Lucienne Jourdren - Plévin

Lucienne Jourdren - Plévin

Lucienne Jourdren deus Plevin a gont deomp petra eo bevañ 'barzh ur familh micherourien ar maen-glas, mont da labourat war an devezh evit gonid e vara... n'eo ket bet aes bemdez !

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lucienne : Ha war-lerc'h neun, bon, dre m' taemp … me c'hoar 'na … me c'hoar 'oa nao bla kosoc'h 'vidon a beñ é bet chom't hi da labour't 'ba'r ger da zikour mamm da sevel 'c'hamp hag e rae devejoù 'ba ti al labourerien douar pugur ar re-he 'tae da labour't an douar 'touchaent ket mann 'bet ga' mamm nê med me c'hoar … ha m'eus bet g'aet è … 'rae devejoù 'vid mann 'bet koa « hein »

Lors : A aaa

Lucienne : « Voilà », 'rae devejoù ha pe 'weler paeo ar re ell c'hwi 'pa ket mann 'bet da gaou'

Lors : A

Lucienne : 'Vel ma viz' paseet ur c'harr'd voen pe ur c'harr'd traoù 'ba 'r park beñ 'pize un devez pe daou da reiñ

Lors : Ya

Lucienne : Ma viz' kas't ar veuc'h d'ar c'hole 'piz' daou zevez da reiñ

Lors : Daou zevezh ?

Lucienne : Ya ….. ya

Lors : A ya

Lucienne : Mes 'giz-se vé hin … ha set' 'giz-se me c'hoar 'neus bet paset hec'h amzer da da zikour mamm da sevel 'c'hamp koa, « hein »

Lors : Ya ya

Lucienne : Ya

Lors : Med 'ba 'r ger … ped 'oac'h 'ba'r ger ?

Lucienne : beñ, med tri

Lors : Tri è ?

Lucienne : Tri, ya, pugur 'oa me breur ha me, nom 'oa bihan, ha me c'hoar 'na... me c'hoar 'oa nao bla kosoc'h 'vidomp koa, « hein »

Lors : Ya ya

Lucienne : Humm ya, hend-ell 'oam … oam c'hwec'h krouedur koa, « hein »

Lors : A, c'hwec'h krouedur !

Lucienne : Ya, med ar re ell 'oa 'labour't !

Lors : A ya.

Lucienne : Ya

Lors : A ya, dija an tri ell 'oa …'oa 'oa…

Lucienne : Ya ya, just 'wac'h !

Lors : 'Oa vet kuit dija.

Lucienne : Ya ya ya ya ya.

Lors : Ha 'ba …

Lucienne : Ar re-se 'oa kosoc'h koa « hein », set' 'giz-se me zad 'benn neun 'oa 'ba 'r vleñg' [ ba'r vengleuz ] d'ar mare 'oa ar re-se yaouang ha warlerc'h pe neuint ka'et labour, ar re-he 'zo vet da labour't koa « hein »

Lors : Ha peseurt labourioù … peseurt labourioù...

Lucienne : O beñ me c'hoarezed 'oa vet da vatezh koa « hein »

Lors : Ya

Lucienne : 'Oa ket 'met 'n dra-se … d'ar mare-te

Lors : Ya

Lucienne : Seulam't ar cheñchamañchoù 'viz' 'ba 'ba « septembre », ar re nize c'hoant da jom, ar re 'n'im gontante

Lors : A ya d'an dé … Gouel Mikel

Lucienne : Ya med brem' 'ma ket 'giz-se ken koa « hein », brem', brem' 'n hain neus labour c'halla dañ derc'h' nañ è

Lors : Ya

Lucienne : Ya

Lors : Ya

Lucienne : Med d'ar mare-te … d'ar mare-te 'oa labourioù memes tra koa « hein »

Lors : Ya ya ya

Lucienne : Bon d'ar mare 'oa me gwas 'ba 'r vleñge 'ba … 'ba Kermanac'h 'oa-eñ 'benn neun ha... o 'ba Kermanac'h 'ba partoud « hein » pugur d'ar mare-te 'douche an dud ...nann … 'na droad an dud d'ar chomaj med pas touch' mann 'bet 'raent... 'raent ket …

Lors : Touch' mann 'bet da …

Lucienne : ' raent ket … touch chomaj raent ket 'nê '

Lors : 'Blam ' beta

Lucienne : 'Oa ket … 'oa ket ar lezenn 'benn neun … ar pezh a raent é derc'h' o droajoù 'ba ' r « sécurité sociale » ha toud e ma vije ket labour 'zerc'he' o droajoù 'ba …

Lors : ' Ba 'r « sécurité sociale »

Lucienne : Ya « voilà », med pas touch mann 'bet ha meum bet g'aet olala marc'hajoù da bik' beterav'z da zistank' beterav'z ha d'or eu o 'ouian ket ped ped ped park beterav' 'meum bet distañket ha 'gasemp ar vugale ganomp deus ar skool … gasemp ur c'hras-krout dê ar re-he 'jome 'ba kost ar harz da c'hoteï ken 'mizemp, ken 'mizemp echuet hon devezh koa « hein » ha war-lerc'h 'taemp d'ar gêr 'viz' debr' koan ha an dé warlerc'h 'vize adkomañset 'darre ken 'vize adkomañset ar vleñge

Lors : A

Lucienne : Ya

Lors : Ya pugur ar vleñge …

Lucienne : Ma ' viz' ket to … ma viz' ket ...ma viz' ket matier ma peus c'hoant ... beñ 'viz' ret veingleuerien chom 'ba 'r gêr koa « hein »

Lors : Aaaaaa

Lucienne : Ya … hag eürusam' d'ar mare-te laren dac'h 'viz' parkeier traoù « pota... » da zistañka' traoù

Lors : Ya ya

Lucienne : Ya

Lors : Ya ya ha set' bez ' vize tud 'michañs 'ba foñs ar veñgle

Lucienne : Ya

Lors : 'oa 'oa ret dê distañga' blokoù …

Lucienne : A beñ ya « voilà »

Lors : Set ' ar re all …

Lucienne : Ar re ell viz' ret dê chom 'ba 'r gêr

Lors : 'Viz' ret dê gotoz ?

Lucienne : Ya

Lors : 'Benn 'vize …

Lucienne : Ha c'hoazh 'wechoù 'vize … o 'wechoù 'viz' tost ur miz « hein »

Lors : Ur miz !

Lucienne : O ya … bas ('barzh) 'viz' gal't kaout matier en-dro koa « hein »

Lors : A ya blokoù 'wac'h da …

Lucienne : Blokoù 'wac'h dê ya

Lors : Da jeñch 'maez koa

Lucienne : Ya ha m'eus soñj... 'm eus soñj 'benn vizemp paeet 'vid ur park beterab'z pé vid ar pezh vi'e g'aet 'laken an erc'hant 'ba un « enveloppe » ha … ha laren 'giz-m' matrese aze mo trawac'h d'or ur miz ha 'laken re ell neun 'ba un « enveloppe » ell med 'benn neuhe alies 'wech ' viz' adkomañset ar vleñge koa

Lors : A

Lucienne : Ya o ya gwel't neus an den « du dur » 'vel vé lar't è koa « hein »

Lors : Ya ya ya ya

Lucienne : Ya med anfin chañs m'eus bet ga' 'n Aotroù Doue lar't 'maon bet lesket yec'h

Lors : Ya

Lucienne : Ha me gwas ha me ha reusis't meump bet da brenañ hon di ha da brenañ hon draoù war-lerc'h hag …

Lors : A ya, an ti amañ 'zo dac'h ?

Lucienne : Ya ya ya

Lors : Pell 'zo ?

Lucienne : O ya o ya 'ba peseurt bla'ezh, a beñ ar bla'ezh 'oam' deut amañ, « en soixante-et-onze »

Lors : A

Lucienne : « en soixante-et-onze »

Lors : Ya ar blâvezh mil nao c'hant unneg ha tri-ugent

Lucienne : « hein » ? ya ya hag ar veranda 'mamp ga'et war-lerc'h ha ...med ar veranda 'ma vet 'ma ga'et pé 'oa vet me gwas in retred

Lors : A ya

Lucienne : Ka' 'n 'om avañturaec'h ket d'or labourioù kadaon (gand-aon) arete ar vleñge

Lors : A beñ nann

Lucienne : Mes pé oa-eñ 'ba i retred pugur 'na-eñ ur retred vad e beñ mamp gal't memestra renk' hon draoù koa « hein »

Lors : Ya ya pugur ' faot ket dispign' …

Lucienne : A beñ nann

Lors : Ar pezh 'peus ket

Lucienne : « voilà c'est ça « nann a nann

Lors : Ya kadaon e …

Lucienne : Ya just 'wac'h kadaon … 'niz' bet lar't-eñ bon n'eus ket labour dao é de chom 'ba 'r gêr

Lors : Ya kar...

Lucienne : ha viz' ket dre e faot deoñ … 'viz' ket dre e faot

Lors : Nann nann

Lucienne : A nann nann ha c'hoazh alies wech pé viz' echuet gantoñ e labour 'ba 'r vleñge a laboure an douar 'benn neun tro miz ar voen ha miz eost brem' beñ 'viz v\foenn da charre' ha ed da zorn' d'ar mare-te 'oa ket « moissonneuse » c'hoazh

Lors : Nann

Lucienne : Ha warlerc'h e devezh 'c'hae-eñ da charre' foen pé da zorn' pé da … pé da serri' pato pé d'or ar pezh vi'e d'or

Lors : Ya ya ya

Lucienne : An dra-se 'viz' en tu ell da d'al labour memes tra … en tu all d'ar pae ma peus c'hoant

Lors : Ya ya

Lucienne : Ya ya ya, ha pé 'oam' 'ba Ker an Tal neun 'oa ur poulaih ha me ' rae, me 'rae yer

Lors : A ya ?

Lucienne : Bet « des poulets » ha neuhe « des pintades » è

Lors : Ya ya, ha kalz ' raec'h ?

Lucienne : O 'oa ket 'c'hat, ar poulailh' 'oa ket bras nañ … pemp kant ' raen

Lors : Pemp kant ?

Lucienne : Pemp kant ya med d'ar mare-te 'oa poulaiheroù bihan 'giz-se « hein »

Lors : Ya

Lucienne : Ya

Lors : Ya', ba' r gomañsamant 'oa …

Lucienne : Ya just ' wac'h ya ya ya

Lors : Pell war-lerc'h neuint braseet, koa

Lucienne : Ya just 'wac'h ya med 'war-lerch 'oamp deut amañ de jom ha set' a-giz-se … ya

Lors : Ya ha c'hoazh m'eus kle'et lar't, lar ken a vrasee ar poulaiheroù 'oa muioc'h kleñvéioù ?

Lucienne : Ya, gwir é ya, gwir é

Lors : Pugur 'oa re 'sames, koa

Lucienne : Ya, ha warlerc'h neun pé ' oa eo ppff pell 'ouian ket ped blâ 'zo, 'oa an traoù « aux normes » ken ha 'oa laket an dud da gaout ouian ket pegement frejoù koa è … 'ba 'r poulailheroù hag 'n traoù

Lors : Ya 'benn laka' nê « aux normes européennes » koa

Lucienne : Ya beñ « voilà » just 'wac'h


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lucienne : Ha war-lerc'h neuze bon dre ma teuemp … ma c'hoar he doa … ma c'hoar a oa nav bloaz koshoc'h evidon … a beñ eo bet chomet hi da labourat e-barzh ar gêr da sikour mamm da sevel ac'hanomp, hag a rae devezhioù e-barzh ti al labourerien-douar peogwir ar re-se a deue da labourat an douar ne douchent ket mann ebet gant mamm anezho mes ma c'hoar... ha me am eus graet ivez... a rae devezhioù evit mann ebet koa

Lors : A aaa

Lucienne : « Voilà », a rae devezhioù ha pa weler paeañ ar re all c'hwi n'ho poa mann ebet da gaout

Lors : A aaa

Lucienne : Evel ma veze paseet ur c'harrad foenn pe ur c'harrrad traoù e-barzh ar park, beñ ho peze un devezh pe daou da reiñ

Lors : Ya

Lucienne : Ma veze kaset ar vuoc'h d'ar c'hole a veze daou zevezh da reiñ

Lors : Daou zevezh ?

Lucienne : Ya … ya

Lors : A beñ « dis donc » !

Lucienne : Mes e-giz-se e vez « hein » setu e-giz-se ma c'hoar he deus bet paset hec'h amzer da … da sikour mamm da sevel ac'hanomp koa « hein »

Lors : Ya ya

Lucienne : Ya

Lors : Mes e-barzh ar gêr... pet e oac'h e-barzh ar gêr neuze

Lucienne : Beñ … mes tri …

Lors : Tri ivez !

Lucienne : Tri ya peogwir e oa ma … ma breur ha me ni a oa bihan ha ma c'hoar he doa … ma c'hoar a oa nav bloaz koshoc'h evidomp koa

Lors : Ya ya

Lucienne : Hmm hmm a-hend-all e oamp … e oamp c'hwec'h krouadur koa « hein »

Lors : A, c'hwec'h krouadur !

Lucienne : Ya … mes ar re all a oa o labourat

Lors : A ya

Lucienne : Ya

Lors : A ya dija an tri all a oa aet kuit dija koa

Lucienne : Ya just a-walc'h ya ya ya …

Lors : Hag e-barzh …

Lucienne : Ar re-se a oa koshoc'h koa « hein » setu a-giz-se ma zad a-benn neuze e oa e-barzh ar vengleuz d'ar mare e oa ar re-se yaouank ha war-lerc'h p'o deus kavet labour ar re-se a zo aet da labourat koa « hein »

Lors : Ha peseurt labourioù … peseurt labourioù …

Lucienne : O beñ ma c'hoarezed a oa aet da vatezh koa « hein »

Lors : Ya

Lucienne : Ne oa ket nemet an dra-se d'ar mare-se

Lors : Ya

Lucienne : Seulamant ar chañchamantoù a veze e-barzh … e-barzh « septembre » ar re en deze c'hoant da chom … ar re … ar re en em gontante

Lors : A ya da … deiz Gouel Mikel

Lucienne : Ya

Lors : Ya

Lucienne : Mes bremañ n'emañ ket a-giz-se ken koa « hein » bremañ … bremañ an hini en deus labour a c'hall dezhañ derc'hel anezhañ ivez

Lors : Ya

Lucienne : Ya

Lors : Ya

Lucienne : Mes d'ar mare-se … d'ar mare-se a oa labourioù memes tra koa « hein »

Lors : Ya ya ya

Lucienne : Ya bon d'ar mare e oa ma gwaz e-barzh ar vengleuz e-barzh … e-barzh Kermanac'h oa-eñ a-benn neuze … ha o e-barzh Kermanac'h, e-barzh partoud ivez peogwir d'ar mare-se a douche an dud … nann … en doa droad an dud d'ar « chomage » mes pas touchañ mann ebet... ne raent ket

Lors : Touchañ mann ebet da …

Lucienne : Ne raent ket … touchañ … touchañ « chomage » na raent anezho

Lors : Abalamour da betra ?

Lucienne : Ne oa ket … ne oa ket al lezenn a-benn neuze … ar pezh a raent eo derc'hel o droajoù oa e-barzh ar « sécurité sociale » ha toud e ma ne veze ket labour a zalc'he o droajoù e-barzh …

Lors : E-barzh ar « sécurité sociale » ?

Lucienne : Ya « voilà »

Lors : Mes pas …

Lucienne : Mes pas touchañ mann ebet … hag hon eus bet graet olala marc'hadoù ...da bikañ beteravez, da zistakañ beteravez ha d'ober … o ne ouian ket pet ...pet ... pet parkad beteravez hon eus bet distanket hag a gasaemp ar vugale ganeomp diouzh ar skol … a gasaemp ur « c'has-krout », ar re-se a chome e-barzh kost ar c'harzh da c'hortoz ken hon deze … ken hon deze echuet hon devezh koa « hein » … ha war-lerc'h e teuaemp d'ar gêr evit debr' koan ha … an deiz war-lerc'h e veze adkomañset adarre, ken a veze adkomañset ar vengleuz !

Lors : A

Lucienne : Ya

Lors : A peogwir ar vengleuz … ar vengleuz …

Lucienne : Ma ne veze ket to, ma ne veze ket … ma ne veze ket « matière » m'ho peus c'hoant beñ e veze ret d'ar vengleuerien chom e-barzh ar gêr koa « hein »

Lors : A

Lucienne : Ya … hag eurüzamant d'ar mare-se a laren deoc'h a veze parkeier traoù « pota ... » (potaj) da zistakañ traoù

Lors : Ya ya

Lucienne : Ya

Lors : Ha setu bez' e veze tud emichañs e-barzh foñs ar vengleuz ?

Lucienne : Ya

Lors : … e oa … e oa ret dezho distagañ blokoù … a-benn …

Lucienne : A beñ ya « voilà »

Lors : Ha setu ar re all e veze …

Lucienne : Ar re all e veze ret dezho chom e-barzh ar gêr

Lors : E veze ret dezho gortoz

Lucienne : Ya

Lors : A-benn a veze …

Lucienne : Ha c'hoaz a-wechoù … a-wechoù a veze tost ur miz « hein »

Lors : Ur miz

Lucienne : O ya … 'barzh a veze gallet kaout « matière » en-dro koa

Lors : A ya blokoù awalc'h

Lucienne : Blokoù awalc'h da …

Lors : Da sachañ er-maez koa

Lucienne : Ya ha 'm eus soñj... 'm eus soñj … a-benn e vezen paeet evit ur park beteravez pe evit ar pezh a veze graet e lakaen an arc'hant e-barzh un « enveloppe » hag a laren e-giz-mañ marteze aze am bo tra-walc'h d'ober ur miz hag a laken re all neuze e-barzh un « enveloppe » all, mes a-benn neuze alies gwech a veze adkomañset ar vengleuz koa

Lors : A

Lucienne : O ya gwelet en deus an den « du dur », evel e vez laret ivez koa « hein »

Lors : Ya ya ya ya

Lucienne : Mes erfin chañs 'm eus gant an aotrou Doue lar emaon bet laosket yac'h !

Lors : Ya

Lucienne : Hag ma gwaz ha me ha reusiset hon eus bet da brenañ hon di ha da brenañ hon draoù war-lerc'h ha da …

Lors : A ya, an ti amañ a zo deoc'h ?

Lucienne : Ya ya ya ya ya

Lors : Pell a zo?

Lucienne : O ya … o ya e-barzh peseurt bloavez … a beñ ar bloavez e oamp deuet amañ « en soixante et onze »

Lors : A

Lucienne : « en soixante-et-onze » ya hmm

Lors : Ar bloavez mil nav c'hant unnek ha tri-ugent

Lucienne : « hein » ? ya ya hag ar « veranda » hon eus graet war-lerc'h hag … mes ar « veranda » am boa bet … am boa graet pa oa aet ma gwaz e retred

Lors : A ya

Lucienne : Kar n'en em avanturec'h ket d'ober labourioù gandaon (gant aon) a arete ar vengleuz

Lors : A beñ nann

Lucienne : Mes pa oa aet-eñ e-barzh e retred peogwir en doa-eñ ur retred vad, e beñ hon doa gallet memestra renkañ traoù koa

Lors : A ya peogwir ne faot ket dispignañ …

Lucienne : A beñ nann …

Lors : Ar pezh n'ho peus ket

Lucienne : « voilà c'est ça » nann

Lors : Nann

Lucienne : Nann nann

Lors : Ya gandaon (gant aon)...

Lucienne : Ya just a-walc'h gandaon … e vije bet laret dezhañ bon n'eus labour bon dao da chom e-barzh ar gêr

Lors : A ya kar …

Lucienne : Ha ne vije ket dre e faot dezhañ … ne vije ket dre e faot « hein »

Lors : nann

Lucienne : Nann nann nann, ha c'hoazh alies 'wech pa veze echuet e devezh gantañ e-barzh ar vengleuz a laboure an douar a-benn neuze tro miz ar foenn ha miz eost bremañ beñ a veze foenn da charrat ha ed da zornañ, d'ar mare-se ne oa ket « moissonneuse » c'hoazh

Lors : Nann

Lucienne : Ha war-lerc'h e devezh ez ae-eñ da charrat foenn pe da zornañ pe da serriñ pato, pe d'ober ar pezh a veze d'ober

Lors : Ya ya ya

Lucienne : An dra-se a veze en tu all da … d'al labour memes tra … en tu all d'ar pae m'ho peus c'hoant

Lors : Ya ya ya ya

Lucienne : Ya ya ha pa oan e-barzh Ker an Tal neuze a oa ur poulaier ha me a rae … me a rae yer

Lors : A ya

Lucienne : Bet « des poulets » ha neuze « des pintades » ivez

Lors : A ya

Lucienne : Ya

Lors : Ha kalz a raec'h ?

Lucienne : O ne oa ket moarvat ar poulaier ne oa ket bras anezhañ … pemp kant a raen

Lors : Pemp kant ?

Lucienne : Pemp kant, ya ya, mes d'ar mare-se a oa poulaieroù bihan e-giz-se « hein »

Lors : Ya ya ya e-barzh ar gomañsamant e oa

Lucienne : Ya just a-walc'h ya … ya ya

Lors : Pell war-lerc'h en deus braseet koa

Lucienne : Ya, just a-walc'h ya, mes war-lerch ez omp amañ o chom ha setu e-giz-se … ya

Lors : Ha c'hoazh m'eus klevet laret lar ken a vrasae ar poulaieroù a oa … a oa muioc'h kleñvejoù

Lucienne : Ya gwir eo, ya gwir eo !

Lors : Peogwir e oa re asambles koa

Lucienne : Ya, ha war-lerc'h neuze pa oa erruet ar … poff pell … ne ouian ket pet vloaz zo ne oa ket an traoù « aux normes », ken hag e oa lakaet an dud da gaout ne ouian ket pegement a frejoù koa ivez ...ar poulaieroù hag an traoù …

Lors : Ya a-benn lakaad anezho « aux normes européennes » koa

Lucienne : Beñ « voilà », ya, just a-walc'h

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh