Marcel Le Meur - Carnoët

MARCEL LE MEUR-MPEG-4

Marcel Le Meur, deus Karnoed, a gont deomp diwar-benn e avanturioù gant ar merc'hed.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:

Lors : Ha mod all hend all ‘vid konta’ un tamm deus ar merc’hed … kar brem’ brem’ out paotr yaouank koz ?

Marsel : Ya, ya, ya

Lors : set’ ‘vel ar ré all, eu... out oblijet d’hont da glesk’... da glask ‘...

Marsel : Daon’ ya, ya...

Lors : set’, gall ‘ rit, gall ‘ rez kaout...

Marsel : Bet … bet ‘ma ane’et un goud’ oa maro ma gwreg … daou vlâ goude ha hou’m oa ‘ba Gwengamp du-he … kontet m’eus dit damaïk

Lors : Ha ‘ba plec’h peus bet rankontret neï ?

Marsel : ‘ba Gwengamp ‘ba ti ma genitervez, ‘ma lar’t dit damaïk, ouzez ‘wac’h !

Lors : Ha peseurt mod ‘pa, ‘pa kinniget deï ?

Marsel : Lar’ ‘ma deï -- hi lar « moi j’connais…’ » « me aneon ket Marsel », ben ‘ma lar’t deï roï din da « numéro » delefon din, a-mod-se me delefono dit ma zigouéo « une panne » treusk’ Gwengamp ha ‘ma telefon’ deï … ‘o lar’t din mont da wel neï ar sul warlerc’h, neun, ha m’eus bet presant’ neï deus ma bugale ha toud hein … ha ya ya, ur plac’h komod ‘oa. He c’hoar ‘na foutet bec’h etre’emp ! …

Lors : A ?

Marsel : Ya !

Lors : Peseu' mod ?

Marsel : Peseu' mod ? Hi « dis donc », hi oa aet da skleroziñ deus he diouharr Da Sant – Brieg ha pe oa ‘na lar’t din mont d’ar yaou di, pugur c’hae d’ar yaou ha chom ene d’ar yaou d’an noz ha mont da sortial he c’hi deï d’ar yaou d’an noz, ha dibi ma c’hoan ene ha toud, ha chom da gousk ene ha toud, ha sortial ar c’hi an dé warlerc’h med he c’hoar ‘na telefon’ din ‘hont d’ar, ‘hont d’ar frijider 'oan ….. da wel’ petra oa da zibi da goan… ha ‘na lar’t din « mé ‘ zo hont d’erru’ ‘ba ti Josette... » « a nann Annick », ‘ma lar’t deï, « Josette ‘ma ket amañ, med deus da zibi ur bannc’h soubenn ganin 'ta neun ta' ! »
Ha mé ‘vel ur gleukez, mé oa aet ha ‘na lar’t din « ma mab ‘vo ahe damaïk è », pe oan ‘n’om ga’at ene neun ‘na lar’t din, bon pe oan bet ‘oa ket ‘met daou blad.
« P'lec’h ‘mañ Michel neuhe ? » ‘ma goulet ganti.
« A aet é "en piste" », ‘lar din ! Bon mad é ... 
« Bon Marsel aneo ‘rez ‘n tu traoñ da ma di amañ, bremañ c’han da zeusk an tu krec’h dit, hein, penn creac'h », ha ‘na esaet despugn ‘c’haon ‘ba ‘r gambr ene, ‘lar’t din « amañ ‘vo kenkoulz kousk ‘ba ti Josette », eu ha oan ket aet ha ‘ma lar’t deï « nann, n’an ket d’or’ an dra-he da Josette », ha lare din pas lar da zen ebet, med houm ‘oa aet an dé warlerc’h da di he mamm ha lar’t d’he mamm, ha d’ar sarn’ neun da nav eur mé mije « tendance » telefon da Josette, ha ma lar’t « ma lou-bihan » deï, « Ya 'c'hall 'rez lar't ma lou-pihan a‑imant (sûrement) » na lar’t din hein … dont amañ ‘benn ar sul goude leign da ziv eur hein...
Pe oan ‘nom ga’at kaout ‘ra din mije bet diou glakenned diganti, bon 'oam chomet mod-sé trankil ha brao ha da zé gouel Nedeleg neun oan aet d’or’ « réveillon » di ha bon... 
Mé oa aet d’azeo war ar c’hanapé ene ha hi oa welc’h he zraoù (vaisselle) he saout pe oan ‘n’om ga’at tal ma c’hichen neun, rae ket ‘met sell ‘dreuz diou'in. « Med klañv out Josette, pé petra ? » ‘ma goul' ganti. « N’on ket » lar din « med mé meus c’hoant da jom me-un ». Ma, me 'sevel : « mac'had mé zo memes mod eu » -- « Voilà ». Ha neun d’ar c’hwec’h war ‘n ugent ‘viz genver oam ‘n’om sépartiet ha échu … komz 'bet goude !
A wechoù ‘ delefon din « ‘peus ket c’hoant adkomañs’ ? » « Nann » ‘ma lar’t deï. Ha ‘ma bet ka’at un diou goude, teier « de passage » ‘mod-se.

Lors : Ben c’hwi peus « succès » !

Marsel : Ya ya ya ya !

Lors : Ha ‘baoe, debaoe peus ket bet ka’et un all prop ?

Marsel : Nann, ‘boé on chomet, ‘boé m’eus ka’et houm’ all ‘ba Karnod amañ neun...

Lors : A, ‘ba Karnod peus ka’et...

Marsel : Ya ya ya ya ya !

Lors : Ben kontet deom un tamm...

Marsel : Ya ya ya...

Lors : Peseu' mod ‘peus ka’et houm’ ?

Marsel : Peseu' mod ? Laket ‘na ur machinn, un « annonce » ‘ba ‘r Poher memes teier sun ‘zo

Lors : A, med névé ‘zo neun !

Marsel : Ya ha ‘na laket he numéro telefon, petra ‘ma graet, ‘ma telefon’ deï...

Lors : ‘lar’t petra ?

Marsel : Klasket ‘ma, klasket ‘ma ‘ba Duod ha toud pugur ‘oa 21 56 85 ‘ma soñjet an dra-he zo Duod ! 56, oa ket numéro 56 ‘ba Karnod 52 53 51 é Karnod, med brem’ ‘ta tud all deus partoud è ouzez ‘wac’h...

Lors : Ba ya !

Marsel :Bonn ‘ma telefon’ deï ‘ma lar’t deï « kle’et m’eus gwel’t m’eus war ar Poher lar 'c’h out ‘klask ur paotr », « ya c’ha ! » ‘ lar din « deus pelec’h out ? » lar din.
« Deus Karnod » ‘ma lar’t deï « piou out neun, Marsel Meur ? Med deus da wel’t c’haon neun » lar din, « da lar’t bonjour din memestra », ha oan aet dustu !


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Ha mod-all a-hend-all evid kontañ un tamm diouzh ar merc’hed … lar bremañ out paotr yaouank kozh ?

Marsel : Ya ya ya...

Lors : Setu evel ar re all ivez out oblijet da glask, da glask...

Marsel : Daonet, ya ya !

Lors : Setu gallout a rit, gallout a rez kaout...

Marsel : Setu, bet am boa anavezet unan goude e oa maro ma gwreg … daou vloaz goude, hag houmañ e oa e-barzh Gwengamp du-hont… kontet am eus dit bremaïk

Lors : Ha e-barzh pelec’h az peus bet rankontret anezhi ?

Marsel : e-barzh Gwengamp, e-barzh ti ma genitervez am boa laret dit bremaïk, ouzez awalc’h !

Lors : Ha peseurt mod az poa kinniget dezhi …

Marsel : Laret am boa dezhi … Hi a lar « moi j’connais … » « me n’anavezan ket Marsel », ben am boa laret dezhi ro din da « numéro » delefon din ar mod-se me a delefono dit ma zegouezo « une panne » etreseg Gwengamp, ha am boa telefonet dezhi … e oa laret din mont da welet anezhi ar sul war-lerc’h neuze, hag am eus presantet anezhi diouzh ma bugale ha toud hein … ha ya ya ur plac’h komod e oa, he c’hoar en doa foutet bec’h etrezomp.

Lors : Ya ?

Marsel : Ya

Lors : Peseurt mod ?

Marsel : Peseurt mod ? Hi « dis donc » hi e oa aet da skleroziñ diouzh he diouc’harr da Sant-Brieg ha pa oa ... he doa laret din mont d’ar yaou ha chom eno d’ar yaou da noz, ha mont da sortial ar c’hi dezhi d’ar yaou da noz, ha debriñ ma c’hoan eno ha toud, ha chom da gousked eno ha toud ha sortial ar c’hi an deiz war-lerc’h, mes he c’hoar he doa telefonet din …. O vont … o vont d’ar frijider e oan da welet petra e oa da zebriñ da goan … hag en doa laret din : me a zo o vont d’erruout e-barzh ti Josette … a nann Annick am boa laret dezhi, Josette n’emañ ket amañ, mes deus da zebriñ ur bannac’h soubenn ganin eta neuze eta.
Ha me evel ur gleukez, me a oa aet ha en doa laret din « ma mab a vo aze bremaïk ivez » pa oan en em gavet eno neuze en doa laret din bon … pa oan bet ne oa ket nemet daou blad … « pelec’h emañ Michel neuze ? » am boa goulennet ganti. « A, aet eo “en piste” » a lar din ! Bon, mad eo !
« Bon Marsel, anavezout a rez an tu traoñ diouzh ma di amañ, bremañ ec’h an da ziskouez an tu krec’h dit hein », 'benn e-krec’h he doa esaet dastum ac’hanon e-barzh ar gambr eno o larout din « amañ e vo kenkoulz kousk e-barzh ti Josette ivez » ha oan ket aet, ha 'm boa laret dezhi « nann, ne 'c’h an ket d’ober an dra-se da Josette » ha 'lare din pas laret da zen ebet, mes houmañ e oa aet an deiz war-lerc’h da di he mamm, ha laret d’he mamm, ha d’ar sadorn neuze da nav eur me am bije « tendance »telefoniñ da Josette ha 'm boa laret « ma loupihan » dezhi.
« Ya c’hall a rez laret ma loupihan aïmant » en doa laret din hein … dont amañ a-benn ar sul goude lein da ziv eur hein … pa oan en em gavet … kaout a ra din am bije bet diou glakennad diganti. Bon e oan chomet ar mod-se trankil ha brao ha da zeiz gouel Nedeleg neuze e oan aet d’ober « réveillon » di ha bon … me a oa aet d’azezañ war ar c’hanapé eno, ha hi e oa o walc’hiñ he zraoù pa oan en em gavet tal ma c’hichen neuze. 
Ne rae ket nemet sellet a dreuz diouzhin … « mes klañw out Josette pe petra ? » am boa goulennet ganti. 
« N’on ket », a lar din, « mes me am eus c’hoant da jom ma-unan » … Ma me o sevel « moarvat me a zo memes mod ivez ! » 
« Voilà » ha neuze d’ar c’hwec’h warn-ugent a viz genver e oamp en em separtiet hag echu … komz ebet goude …. A-wechoù a delefon din : « n’az peus ket c’hoant adkomañs ? » « Nann » am boa laret dezhi, ha 'm boa bet kavet diou teier « de passage » ar mod-se.

Lors : Ben c’hwi peus « succès »

Marsel : Ya ya ya ya !

Lors : Ha abaoe, debaoe, n’az peus ket bet kavet unan all prop ?

Marsel : Nann, abaoe on chomet, abaoe am eus kavet houmañ all e-barzh Karnod amañ neuze...

Lors : A, e-barzh Karnod az peus kavet ?

Marsel : Ya ya ya ya ya !

Lors : Ben kontit deomp un tamm...

Marsel : Ya ya ya

Lors : Peseurt mod az peus kavet houmañ ?

Marsel : Peseurt mod ? lakaet en doa ur « machine », un « annonce » , e-barzh ar Poher memes, teier sizhun zo.

Lors : A, mes, nevez a zo neuze !

Marsel : Ya ha en doa lakaet he « numéro » telefon. Petra am boa graet... am boa telefonet dezhi.

Lors : O laret petra ?

Marsel : klasket am boa ... klasket am boa e-barzh Duod ha toud peogwir e oa "21 56 85" am boa soñjet an dra-se a zo Duod, 56, ne oa ket « numéro » 56 e-barzh Karnod : 52 53 51 e Karnod, mes bremañ e ta tud all diouzh partoud ivez, ouzez awalc’h !

Lors : Ba ya...

Marsel : Bonn, am boa telefonet dezhi, am boa laret dezhi « klevet am eus, gwelet am eus war ar Poher da laret 'c’h out o klask ur paotr... » « ya moarvat » a lar din, « eus pelec’h out ? » a lar din … « eus Karnod » am boa laret dezhi.
« Piou out neuze ? Marsel Meur ? Mes, deus da welet ac’hanon neuze » a lar din, « da laret bonjour din memes tra ! » hag e oan aet diouzhtu !

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh