront, 'fin n'eo ket, ne vez ket ront dalc'hmat met n'eo ket n'eo ket memes mod koa

Lors : Nann nann hag evit kontañ eus ar mogerioù ar mogerioù ho peus 'peus kavet aze

François : Ya

Lors : 'Feus ket bet kavet ur voger all diwezhatoc'h un tamm ?

François :«  Euh » nann n'em eus ket bet ad... ne'm eus ket bet adklasket ha neuze n'eo ket n'eo ket dimp e vez d'ober se ma 'feus c'hoant, normalamant n'omp ket sañset... fouilhal... se n'eo ket hon (labour)... kar marteze ne oaromp ket ober hag a zrailhfemp anezhe…. met ar vagor... pezh am boa kavet ur pennad a vanka adgolo anezhañ diouzhtu koa

Lors : Ya

François : Ha lakat douar warnañ peotramant e vehe... distrujet koa… ar re-se zo chomet eno met n'eo ket ur… n'eo ket uhel ar vagor heñ n'eo ket 'met just un tamm… un tamm vagor vihan n'eo ket uhel-uhel

Lors Nann nann nann

François : A nann ha neuzen aze n'eus ket kalz a zouar heñ aze emañ war… war ar c'haled... war-sailh koa

Lors : Ya

François : Ya

Lors : Ya ya… hag... met memes tra ho peus lâret d'ar re en em okupa eus an « archéologie » e oa traoù amañ ha…

François : A ya ya ya ya ya

Lors : Ha n'eus ket bet tud eus ar re-se o tont... deut abaoe da da…

François : Nann nann nann ne vez ket... ne vez ket adfouilhet traoù e-giz-se ma 'feus c'hoant, lâret a reont ne douchont ket dezhañ peogwir ne vez ket neseser ober, a oarez a-walc'h, a-hend-all ma vez un hent-pras (hent bras) d'ober pe lojamant neuzen e vez graet met 'hend-all leuskel a reont anezhañ 'vit ar re a teuy war hon lerc'h koa

Lors : Mmm

François : N'eus ket voaien da glask tout an traoù

Lors : Nann peogwir e faot... neuzen neuzen e faotfe kaout ur bern tud hag ur bern arc'hant ha…

François : Ya ya ya ya ya lâr' a reont leuskel gant ar re 'ta war hon lerc'h

Lors : Ya ya

François : Kuit da da dapo tout an traoù koa

Lors : Ya ya sertenamant

François : Marse a-walc'h e vint gwelloc'h 'vitomp diwezhatoc'h peogwir e vez desket bremañ muioc'h... pezh a veze gwechall koa

Lors : Ya ha bremañ zo binvioù peotramant ostilhoù nevez

François : A ya bremañ bremañ n'eo ket ret ober toulloù ken bremañ e welont gant ar « satellite » ha 'adkavont ar mogerioù, an traoù koa

Lors : A beñ ya

François : Bremañ ne vez ket ret… ne vez ket ret disoc'h an traoù ken

Lors : Nann

François : Nann nann

Lors : Bremañ bremañ e welont eus eus an uhel

François : Deus kroec'h (Eus krec'h) ya, diwar an diferañs douar ha ...'raok 'veze gwelet ivez pa veze sec'hor gant... pa veze graet « machine PAC » (Politique Agricole Commune ) aze ma 'feus c'hoant e veze graet fotoioù hag e veze gwelet ar parkoù e-lec'h e chome ur regennad glasoc'h

Lors : A

François : Ya... ya goude 'm boa bet graet o ppff dek ha pevar-ugent pe e-giz-se e oa bet ur sec'hor... ne 'm eus ket soñj peseurt bloaz e oa bet ur sec'hor ha 'm boa gwelet ur ur pezhiad e-barzh ar park a oa chomet glas koa a-hend all e oa sec'het tout bon petra am boa graet... 'm boa toullet un tamm da welet ha 'm boa kavet leun a briaj met ar re-se 'oa « gaulois »  Galianed evel a vez lavaret

Lors : A ya

François : Ya hennezh a oa… met tost tost d'ar re-mañ all heñ ya ya pas e-barzh ar memes park met met e-kichen kazi a-walc'h

Lors : A ya

François : Hag eno neuzen e oa leun a briaj 'vat ur foz o marse e rae daou vetr ledander war ur metr hanter donder met ne 'm boa ket graet 'met ur metr pe daou ha ne raes ket 'met kavout priaj... torret ha tout… ur pod 'm boa kavet da adober un tamm da … priaj ya

Lors : A ya

François : Hag honnezh, evel a lâre, a oa ur feurm « gauloise »

Lors : A ya

François : Met m'eus ket kavet 'met un tamm pennad ha honnezh a rae an dro, ur « ferme gauloise » 'neus... ur vagor tro-war-dro hag ur... ur foz tro-war-dro koa

Lors : Ya mm mm

François : Met ar park-se a vez graet Park ar vur (mur) deusañ ha zo ur vagor e-barzh bord an hent graet gant pezhioù mein bras... hag-eñ e oa deuet ar mein-se deus… deus ar feurm-se... ne oaran ket... kar n'eus ket kalz parkoù o deus ur vagor, ur c'harzh e-giz-se koa gant ur vagor

Lors : Beñ nann

François : Nann ha  «Park ar vur » a vez graet eus se

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh