Marcel Tallec - Cleden-Poher

MARCEL TALEC-MPEG-4

Marcel Tallec, deus Kleden-Poher, a gomz deomp deus e vicher labourer-douar.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:

Lors : Bez peus bet graet gwiniz­du ?

Marsel : Me m’eus ket bet hadet gwiniz­du gwech ebet

Lors : A nann, ha segal ?

Marsel : Segal m’eus ket bet graet è

Lors : Gwiniz ha heï ?

Marsel : Ya

Lors : Kerc’h ?

Marsel : Kerc’h, ya, kerc’h hag heï eu met paotr paour 'benn vé despunet nê an dra­he zo ‘n diferz, peus ket ‘met sell’ raog vé dao c’hoari ga’ ‘n droc’herez vihan war­lerc’h neun oa deut ar « lieuse ». A A bremañ larer omp solud... surtoud oa deut an trakteur ha toud, vi’e laket ar lieuse war­lerc’h an trakteur houmañ vije « ur paz 'penneï » 'vit troc'h ur parkad ed. C’hoazh vi’e dao charr nê c’hoazh

Lors : A ya

Marsel : Ha war­lerc’h vi’e dao bodenniñ nê ‘vit prepariñ,

Lors : A ya setu vi’ent lakaet en ur vodenn

Marsel : Ur vodenn ‘vit prepariñ, ‘vit ober un devezh dorn koa, ‘vit dorn’ nê

Lors : Ya ya ya

Marsel : Setu toud an dra­he rae labour, sell, kichen bremañ ga ‘r « moissonneuse », brououou !

Lors : Toud ‘ba ‘n taol

Marsel : Toud ‘ba ‘n taol ! Hag ar ar greun ‘ba ‘r « remorque » setu raog vi’e dao vi’e laket ‘ba ‘r sac’h

Lors : Ya

Marsel : Ha c’hoazh neun vi'e ar « batteuse ». Vi’e dao vi'e ar sac'h war ar « batteuse » ha vi’e dao pouezañ pouezañ ar...

Lors : Ar sac’h

Marsel : Ar sac’h ha toud, med ‘ba'z kas neon da Bont Triffin du­he d’ar vagajin

Lors : Ha kas nê da Bont Triffin da...

Marsel : Ya, 'ba Bont Triffin oa magajinoù, ‘vit digemer ar gwiniz koa

Lors : A ya ha da belec’h vi’e kaset ar gwiniz war- lerc’h ?

Marsel : O war­lerc’h neuhe ‘ba belec’h vize meilhoù. Ha belec’h vi’e graet « aliment »

Lors : A ya

Marsel : Gwechall ‘ oa ket kement­se greun

Lors : Nann, med oa ket d’ober bara, koa

Marsel : A yeo a yeo ar gwiniz oa a giz­se. Ahe oa deut ur « variété Progress » vi’e graet deusoutañ ha hen'zh rae da veked da veked 25 « quintaux »

Lors : A ya

Marsel : Setu hen'zh oa oa c’houne’e un tamm mad war an hin’ all dija pugur an hin’ all rae ket ‘met 20 neon

Lors : Peseurt hin’ ?

Marsel : ‘N hin’ ‘n hin’ ‘n hin’ kentañ oe vi’e hadet Oa ket ‘met « 20 quintaux »

Lors : Ya

Marsel : Ha eñ oa deut « variété Progress » hen'zh rae « 25 quintaux »

Lors : 25 pemp warn­ugent

Marsel : Ya med seulamant war­lerc’h oa deut ar gwiniz gwenn vi’e graet è ha ahe oa komanset da gaout « 40 quintaux ». A ahe oa chañchet ha war­lerc’h neuhe oa deut « le blé fourrager » ha hen'zh neuhe zigoue’e ‘ba « 80 » ha « 100 quintaux »

Lors : ha bremañ

Marsel : med bremañ eo se

Lors : bremañ

Marsel : med bremañ zo « les blés » zo toud zo « des blés fourragers »

Lors : Ya ya setu ‘ba pelec’h vé hadet gwiniz d’ober bara ?

Marsel : O war plaenennoù ‘ dlefe be' graet


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bez ho peus graet gwinizh­-du ?

Marsel : Me n'am eus ket bet hadet gwinizh­-du gwech ebet

Lors : A nann... ha segal ?

Marsel : Segal n'am eus ket bet graet ivez

Lors : Gwinizh hag heiz ?

Marsel : Ya

Lors : Kerc'h ?

Marsel : Kerc'h ya kerc'h hag heiz ivez met, paotr paour, a­-benn 'vez daspunet an dra-­se a zo un diferañs, n'ho peus ket nemet sellet araok e vez dav c'hoari gant an droc'herez vihan, war- lerc'h neuze e oa deuet ar « lieuse ». Ha ha bremañ 'larer omp solud, surtout e oa deuet an trakteur ha tout, e vize lakaet ar « lieuse » war­lerc'h an trakteur. Houmañ 'vize (ur paz 'penn 'nezhi ?) 'vit troc'hañ ur parkad ed. C'hoazh e vize dav charrañ anezho c'hoazh !

Lors : A ya

Marsel : Ha war­lerc'h e vize dao bodenniñ anezho evit prepariñ, evit dornañ anezho

Lors : A ya setu e vizent lakaet en ur vodenn

Marsel : Ur vodenn evit prepariñ evit ober un devezh dorn koa

Lors : Ya Ya ya

Marsel : Setu tout an dra­se a rae labour sell e­kichen bremañ gant ar « moissonneuse », brououou !

Lors : Tout e­barzh an taol

Marsel : Tout e­barzh an taol hag ar ar greun e­barzh ar « remorque », setu araok e vize dav e vize lakaet e­barzh ar sac'h

Lors : Ya

Marsel : Ha c'hoazh neuzen e vize ar « batteuse » ... vize dao 'vize ar sac'h war « batteuse » ha 'vize dao pouezañ ar... pouezañ ar...

Lors : Ar sac'h

Marsel : Ar sac'h ha toud mes 'barzh ('raok) kas anezhañ da Bont­Triffen du­se d'ar vagajin

Lors : A kas anezho da Bont­ Triffen da...

Marsel : Ya, 'ba' Bont­ Triffen e oa magajinoù, evit degemer ar gwinizh koa

Lors : A ya ha da belec'h e vize kaset ar gwinizh war­-lerc'h ?

Marsel : O war­-lerc'h neuze e­barzh ba lec'h e vize meilhoù ha ba lec'h e vize graet « aliment »

Lors : A ya

Marsel : Gwechall ne oa ket kement­-se greun

Lors : Nann mes ne oa ket d'ober bara koa

Marsel : Ah eo ah eo ! ar gwinizh 'oa e giz­-se aze e oa deuet ur « variété Progress » e vize graet dioutañ, ha hennezh a rae da vetek da vetek « 25 quintaux »

Lors : A ya

Marsel : Setu hennezh e oa e oa... a c'houneze un tamm mad war an hini all dija, peogwir an hini all ne rae ket nemet « 20 » anezhañ

Lors : Peseurt hini ?

Marsel : An hini, an hini an hini kentañ e oa e vize hadet ne oa ket nemet « 20 quintaux »

Lors : Ya

Marsel : Ha eñ e oa deuet « variété Progress » hennezh a rae « 25 quintaux »

Lors : « 25 » pemp warn­ugent

Marsel : Ya mes seulamant war­lerc'h e oa deuet ar gwinizh gwenn e vize graet ivez hag aze e oa komañset da gaout « 40 quintaux » ha aze e oa chañchet, ha war­lerc'h neuze e oa deuet « le blé fourrager », hag hennezh neuze a zegoueze e-­barzh « 80 » ha « 100 quintaux »

Lors : Ha bremañ ?

Marsel : Mes bremañ eo se

Lors : Bremañ ?

Marsel : Mes bremañ a zo « les blés » a zo toud a zo « des blés fourragers »

Lors : Ya ya, setu e­barzh pelec'h a vez hadet gwinizh d'ober bara ?

Marsel : O, war ar plaennenoù 'dlefe bezañ graet.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh