Louis Nedellec - Collorec
Lors Jouin 'zo bet o c'houlennata Louis Nedellec 'ba Koloreg.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : ha mod all peseurt istoarioù zo moiaen doc’h kontañ deom war Koloreg parrez Koloreg d’an traoñ ?
Louis : ya Koloreg d’an traoñ ya an drahe vé lar’t
Lors : ‘blam beta vé lar’t Koloreg d’an traoñ ?
Louis : n’ou’on ket, bremañ c’han da gontañ un doc’h
Lors : a ya
Louis : un den ‘ba’ ‘ba’ r c’hermess er skol école Saint Yves oa
Lors : er c’hermesse
Louis : ya kermesse bep blâ vize graet
Lors : ya
Louis : ya oa un den me oa krog’ ev’ ur banne traoù ga kamaraded koa ha eñ oa eu ha eñ oa
Lors : mogn
Louis : ga’ e brec’h un aksidant na bet koa
Lors : ya
Louis : ha oaeñ chom’ invalide koa
Lors : ya
Louis : n’ou’on ket peseurt mod vé lar’t an drahe en brezhoneg n’oun ket
Lors : ampechet
Louis : ampechet ya ya bon ma lar’t deon ‘met dont da wel naon ‘ba ‘r mairie ha me a raio ur goulenn doc’h ha matrehe po po droad kaout
Lors : un tamm moneiz
Louis : un tamm moneiz bennag deut oaeñ dustu an dé warlerc’h petramant …
Lors : d’al lun
Louis : d’ar lun petram’ d’ar meurzh ma lar’t deon peus kim degas paper paper petra ha me ‘reï ar goulenn doc’h da gaout ar
Lors : ar pansion
Louis : ar pansion bon diou pe teier gwech oaeñ deut. Nintra oa na ke na ket na ket ar paperioù oa ma goulet ganton, eizhtez bennak warlerc’h oa kroget toud an dud c’hoarzh’ ‘ba ‘r ru digoué’et oaeñ digoué’et ‘ba ‘r mairie deus Pen’nec’h lec’h e oa lec’h oaeñ ‘chom ha ‘ba ‘r garrigell sell ahe ‘maint doc’h na laket toud ar paper ‘ba ‘r garrigel ha oaeñ deut ‘ba ma buro
Lors : ar garrigel leun koa
Louis : ar garrigel leun 'baper ya
Lors : ha peseurt mod peseurt mod pa graet
Louis : a ben graet ma bet e goulenn deon ha bez na bet e
Lors : e bension
Louis : ya ya
Lors : setu oa bet dao doc‘h dispartiañ an traoù
Louis : ya ya pegeit n’ou’on ket pegeit oan bet mes me rae toud ar goulennoù retred amañ ‘ba Koloreg deus toud ar labourerien douar ya
Lors : setu ‘michañs oc’h gwelet mad gate
Louis : wouai matrehe gant lod gwelet mad mes pas ga’ toud an dud hin
Lors : a nann
Louis : n’oc’h gwelet mad ga’ toud an dud
Lors : nann nann an drahe n’eo ket posubl
Louis : nann nann
Lors : nann nann ha mod all soñj peus pé oa deut an telefon
Louis : ya ya
Lors : petra lare an dud daoust hageon oa aes d’an dud telefoniñ oa ket zur ‘wac’h
Louis : mes me m’eus ane’et koloreg oa un, daou, tri, per telefon
Lors : ha peseurt mod rae rae an dud kozh pé naent c’hoant telefoniñ ? Goul a raent deus un all d’ober
Louis : petram’ dont d’ar mairie d’ar mairie ya dont d’ar mairie ha me ‘delefone dê ya ya
Lors : setu int lare doc’h
Louis : int lare din bon an drahe oa ‘vit gaout kaout ‘vit kaout ar veterinaire alies koa hin
Lors : a ya
Louis : ya ya
Lors : hag an doktor eu
Louis : yo yo
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : ha mod all peseurt istorioù a zo moaien deoc’h kontañ deomp war Koloreg, parrez Koloreg d’an traoñ ?
Louis : ya, Koloreg d’an traoñ an drase a vez laret.
Lors : abalamour da betra e vez laret Koloreg d’an traoñ ?
Louis : n’ouzon ket, bremañ e c’han da gontañ unan deoc’h.
Lors : a ya
Louis : un den ebarzh ebarzh ar c’hermess er skol -- Ecole SaintYves e oa
Lors : er c’hermess
Louis : ya kermesse bep bloaz e vize graet
Lors : ya
Louis : ya e oa un den... me a oa krog 'c'h evañ ur banne traoù gant kamaraded koa hag eñ e oa ivez, eñ e oa...
Lors : mogn ?
Louis : gant e brec’h un aksidant en doa bet koa
Lors : ya
Louis : hag e oa eñ chomet « invalide » koa
Lors : ya
Louis : n’ouzon ket peseurt mod e vez laret an drase e brezhoneg n’ouzon ket
Lors : ampechet
Louis : ampechet ya ya bon am boa laret dezhañ nemet dond da welet ac’hanon ebarzh ar « mairie » ha me a raio ur goulenn deoc’h ha marteze ho po ho po droad kaout
Lors : un tamm monneiz
Louis : un tamm monneiz bennak, deuet e oa eñ diouzhtu an deiz warlerc’h peotramant
Lors : d’al lun ?
Louis : d’ar lun peotramant d’ar meurzh em boa laret dezhañ n’ho peus ken nemet degas paper, paper petra ha me a reï ar goulenn deoc’h da gaout ar...
Lors : ar pansion
Louis : ar pansion bon diou pe teir gwech oa eñ deuet … netra oa n’en doa ket … n’en doa ket… N’en doa ket ar paperioù am boa goulennet gantañ. Eizhtez bennaket warlerc’h e oa kroget toud an dud c’hoarzhin ebarzh ar ru degouezhet e oa eñ degouezhet ebarzh ar « mairie » deus Pennanneac’h e lec’h e oa e lec’h e oaeñ o chom hag ebarzh ar garrigell « sell ! aze emaint deoc’h » en doa lakaet toud ar paper ebarzh ar garrigell ha oaeñ deuet ebarzh ma buro.
Lors : ar garrigell leun koa
Louis : ar garrigell leun a baper ya
Lors : ha peseurt mod peseurt mod ho poa graet ?
Louis : a ben graet am boa bet e goulenn dezhañ ha bez en doa bet e
Lors : e bansion
Louis : ya ya
Lors : setu e oa bet dav deoc’h dispartiañ an traoù
Louis : Ya ya, pegeit... n’ouzon ket pegeit e oan bet med me a rae toud ar goulennoù retred amañ ebarzh Koloreg diouzh toud al labourerien douar ya
Lors : setu emichañs oc’h gwelet mad ganto ?
Louis : wouai marteze gwelet mad mes pas gant toud an dud hein !
Lors : a nann
Louis : n’oc’h ket gwelet mad gant toud an dud
Lors : nann nann an drase n’eo ket posubl
Louis : nann nann
Lors : ha modall soñj ho peus pa oa deuet an telefon ?
Louis : ya ya
Lors : petra a lare an dud, daoust hag eñ e oa aes d’an dud telefoniñ ? Ne oa ket zur awalc’h
Louis : mes me am eus anavezet Koloreg e oa unan, daou, tri, pevar telefon
Lors : ha peseurt mod e rae rae an dud kozh p’o doa c’hoant telefoniñ ? Goulenniñ a raent ouzh unan all d’ober ?
Louis : peotramant dond d’ar « mairie » d'ar « mairie », ya dond d’ar « mairie » ha me a delefone dezho
Lors : setu int a lare deoc’h
Louis : int a lare din an drase e oa evit kaout ar « veterinaire » alies koa hein
Lors : a ya
Louis : ya ya
Lors : hag an doktor ivez
Louis : eo eo