Jean-Yves Briand - Le Moustoir

Jean-Yves Briand - Ar Vouster

Jean-Yves Briand a gont deomp penaos e oa bet graet an adlodenniñ (« remembrement ») er Vouster, ha pegen diaes eo bremañ en em staliañ 'vel labourer-douar er vro...


 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Piou neus goul't ar « remembrement » ?

Jean-Yves : Ar maer !

Lors : Ar maer, an hain' é ?

Jean-Yves : Ya ya ya ya !

Lors : Eñ e-eun neus ket goul't ga' …

Jean-Yves : O mac'had 'zo 'ba 'n de …. mac'had 'oaint machin' 'ba 'r c'honseilh è, med ya ya, ar maer, Ernest Baron 'oa d'ar mare-se

Lors : A … Ernest Baron 'oa e ano ?

Jean-Yves : Ya ya ya, 'oa ar maer ha … ya ya 'blamm ….'blam d'an dra-se …'blam d'ar...d'ar bec'h 'oa bet ga' 'r « remembrement » war-lerc'h 'na koll't e bles è koa

Lors : A bon

Jean-Yves : O ya, 'vid an eleksionoù war-lerc'h 'oa dorn't eñ è 'blam d'ar « remembrement », 'c'ha ma Dou' !

Lors : A pugur kalz tud 'oa …

Jean-Yves : A bin oaint ket kontant doc'h o jeu … doc'h o lod 'nê

Lors : Ha set' lod nê 'joñj dê int bet...

Jean-Yves : O bin ya ya, bet 'zo bet 'c'ha tammoù 'r re rae « partie » deuc'h ar c'homision pé pé deuc'h ar c'homission 'n om … 'n om jervijaent ma gallaent è !

Lors : Set' dapaent an douaroù mat …

Jean-Yves : Ma gallaent popred, ma gallaent, ma 'oa ket re e e e... ya ya

Lors : Hag ar re all, bin forse'-mat...

Jean-Yves : Bin ga' r pezh vije, koa, vije lesket 'gate

Lors : Forset-mat 'oaint ket kontant koa...

Jean-Yves : Bin nann nann nann petram' 'degoue'e dac'h kaou' douaroù pell doc'h ar gêr, ha ya ya !

Lors : Ya, an dra-he m'eus kle'et alies, ya

Jean-Yves : O ya e o o o n'on ket soue'et 'c'ha' mac'hat

Lors : Nann 'c'ha

Jean-Yves : Nann nann

Lors : Med bon … ha bon memestra...

Jean-Yves : ...É bet un dra vad !

Lors : Ya pugur 'oa 'oa ret brasaat ar parkeier

Jean-Yves : O mallozh toue ya o ya ga' è

Lors : E-lec'h brem' me glev 'ba partoud...

Jean-Yves : A ba ya

Lors : ...La serten parkeier ...parkoù 'zo re vras

Jean-Yves : 'Ba serten parrojoù surtoud.

Lors : Ya serten parrojoù, ya

Jean-Yves : 'lec'h n'eus ket loen'd na traoù a' mod-se aze, o o o

Lors : Ha pé vé a'el neuhe petram' glo...

Jean-Yves : A ya

Lors : Bin 'oar ket al loened 'ba pelec'h mond kin.

Jean-Yves : A bin nann 'c'ha n'eus mann 'bet 'c'ha 'met ar fil 'terc'h', terc'hen nê koa, 'oc'h dicheol dê ma peus c'hoant

Lors : Ya ha memes pé vé re heol re domm...

Jean-Yves : A bin n'é ket mad 'vitè è koa.

Lors : Neuint ket dicheol kin.

Jean-Yves : A nann nann nann nann nann …o med diminuiñ ' ra ar loened è war 'r maez « hein »

Lors : Ya ?

Jean-Yves : O maleürus ya !

Lors : Petra 'zo kaoz ?

Jean-Yves : Pffo me oaran ket … 'baea ket kalz ar … ar c'hig 'bae ket kin è, « hein »

Lors : Nann

Jean-Yves : Nann

Lors : Ha koulskoude an dud a zebr kig c'hoazh ?

Jean-Yves : Ya ya ya, med pet'a 'ri

Lors : Neun matren 'ta kig deuc'h...

Jean-Yves : O deuc'h a lec'h ell 'c'ha, ya zur !

Lors : Deuc'h ar broioù pell...

Jean-Yves : O ya ya ya ya ya … ha breum' ga' 'r « mondialisation » ha toud ar jeu aze, ahe maleür's an dra-he 'chañcha toud « hein » !

Lors : A ya med memestra 'faota domp kontinuiñ da … da...

Jean-Yves : Ya

Lors : D'o'r traoù amañ ?

Jean-Yves : O neseser é 'c'ha, petramant, ya...

Lors : Pugur ma vé digaset toud deus 'lec'h ell...

Jean-Yves : A n'é ket mad è, 'c'ha !

Lors : Peseurt labourioù 'jomo amañ ?

Jean-Yves : O med nann nann nann nann amañ 'neus ket 'met, 'met an « agro-alimentaire » 'vel vé lar't, 'terc'hen … terc'hen … terc'hen labour d'an dud dre amañ « hein »

Lors : Ya … hag ar Chinoayed deut d'o'r poultr laezh...

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Lors : Pet'a ' joñj doc'h deuc'h an dra-he ?

Jean-Yves : ' Oeran ket ma baeont … ma baeont mad matren med ar re-mañ...

Lors : Kaou' ' ra doc'h la baeont mat ?

Jean-Yves : O pas re è mac'had, nann nann, 'gredan ket, nann ha n'int ket sotoc'h 'vid ar re ell nêo, nann !

Lors : Set'...

Jean-Yves : O ya

Lors : Gwel't 'vo, koa ?

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Lors : Med bon, n'é ket brao …

Jean-Yves : 'Joñjan ket 'c'ha, o nann nann nann 'vid ar re... ar re 'zo war 'r maez brem' o o o

Lors : Bin me m'eus kle'et nevez 'zo 'oa ur peizant yaouank a 'zo … neus bet 'n im grouga'

Jean-Yves : Bit 'zo bet, ya ya ya; ya ya ya

Lors : Mes bon ma zo re … re war o choug …

Jean-Yves : Bin 'wechoù ya, ya ya ya o ya bez 'zo forzhig memes 'vé lar't « hein » … 'viz' lar't ya med … ya

Lors : Pugur brem' 'benn, 'benn kaoud ur feurm...

Jean-Yves : O maleürus

Lors : Pegem' a goust ?

Jean-Yves : O maleürus

Lors : ' Ouiet ket ?

Jean-Yves : O nann pemp pas... pas rabat deuc'h 'n dra-se peus ket kin pemp pé c'hwec'h, c'hwec'h kant mil popred popred popred ha c'hoazh ma é dao dac'h pren' an douar ha'r batimañchoù ha toud emsa'c'h é dac'h mond da di ar Chinoayed da labour'd petram' da labour'd 'vid ar C'hredit Agrikol 'pad rest ho puhe' !

Lors : Ya … 'benn ar fin ar beizanted a jom zo sklaved deuc'h ar bank ?

Jean-Yves : Ya o ya 'c'ha kalz … ya ya ya

Lors : Set' 'michañs 'oa sterd gwechall tregont vlâ …

Jean-Yves : Ya med trankil 'vi'ent

Lors : « Hein »

Jean-Yves : Ar re-he 'gouske mad !

Lors : Ya

Jean-Yves : O ya skuizh 'vi'ent, med, med kousk mad a raent !

Lors : Ya ya

Jean-Yves : 'Lec'h brem' mallozh Toue, ga' toud ar charjoù 'vé ha toud ar jeu, pop pop pop pop...

Lors : Ha hag an ampreñyoù...

Jean-Yves : Ya, a ya 'c'ha, ya ya ya ya

Lors : An dra-he n'é ket digoust « hein »

Jean-Yves : O nann nann nann, 'joñjan ket, nann pé 'gallit kaou' nê c'hoazh !

Lors : Ya dija

Jean-Yves : Ya ya ya ya

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Piou (Piv) 'neus (en deus) goulennet ar « remembrement » ?

Jean-Yves : Ar maer !

Lors : Ar maer an hini eo ?

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Lors : Eñ e-unan … 'neus ket goulennet gant...

Jean-Yves : O moarvat a zo e-barzh an de... moarvat e oant machin e-barzh ar c'hoñsailh ivez, mes ya ya, Ernest Baron e oa d'ar mare-se

Lors : A, Ernest Baron a oa e anv ?

Jean-Yves : Ya ya ya, e oa ar maer ha … ya ya abalamour … abalamour d'an dra-se …abalamour d'ar … d'ar bec'h e oa bet gant ar « remembrement » war-lerc'h en doa kollet e blas ivez, koa

Lors : A bon ?

Jean-Yves : O ya, evit an eleksionoù war-lerc'h a oa dornet eñ ivez abalamour d'ar « remembrement » moarvat ma Doue

Lors : A peogwir kalz tud a oa …

Jean-Yves : A bin ne oant ket kontant diouzh o jeu … diouzh o lod anezho

Lors : Ha setu lod anezho a soñj dezho int bet …

Jean-Yves : O bin ya ya, bez a zo bet moarvat tammoù ar re a rae « parti » eus ar c'homision pe pe eus ar c'homision en em ... en em servijaent ma gallaent ivez

Lors : Setu a dapaent an douaroù mat ?

Jean-Yves : Mar gallaent bepred, mar gallaent ...ma ne oa ket re e e e ya ya

Lors : Hag ar re all forset-mat…

Jean-Yves : Bin gant ar pezh a vije koa … a vije laosket ganto

Lors : Forset-mat ne oant ket kontant, koa

Jean-Yves : Bin nann nann nann, peotramant a zegouezhe deoc'h kaout douaroù pell diouzh ar gêr ha ...ya ya

Lors : Ya, an dra-se am eus klevet alies ya

Jean-Yves : O ya e o o o n'on souezhet moarvat moarvat

Lors : Nann moarvat

Jean-Yves : Nann nann

Lors : Mes bon … ha bon memestra …

Jean-Yves : Eo bet un dra vat.

Lors : Ya peogwir e oa … e oa ret brasaat ar parkeier

Jean-Yves : O mallozh Doue ya, o ya gast ivez

Lors : E lec'h bremañ me a glev e-barzh partoud …

Jean-Yves : A ba ya

Lors : ...Lar serten parkeier … parkoù a zo re vras

Jean-Yves : E-barzh serten parrezioù surtout

Lors : Ya serten parrezioù ya

Jean-Yves : E-lec'h n'eus ket loened ha traoù ar mod-se aze o o o

Lors : Ha pa vez avel neuze peotramant glav

Jean-Yves : A ya

Lors : Bin ne oar ket al loened e-barzh pelec'h mont ken

Jean-Yves : A bin nann moarvat n'eus mann ebet maorvat nemet ar fil o talc'hen … o talc'hen anezho koa ...oc'h ober disheol dezho m'ho peus c'hoant

Lors : Ya ha memes pa vez re heol re domm

Jean-Yves : A bin n'eo ket mat evito ivez koa

Lors : N'o deus ket disheol ken...

Jean-Yves : A nann nann nann nann nann … o mes diminuiñ a ra ivez al loened war ar maez « hein »

Lors : Ya

Jean-Yves : O maleürus ya

Lors : Petra a zo kaoz ?

Jean-Yves : Pfffo me ne oaran ket … ne bae ket kalz ar … ar c'hig ne bae ket ken ivez « hein »

Lors : Nann

Jean-Yves : Nann

Lors : Ha koulskoude an dud a zebr kig c'hoazh ?

Jean-Yves : Ya ya ya mes petra a ri

Lors : Neuze marteze a deu kig diouz …

Jean-Yves : O, eus lec'h all moarvat ya zur

Lors : Eus ar broioù pell

Jean-Yves : O ya ya ya ya ya … ha bremañ gant ar « mondialisation » ha tout ar jeu aze … aze maleürus an dra-se a chañch toud « hein »

Lors : A ya mes memestra e faot deomp kontinuiñ da … da

Jean-Yves : Ya

Lors : D'ober traoù amañ ?

Jean-Yves : O neseser eo moarvat, peotramant, ya...

Lors : Peotramant ma vez degaset tout eus lec'h all...

Jean-Yves : A n'eo ket mat ivez moarvat

Lors : Peseurt labourioù a chomo amañ ?

Jean-Yves : O mes nann nann nann nann nann, amañ neus ket nemet nemet an « agro-alimentaire » evel e vez laret o talc'hen … o talc'hen … o talc'hen labour d'an dud dre amañ « hein »

Lors : Ya … hag ar Chinoayed deuet d'ober poultr laezh …

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Lors : Petra a soñj deoc'h eus an dra-se ?

Jean-Yves : Ne oaran ma baeont … ma baeont mat marteze mes ar re-mañ...

Lors : Kaout a ra deoc'h lar a baeont mat ?

Jean-Yves : O pas re ivez moarvat nann nann … ne gredan ket nann ha n'int ket sotoc'h evit ar re all anezho o nann

Lors : Setu …

Jean-Yves : O ya

Lors : Gwelet a vo koa

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Lors : Med bon n'eo ket brao

Jean-Yves : Ne soñjan ket moarvat, o nann nann nann evit ar re … ar re a zo war ar maez bremañ o o o

Lors : Bin, me am eus klevet nevez a zo e oa ur peizant yaouank a zo … en deus bet en em grouget

Jean-Yves : Bez a zo bet, ya ya ya, ya ya ya

Lors : Mes bon ma'z eus re … re war o chouk

Jean-Yves : Bin a-wechoù ya … ya ya ya o ya bez ez eus forhig memes a vez laret « hein » e veze laret ya mes … ya

Lors : Peogwir bremañ a-benn … a-benn kaout ur feurm …

Jean-Yves : O maleürus !

Lors : Pegement a goust ?

Jean-Yves : O maleürus !

Lors : Ne ouiet ket ?

Jean-Yves : O nann pemp pas … pas rabad diouz an dra-se peus ket ken pemp pe c'hwec'h, c'hwec'h kant mil bepred bepred bepred ha c'hoazh ma eo dao deoc'h prenañ an douar hag ar batimañchoù ha tout, emsavoc'h eo deoc'h mond da di ar Chinoayed da labourad, peotramant da labourad evid ar C'hredit Agrikol e-pad rest ho puhez !

Lors : Ya … a-benn ar fin ar beizanted a chom zo sklaved eus ar bank

Jean-Yves : Ya o ya moarvat kalz … ya ya ya

Lors : Setu emichañs e oa start gwechall... tregont vloaz...

Jean-Yves : Ya, mes trankil e vezent

Lors : « Hein » ?

Jean-Yves : Ar re-se a gouske mat !

Lors : Ya

Jean-Yves : O ya, skuizh e vezent, mes mes kousk mat a raent !

Lors : Ya ya

Jean-Yves : E lec'h bremañ, mallozh Doue, gant tout ar gargoù a vez ha tout ar jeu, pop pop pop pop

Lors : Ha... hag an amprestoù..

Jean-Yves : Ya, a ya moarvat, ya ya ya ya

Lors : An dra-se n'eo ket digoust « hein »

Jean-Yves : O nann nann nann, ne soñjan ket nann, pa gallit kaout anezho c'hoazh !

Lors : Ya dija

Jean-Yves : Ya ya ya ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh