Marcel Tosser - Berrien
Marsel Tosser, deus Berrien, a gont deomp diwar-benn istor e familh, hag e dad a oa bouloñjer.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:
Marsel : Setu an tri-te zo aet goude-sé, pe oaint deut ma zad oa kim seitek vlâ hag an daou gosañ oa an hin’ oa ganet « en » blavezh daou, hag egile ar blavezh triwec’h kant naontek ha per-ugent, « 1899 »
Lors : ya, ya
Marsel : Ha oa aet d’or da labourad ‘ba k... ‘ba Bro Paris.
Lors : Giz bouloñjer, eu
Marsel : N’eo ket... d’ober la... labourad ga’ « à la tâche » vé laret dañ, med...
Lors : A, micherour ?
Marsel : Ya
Lors : Devezhour ?
Marsel : Ya bon fin « à la tâche », « tant du mètre linéaire » pugur oaint ‘c’h ober trañcheoù da lakaat an elektrisite, ar gas... hag telefon kasimant zur
Lors : Ha dour ?
Marsel : Dour gas ha telefon
Lors : Ya
Marsel : Elektrisite telefon
Lors : Gas ha dour
Marsel : Ya, toud an dra-he ma’had
Lors : Hag an dra-me raent ...
Marsel : Ya, ar re-he na goune’et... naint laret degas unneg mil d’ar gêr d’ar blâ-se... d’ar mare-se. An dra-he oa « en 1924 », blavezh per warn-ugent
Lors : Per warn-ugent
Marsel : Ya
Lors : An dra-he oa kalz
Marsel : Ya, ha neuint digaset pugur ar re-he laboure koa « enfin », n’eo ket ar c’hiz zo bremañ, un tamm mad muioc'h pugur vi'ent paeet, setu 'c'h aent da labourad abred. Mod-se oa kont gwechall !
Lors : Ya
Marsel : Setu naint laret digas arc’hant d’an tad... d’o zud, ha gan’ ‘n arc’hant-te neuint prenet un ti. Ha henzh e oa d’eontr ur breur d’ar vamm-goz ha eñ ‘oa... eñ oa skolaer, ha bremañ oa deut e retred ‘ba Berrien. Pugur an ti oa dañ, oa ket ‘ba ‘r bourk, kichen ar bourk oa, tri c’hant metr deus ar bourk, ur gêr ‘ zo anvet Kervaria « kermaria »
Lors : Gervaria
Marsel :Ha ene ‘na... pugur an ti oa dañ, heritet hen'zh deus e zud, ingalet nañ kai’mant zur d’ar poent-se. Ha pugur bremañ eñ na amzer ‘wac’h, petra neus graet ? Digeriñ ur c’homers ispisiri ha hag bistro, d’ar poent-se oa aezet kreiñ -- kreiñ ur c’homers hag eñ oa disket setu eñ na graet ‘pezh oa neseser ha ‘n om instal’ digoret un ispisiri ha vije bonbonyoù ha toud, kafe chokolat chikolat hag...
Lors : Boutoù koat ?
Marsel : O nann, pas d’ar poent-se c’hoazh, diwetoc’h. Goude zo bet ha neun ‘n ispisiri, hag ar gwin teue « en vrac », ene oa ur varrikenn hag an duelenn d’ar varrikenn koa setu ‘oa kim ‘n om jervijiñ ga’ ‘r voutailh, ‘gargas ur voutailh koa
Lors : Barrikennoù koat ?
Marsel : Ya ya, med anfin an ostaleri 'c’h ae en-dro hag eñ 'wechoù vije eñ ... petra vé lar’t deus an dra-he ?
Lors : Tañva ar gwin ?
Marsel : Ya, setu 'c’hae de gousket goude leign med an ostaleri 'c’h ae en-dro memestra
Lors : A bon
Marsel : Dao oa kim ‘met ‘n ‘om jervijiñ d’ober, un duelenn oa war ‘r varrikenn hag ar voutailh oa tapet pé...
Lors : Ya, med ma oa kousket ?
Marsel : Eñ oa kousket med e gamaraded oa ene, setu lake an traoù da hont en-dro koa !
Lors : A bon.
Marsel : Dao, ene vije tud med hen'zh na moneiz ‘wac’h pugur na pansion « retraité de... »
Lors : Skolaer ?
Marsel : Skolaer. 'pad ar vrezel oa bet rekisisionet... oa bet ‘ba Santoz en tu all d’ar C’hastell-nevez 'c’h ober skol
Lors : Santoz, ya Santoz
Marsel : Pad ar vrezel. François Blanchard.
Lors : A ya
Marsel : Bremañ oa maro-eñ « en 24 », ar re-mañ neuhe zo bet c'honid gounid arc’hant goude maro hen'zh, kai’mant zur pren’ un ti ha paeet un vorn d’an tad koz, med neuhe oa ket « matériel » ‘vel ‘zo bremañ pé oa... « pétrin » oa ket, med ur cherlenn vize graet deus an dra-he.
Lors : Ur petra ?
Marsel : Ur cherlenn !
Lors : Ur cherlenn zo... ?
Marsel : « un coffre »
Lors : Un coffre ya, un néo
Marsel : Ya an dra-he a zepant petra ni ‘vize laret ur cherlenn hag vesk e doaz gan ‘n dra-he 'mod-se
Lors : A ya
Marsel : 'Med an toaz ha toud hen'zh rae toud pad e vuhez toud neus labouret gan’ daouarn giz... O med « dis donc », « costaud » !
Lors : Costaud ya
Marsel : Divelopet hardi !
Lors : Ha daoust hag-eñ oa paneroù è da lakaat...
Marsel : Ha ya ya, an toaz toud vi’e laket ‘ba paneroù
Lors : An toaz go vije lakaet ‘ba...
Marsel : A n’eo-eñ ket an toaz go vize laket ‘ba, ‘ba ‘r cherlenn koa
Lors : A ‘ba cherlenn
Marsel : Ene ‘veske e doaz ha hen'zh oa daou gompartimant, ‘vel henzh oant penn-da-benn, lakaat a rae ur speurenn « amovible », koa
Lors : Ya ya
Marsel : ‘n dra-he 'c’h ae deus kement-sé lakaet ar speurenn amañ ha lesk e doaz ahe da c’hoiñ koa
Lors : Ya
Marsel : Ha rae goell koa deus an noz, deus an abardaez koa ‘vid an dé war-lerc’h koa
Lors : Ya ya ya ya
Marsel : Neuhe vi’e graet tod ga’ goell toaz.
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Marsel : Setu an tri-se a zo aet goude-se, pa oant deuet ma zad ne oa ken nemet seitek vloaz, hag an daou gozhañ e oa an hini e oa ganet « en » bloavezh daou, hag egile ar bloavezh triwec'h kant naontek ha pevar-ugent « 1899 »
Lors : Ya ya
Marsel : Hag e oa aet d'ober da labourat e-barzh k... e-barzh Bro Paris
Lors : E-giz bouloñjer ivez ?
Marsel : N'eo ket d'ober la... labourat gant... « à la tache » e vez laret dezhañ mes
Lors : A, micherour ?
Marsel : Ya
Lors : Devezhour ?
Marsel : Ya bon fin « à la tache... tant du mètre linéaire » peogwir e oant oc'h ober trancheoù da lakaat an elektrisite, ar gas hag telefon kazimant zur
Lors : Ha dour ?
Marsel : Dour gas ha telefon
Lors : Ya
Marsel : Elektrisite telefon
Lors : Gas ha dour
Marsel : Ya toud an dra-se moarvat
Lors : Hag an dra-mañ a raent ?
Marsel : Ya ar re-se o doa gounezet... o doa laret degas unnek mil d'ar gêr d'ar bloaz-se, d'ar mare-se, an dra-se e oa « en 1924 », ar bloavezh pevar warn-ugent
Lors : Pevar warn-ugent
Marsel : Ya
Lors : An dra-se a oa kalz !
Marsel : Ya hag o deus degaset peogwir ar re-se a laboure koa « enfin »... n'eo ket ar c'hiz a zo bremañ un tamm mad muioc'h koa peogwir e vizent paeet, setu ez aent da labourat abred... e vizent paeet, feiz, ar-mod-se e oa kont gwechall
Lors : Ya
Marsel : Setu o doa laret degas arc'hant d'an tad d'o zud ha gant an arc'hant-se o deus prenet un ti ha hennezh e oa d'eontr ur breur d'ar vamm-gozh hag eñ e oa... Eñ e oa skolaer ha bremañ deuet e retred e-barzh Berrien peogwir an ti e oa dezhañ, ne oa ket e-barzh ar bourk, e-kichen ar bourk e oa, tri c'hant metr diouzh ar bourk, ur gêr a zo anvet Kervaria (Kermaria)
Lors : Gervaria
Marsel : Hag eno en doa... peogwir an ti e oa dezhañ, heritet hennezh diouzh e zud, ingalet anezhañ kazimant sur d'ar poent-se ha peogwir bremañ eñ en doa amzer awalc'h, petra en deus graet ? Digeriñ ur c'honvers ispisiri ha hag... bistro d'ar poent-se e oa aezet krouiñ krouiñ ur c'honvers hag eñ 'oa desket, setu eñ en doa graet ar pezh e oa neseser hag en em instaliñ, digoret un ispisiri hag e vije bonboioù ha tout, kafe chokolad chikolad hag...
Lors : Boutoù koad ?
Marsel : O nann pas d'ar poent-se c'hoazh, diwezhatoc'h, goude zo bet ha neuze an ispisiri hag ar gwin a deue « en vrac », eno e oa ur varrikenn hag an duelenn d'ar varrikenn koa, setu ne oa ken nemet en em servijiñ gant ar voutailh e gargas ur voutailh koa
Lors : Barrikennoù koat ?
Marsel : ya ya mes enfin an ostaleri 'c'h ae en dro hag eñ a-wechoù e vije eñ... petra e vez laret diouzh an dra-se
Lors : O tañva ar gwin
Marsel : Ya setu ez ae da gousket goude lein, mes an ostaleri 'c'h ae en-dro memestra
Lors : A bon
Marsel : Dao ne oa ken nemet en em servijiñ d'ober an duelenn e oa war ar varrikenn hag ar voutailh 'oa tapet pe...
Lors : Ya mes ma oa-eñ o kousket...
Marsel : Eñ e oa o kousket mes e gamaraded e oa eno, setu e lake an traoù da vont en-dro koa !
Lors : A bon.
Marsel : Dao, eno e vije tud mes hennezh en doa moneiz awalc'h peogwir en doa pansion bremañ « de retraité de... »
Lors : Skolaer
Marsel : Skolaer e-pad ar vrezel e oa bet rekisisionet … e oa bet e-barzh Santoz en tu all d'ar C'hastell-nevez oc'h ober skol 'pad ar vrezel
Lors : Santoz, ya, Santoz
Marsel : François Blanchard
Lors : A ya
Marsel : Bremañ e oa maro-eñ « en 24 », ar re-mañ zo bet 'c'honit... gounid arc'hant goude maro hennezh, kazimant sur prenet un ti ha paeet ur forn d'an tad-kozh mes neuze ne oa ket « materiel » evel zo bremañ pe oa... « pétrin » ne oa ket, nemet ur cherlenn e vije graet diouzh an dra-se
Lors : Ur petra ?
Marsel : Ur cherlenn
Lors : Ur cherlenn a zo ?
Marsel : « Un coffre »
Lors : « Un coffre », ya, un neo (nev)
Marsel : Ya an dra-se a zepant petra 'ni a vize laret, ur cherlenn hag a vesk e doaz gant an dra-se ar mod-se
Lors : A ya
Marsel : Hag mes an toaz ha tout, hennezh a rae toud e-pad e vuhez, tout en deus labouret gant daouarn giz o « dis donc costaud » !
Lors : « costaud »
Marsel : Divelopet hardi
Lors : Ha daoust hag-eñ e oa e oa e oa paneroù ivez da lakaat...
Marsel : A ya ya, an toaz tous e vije lakaet e-barzh paneroù paneroù ya
Lors : An toaz da go e vije lakaet e-barzh
Marsel : A n'eo ket an toaz da go a vije lakaet e-barzh, e-barzh ar cherlenn koa
Lors : A, e-barzh ar chelenn
Marsel : Ya eno a veske e doaz hag hennezh e oa daou « gompartimant », evel hennezh e oant penn-da-benn, lakaat a rae ur speurenn amañ « amovible » koa
Lors : Ya ya
Marsel : An dra-se ac'h ae eus kement-se, lakaet ar speurenn amañ ha leskañ e doaz aze da c'hoiñ koa
Lors : Ya ya ya
Marsel : Hag a rae goell koa d'an noz eu diouzh an abardaez koa evid an deiz war-lerc'h koa
Lors : Ya ya ya ya
Marsel : Neuze e vize graet tout gant goell toaz koa