Guy Morzadec - Pellann / Plélauff

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Pé oec'h … pé 'z oc'h deut... deit en-dro ‘ba... dré ama'

Guy : Ya

Lors : 'Peus komañset labourat 'ba lec'h ell neuzen

Guy : A pas 'm eus labouret ur blé 'ba' r ...'ba'r feurm get ma zud 'hoah pugur i doaint ur blé d'ober araok monet «  en retraite «

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ya ya

Guy : Ya ya

Lors : Hag ar-lerc'h 'peus labouret 'ba ...'peus laret dein

Guy : Ya 'ba Gwengamp

Lors : 'Ba' Gwengamp

Guy : Ya

Lors : Med du-sé 'vit … 'vit konta' brezhoneg gen' 'n dud 'oé ...oé ket aes

Guy : O nann gomprenen ket kalz o breton … n'é ket memes breton 'el dre amañ

Lors : Nann

Guy : Nann

Lors : Sete pet'a 'peus... pet'a 'peus laret dehe neuhen

Guy : Beñ 'm'eus laret dehe gomprenen ket er breton ...'ouien ket breton «  voilà « … pell aesoc'h 'oé pugur ié 'lare traoù dein ha gomprenen ket

Lors : Chetu ar-lerc'h 'peus ket bet disket tammoù breton gete...

Guy : O nann nann nann … me 'gomprene 'benn komzint 'trede me gomprene traoù med pas … pas tout

Lors : Pas tout ...a nann nann

Guy : Nann

Lors : Memes tra tamm ha tamm 'oec'h ...oec'h ...oec'h kap da gompren doh...

Guy : A beñ ya med ped tout 'perh a larint ...bou' 'zo komzaoù a oaint tamm... tamm 'bet ur

sort e'l... e'l amañ

Lors : Nann

Guy : Nann nann

Lors : Nann ha peseurt micher 'oé ho micher du-sé

Guy : O beñ «  chauffeur «

Lors : «  Chauffeur «

Guy : Ya

Lors : Hag c'hwi 'zo chomet « chauffeur «  'pad...'pad pell neuhen

Guy : A « chauffeur «  derc'hmat

Lors : Derc'hmat

Guy : A a a derc'hmat 'on bet « chauffeur «  ha neuhen ha « mécanicien «  … ya

Lors : Neun 'peus bet okazionoù da...da...da veajiñ neuhen

Guy : O dam ya ar-lerc'h 'm eus bet voiajet ur bern bé 'oen oeit da labouret da Bondi aze c'h aemp da Baris div weh ar zun ha da … broiaoù an «  Est «  doh ...doh Frañs

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Sete «  Nancy « …

Guy : Ya «  Nancy , Strasbourg, Metz «  tout … tout ar broiaoù doh.. 'ba 'r vro-se

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Hag an dé ar-lerc'h 'poé dein la' ...la'...la'...'oé...'oé..oé bet ...oé bet goulennet genoc'h « euh » renko moteuriaoù ha tout …

Guy : O beñ kampenn

Lors : Kampenn...

Guy : Er gamionaoù ya

Lors : A ya sete...

Guy : Ha sé 'on …m'eus graeit er muiañ 'm'eus groeit é...é sé … kampenn 'r gamionaoù

Lors : A ya

Guy : Ya … ya ya

Lors : Hag ...med ...ar perh 'poé disket 'ba 'n arme neuzen...

Guy : A sé tout sé n'eus jervijet dein … a ya

Lors : Ya pugur 'benn ar fin er c'hamionoù 'oé ..oé... er moteurioaù 'oé … oé tost ...'oé

Guy : Beñ er moteuriaoù ha...tout an traoù erell euweu…er freinyoù ohpenn er moteuriaoù 'vé... 'vé ret kampenn heñ

Lors : A ya

Guy : Beñ ya … a a a ya

Lors : Med ar c'hamionoù 'oé kamionoù «  frigorifiques «

Guy : Ya ya

Lors : n'é ket

Guy : Ya 'oa ur «  frigo » war pop kamion

Lors : Ya pop hani koa

Guy : Ya

Lors : Ha...ha c'hwi 'oé kap da...da gampenn...

Guy : Beñ ya 'el...'el an traoù 'rell eu

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ha chetu 'peus disket tamm ha tamm euweu

Guy : A beñ 'benn...'benn 'ra un den 'teska' mar'd oc'h get ' un ell a ouia beñ c'hwi … ion 'diskoueia doh ha ...'r peh...'r peh 'ouiet ket hag 'else 'tesket...

Lors : Ya

Guy : Beñ ya

Lors : Hmm beñ ya ha peseurt mod 'peus laret dein la' 'zo moaien diski... diski ur vicher 'n'or daou viz n'é ket

Guy : Ya 'ba daou viz ya 'ba ...ma 'vé desket mad doh med añfin 'vid...'vid komañs get sé

'telet 'n'on debrouilho ho-konon arler'ch

Lors : A ya

Guy : Beñ ya

Lors : Med faot a ra kaout ur...ur skolaer mad koa ...ur «  professeur » mad koa

Guy : Beñ ya

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

 

Lors : Pa oac'h… pa'z oc'h deuet… deuet en-dro e-barzh... dre amañ

Guy : Ya

Lors : Ho peus komañset da labourat e lec'h all neuze

Guy : A pas… am eus labouret ur bloaz e-barzh ar… e-barzh ar feurm gant ma zud c'hoazh peogwir int o doa ur bloaz d'ober a-raok mont en retred

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ya ya

Guy : Ya ya

Lors : Ha war-lerc'h neuze ho peus labouret e-barzh... ho peus lâret din

Guy : Ya e-barzh Gwengamp

Lors : E-barzh Gwengamp

Guy : Ya

Lors : Mes du-se evit… evit kontañ brezhoneg gant an dud e oa… ne oa ket aes

Guy : O nann ne gomprenen ket kalz o breton… n'eo ket memes breton evel dre amañ

Lors : Nann

Guy : Nann

Lors : Setu petra ho peus… petra ho peus lâret dezhe neuze

Guy : Beñ am eus lâret dezhe ne gomprenen ket ar breton (brezhoneg)… ne ouien ket breton « voilà »… pell aesoc'h e oa peogwir int a lâre traoù din ha ‘gomprenen ket

Lors : Setu war-lerc'h n'ho peus ket bet desket tammoù breton gante…

Guy : O nann nann nann… me a gomprene a-benn e komzent etreze me a gomprene traoù mes pas… pas tout

Lors : Pas tout… a nann nann

Guy : Nann

Lors : Memes tra tamm ha tamm e oac'h… e oac'h… e oac'h kap da gompren diouzh...

Guy : A beñ ya mes pe… tout ar pezh a lârent… bout zo komzoù ha oant tamm... tamm ebet ur sort evel… evel amañ

Lors : Nann

Guy : Nann nann

Lors : Nann ha peseurt micher a oa ho micher du-se

Guy : O beñ « chauffeur »

Lors : « Chauffeur »

Guy : Ya

Lors : Ha c'hwi a zo chomet « chauffeur » e-pad… e-pad pell neuze

Guy : A « chauffeur »dalc'hmat

Lors : Dalc'hmat

Guy : A a a dalc'hmat on bet « chauffeur » ha neuze « mécanicien »… ya

Lors : Neuze ‘peus ket bet okazionoù da… da… da veajiñ neuze

Guy : O dam ya war-lerc'h ‘meus bet veajet ur bern pa oan aet da labourat da Bondi aze ez aemp da Baris div wezh ar sizun ha da… broioù an « Est » diouzh… diouzh Frañs

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Setu « Nancy »…

Guy : Ya « Nancy, Strasbourg , Metz » tout… tout ar broioù diouzh… e-barzh ar vro-se

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Hag an deiz war-lerc'h ho poa lâret din la… la… la e oa… e oa bet… e oa bet goulennet ganeoc'h « euh » renkañ moteurioù ha tout

Guy : O beñ kempenn

Lors : Kempenn

Guy : Ar gamionoù ya

Lors : A ya setu…

Guy : Ha se on… ‘meus graet… ar muiañ am eus graet eo… eo se… kempenn ar gamionoù

Lors : A ya

Guy : Ya ...ya ya

Lors : Hag… mes… ar pezh ho poa desket e-barzh an arme neuze...

Guy : A se tout se en deus servijet din… a ya

Lors : Ya peogwir a-benn ar fin ar c'hamionoù a oa… a oa… ar moteurioù a oa… a oa tost… a oa

Guy : Beñ ar moteurioù ha... tout an traoù arall ivez... ar freñioù ouzhpenn ar moteurioù a vez… a vez ret kempenn heñ

Lors : A ya

Guy : Beñ ya… a a a ya

Lors : Mes ar c'hamionoù a oa kamionoù « frigorifiques »

Guy : Ya ya

Lors : N'eo ket

Guy : Ya e oa ur « frigo » war pep kamion

Lors : Ya pep hini koa

Guy : Ya

Lors : Ha… ha c'hwi a oa kap da… da gempenn

Guy : Beñ ya evel… evel an traoù arall ivez

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ha setu ho peus desket tamm ha tamm ivez

Guy : A beñ a-benn… a-benn a ra un den e teska… mard oc'h gant un all a ouia beñ c'hwi… eñ ‘diskoueza deoc'h ha… ar pezh ar pezh ne ouiit ket hag evel-se e teskit…

Lors : Ya

Guy : Beñ ya

Lors : Hmmm beñ ya ha peseurt mod ho peus lâret din la ez eus moaien deskiñ… deskiñ ur vicher en ur ober daou viz… n'eo ket

Guy : Ya e-barzh daou viz ya e-barzh… ma vez desket mat deoc'h mes añfin evit… evit komañs gant se... e tleit en em debrouilhañ hoc'h-unan war-lerc'h

Lors : A ya

Guy : Beñ ya

Lors : Mes faotañ a ra kaout ur… ur skolaer mat koa… ur « professeur » mat koa

Guy : Beñ ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh