Marie-Thérèse Le Louarn - Saint-Hernin

MARIE-THÉRÈSE LE LOUARN

Marie-Thérèse Le Louarn, deus Sant Hern, a zo bet gant he gwaz o terc'hel ur c'harrdi, ha bremañ war he leve e kemer perzh e buhez ar gommun.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Marie-Thérèse : 'Chañchimp ket ar voutik, gwel' a rit, 'neï ket gwelloc'h c'hoazh, hin

Lors : Nann nann nann

Marie-Thérèse : Med brem', n'eus ket tud kalz 'labour'd, a-mod-se 'no micherioù ken è

Lors : A bin nann

Marie-Thérèse : A

Lors : Ha surtoud micherioù, ar re 'ouie micherioù a' giz-se

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Bin n'eus ket kalz ken

Marie-Thérèse : N'eus ket ken

Lors : Ha set' n'eus ket ken, ha 'no ket … 'no ket disket d'ar re yaouank peseurt mod ober

Marie-Thérèse : Nann 'no ket diskoue'et dê d'o'r

Lors : 'No ket diskoue'et dê

Marie-Thérèse : 'Benn 'oa ma dad-kaer 'ba … 'ba kreiz ar vourc'h aze, e bin 'vize ar re yaouank 'pad ar vakañsoù, 'viz' -è, 'ba 'r « garage » 'vi'e dao kas nê 'maez pugur 'viz'- è ga'te o vri 'ba 'r « moteur » 'vi gwel't peseurt mod 'c'h ae an traoù ha c'hoant dê dond aze de labour'd, med 'ba 'r fin dive'et, pe 'oamp amañ 'giz-me n'aint ket kalz goude ken … lod 'tae med bez meump bet re vad hin … med lod ell naint ket kalz c'hoant de labour'd nê

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Nann nann, 'benn neuhe 'oa e'o dija … an traoù … an traoù 'oa hond … 'oa hond de … de … ouian ket peseurt mod lar't an dra-se …

Lors : Da goll

Marie-Thérèse : Da goll, ya, « voilà »

Lors : Ya ya ya yaya, ha gou'-ze pe é maro ho kwaz neun c'hwi 'zo chomet hoc'h un'

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Hag bon, hervez 'pezh m'eus kle'et koa, c'hwi 'ra ur bern traoù 'ba 'r … 'ba 'r barrez, ha c'hwi … c'hwi … c'hwi 'peus bet komañset da 'n em okupiñ deus ar barrez … deus an dud

Marie-Thérèse : Ya

Lors : 'Raog dija, petram' just war-lerc'h ?

Marie-Thérèse : Nann war-lerc'h maro ma gwaz … 'raog nom' 'vize … 'mamp ket amzer

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Keit 'oamp 'ba 'r labour, 'mamp ket amzer … ha war-lerc'h, 'benn on chom't ma-eun, m'eus komañset d'hont da … d'ar fest d'an noz 'sames ga' Raymonde, 'n hain' 'oa 'ba 'n ostaliri a' giz-se … Jean-Yves ha hounz … Jean-Yves anea houz' mad … ha war-lerc'h 'oa bet « Tro ar bed » ha viz' gaet an dilhachoù dê … 'vi eu … pugur bep plâ 'zo... 'viz' ur … 'viz' ur gêr benneg pe ur vro benneg 'ba … 'ba 'r jeu … set' 'giz-se 'n' om lake d'o'r an dilhajoù … an dra-se okupe 'c'hamp mad 'pad ur tri miz doc'h ar blâ … ya ya

Lors : N'é ket fall dijà

Marie-Thérèse : Ya ya ya

Lors : Ha mod-all c'hwi 'peus bet 'n'im okupiñ deus traoù ell c'hoazh

Marie-Thérèse : 'pezh vé goul' dizin … me 'refusan ket 'c'haon

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Nann, ar pezh 'on kap d'o'r hin

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ah ah ah ah !

Lors : Hag n'oc'h ket bet goul' james d'hont 'ba 'r c'honsailh ?

Marie-Thérèse : Yéo med … me miz' bet … nann an dra-se … me … me anef re 'dud … me 'maon ket 'vi mond nemb d'an eil d'egile 'c'haon

Lors : Set' c'hwi n'oc'h ket bet ?

Marie-Thérèse : A nann nann nann an dra-se … mé mab 'zo 'ba 'r c'honseilh breum'

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Mé dad-kaer 'zo bet 'pad pell è … 'sam' ga' Léon Manac'h

Lors : Ya

Marie-Thérèse : « Voilà », eon 'oa « adjoint au maire »

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Alies eon viz 'o'r maer ka' an hain' ell 'oa ur maer mad med henz' 'viz' gwelloc'h 'benn 'viz' eon 'ba maez doc'h ar barrez

Lors : A bon, 'blam 'beta ?

Marie-Thérèse : « des relations extérieures , c'est-à-dire qu'il était très bon »

Lors : Lar't e brezhoneg 'ta...

Marie-Thérèse : « voilà » henz' 'vij' gwelloc'h 'ba … 'n'om okup' doc'h an traoù 'viz ' 'ba 'r reunionyoù 'vize pelloc'h 'lec'h mé dad-kaer 'n'om okupe doc'h ar vourc'h … ar vourc'h ha ar barrez

Lors : Ya ya … hag Sant Hern 'zo... 'zo bet ru petram' gwenn ? … an dud 'oa kentoc'h…

Marie-Thérèse : Dé mé joñj din é bet Sant Hern dé gomañs … Motrev 'oa ru med Sant Hern 'gav din la 'oa muioc'h gwenn

Lors : A ya ?

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Ha chañch't 'n'eus war-lerc'h ?

Marie-Thérèse : Med dé mé joñj din breum' … é melañj't an traoù 'zo… un tamm bihan deus toud

Lors : N'eus ket

Marie-Thérèse : Nann nann n'eus ket ken nann n'eus ket … deus amzer Yves Remond matren 'oa aet muioc'h 'ba, 'ba an tu klei'

Lors : Ya

Marie-Thérèse : É é é … med me gav din é-int' … kemen' doc'h an eil du

Lors : Brem' é mesk't

Marie-Thérèse : Ya mesket é-in

Lors : Ha peta 'zo kaoz int mesket ahe ?

Marie-Thérèse : O 'blam an dud matrese 'neus choaz't muioc'h brem' o du 'vi 'raog 'raog 'c'her da heul' alies an hain' 'viz' ba 'r penn … ma 'viz' eñ tost doc'h pe un dra benneg a' mod-se … 'jonjer ket kalz 'ba ho opinion doc'h petar ... ma 'peus joñj … a ya

Lors : Ha brem'...

Marie-Thérèse : Ya ya

Lors : Pep hain' 'zo deus e du ?

Marie-Thérèse : Pep hain' 'zo 'joñj'... 'zo kap da choaj e du

Lors : Ha brem' 'n'eus tu 'bet ken ?

Marie-Thérèse : N'eus tu 'bet ken … 'vel lare un benneg é tu pe du

Lors : A tu pe du a a a … ha brem' c'hoazh an eleksionoù 'zo 'ton...t

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Set' den 'bet oar piou 'baseo, koa

Marie-Thérèse : Ola, neuint ket 'met c'hoari o-heun hin 'r re-se trawac'h 'neus è da 'n'om okup' deusoute a-mod-se hin

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya aze int … 'ma' toud, 'ne verna ket peseurt mod 'no ket gwelloc'h pugur 'n hain' 'baseo 'ga'o tud war e hent, 'no ket vi o'r 'r pezh 'vo-eñ klask o'r neoñ è

Lors : A nann

Marie-Thérèse : Da mé joñj din … 'maomp ket eo prest da gaoud un a vo … 'blij da doud 'n dud

Lors : A ya … bin hem' … re wir é an dra-he

Marie-Thérèse : Ah ah ah ah, ya !

Lors : Kalz tud … kalez tud 'lar memes mod 'vel doc'h koa

Marie-Thérèse : Ya a joñj 'veldin

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya bin 'benn 'welez peseurt mod 'basef an traoù, 'maoc'h oblij't da … da joñj an dra-se

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ha hain' 'bet 'gaosef doc'h ar re … doc'h ar pezh é dleet dê o'r mac'had 'ma-int re uhel … 'oar ket int ken peta basef war …

Lors : War 'n douar

Marie-Thérèse : War 'n douar nann

Lors : Ar re-he 'zo pennoù bras, ha pell doc'h amañ

Marie-Thérèse : « Pennoù bras ar barrez », 'vel 'vize graet gwechell

Lors : Brem' pennoù bras Bro-C'hall

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A 'zo 'ba Paris ha 'n'em okupant ket …

Marie-Thérèse : Ar re-he 'ouiant ket peta 'basef 'ba amañ nê

Lors : Nann, ha 'rant ket foutre-kaer

Marie-Thérèse : Pfff … ar re-he 'zo gen't ga' o god'll set' toud hin

Lors : Ya ha just 'wac'h … c'hwi 'wel ur … c'hwi … c'hwi 'rankontr ur bern tud 'ba Sant Hern ha …

Marie-Thérèse : O ya … me anef toud Sant Hern, 'fin ar re nê 'zo deut med anfin doc'h ar gwel' anean nê memestra

Lors : Ya ha toud an dud 'lar ar memes tra 'benn ar fin … toud an dud 'zo « d'accord » 'vi lar't lar ar pennoù bras brem' …

Marie-Thérèse : Ya

Lors : 'Zo …

Marie-Thérèse : O nann, brem' toud an dud 'zo memes mod hin … n'eus ket … hin toud an dud é dao labour'd an de'ez hi'ou … surtoud 'ba … 'ba parrochoù vihan a' mod-se … nann nann n'eus ket … toud an dud zo memes mod

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya, 'n hain' n'eus c'hoant da labour'd apeupre 'zo … n'eus ket ken difers 'tre an dud

Lors : Ha chom a ra labourioù d'ober c'hoazh 'vi ar re yaouank 'ba 'r … 'ba 'r … 'ba 'r barrez ?

Marie-Thérèse : Bin, 'ba 'r barrez, n'eus ket kalz 'dra hin

Lors : Peta 'jom d'ober

Marie-Thérèse : Bin Sant Frañsez m'eus aon 'gerza ket gwall vad ken … n'eus ket mann ell 'bet hin

Lors : Mengleuioù n'eus ket è ?

Marie-Thérèse : E 'ba 'n nec'h aze 'giz-se é serret è pe n'eus ket kalz 'dud ken … 'ba b'lec'h 'oa « la youn » gwechell

Lors : A ya

Marie-Thérèse : N'eus ket

Lors : Hag war zu ar mein glas ?

Marie-Thérèse : A an dra-se 'zo echuet hin …

Lors : Pell 'zo

Marie-Thérèse : O ya … bez n'eus derc'het serten re d'o'r mein 'vi laket war an trotoarioù ha traoù a-mod-se, med an dra-se 'zo echuet è … n'eus ket … n'eus ket hain' ebet ken

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Matrese 'ba Plevin 'zo c'hoazh ?

Lors : E ya laret 'zo din la 'jom

Marie-Thérèse : Ya 'ba Plevin matrese …

Lors : 'jom ur vengleuz c'hoazh

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Hag … memestra c'hwi 'peus … bin brem' oc'h seizh vlâ ha per-ugent … n'é ket tri-ugent

Marie-Thérèse : Per-ugent 'no ket pell 'ya 'benn

Lors : Nann nann med c'hwi 'zo seizh vlâ ha tri-ugent n'é ket

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Ha d'ho joñj … d'ho joñj doc'h brem', pugur c'hwi 'peus bevet un tamm mat dija, peta 'zo kaoz é deut ar vro ken dister … ken dister 'vel 'ma' ?

Marie-Thérèse : Bin an dud é bet dao dê bez vet da labour'd 'ba b'lec'h ga'e-int labour hin set' a-mod-se … med mé 'gav din la 'zo deut muioc'h ...ur bern re yaouank da jom da … 'ba 'r barrez brem' hin

Lors : Set'

Marie-Thérèse : An dud 'blij dê bit un tamm bihan … eu pas 'ba kêr … da chom ...'vi bit trankil … ha Sant Hern … an traoù 'gerza mad 'wac'h 'ba Sant Hern è an asosiasionyoù, toud an dra-se an dra-he 'lak an dud … ar re yaouank n'int ket 'maint ket ken 'vel gwechell nê pell doc'h brem' oc'h kap da voiajiñ ha d'hond da … an traoù 'zo deut 'vel 'ba … ar re 'vé 'ba kêr hin

Lors : Med ma 'ta ar re yaouank da jom 'ba Sant Hern é 'blam neuint ka'et labour ?

Marie-Thérèse : Ya med alies … ur bern 'zo 'labour'd 'ba Kerahes pe 'ba, 'ba, matrese 'ba 'r C'hastell-Nê … lod ell m'anfin 'ba Kerahes 'zo un neubeud mad memestra, hin

Lors : Ya ya … hag ar re yaouank 'ta en dro a brena kentoc'h tier kozh, petram'...

Marie-Thérèse : Lod 'ra tier nê è, med ur bern da … 'gemer tier kozh ha 'renk nê warlerc'h

Lors : Adkempenn' nê, koa

Marie-Thérèse : Adkempenn' nê, « voilà », ya ya

Lors : Ha ker é an tier amañ ?

Marie-Thérèse : Bin an tier kozh eu 'maon' ket 'vi lar't doc'h 'c'haon hin pegem' 'baefe nê ken hin

Lors : Nann `

Marie-Thérèse : Nann … re nê memes ma werzit nê oupff kant mil euro 'benn neuhe … 'peus bet … 'peus bet ur priz mad hin

Lors : A ya, med 'benn 'oa an Angliched 'ba … dre amañ 'giz-me … klask tier … matren ar priz 'oa uheloc'h, koa

Marie-Thérèse : Eu, d'ar mare-se matren, an dra-se 'oa memes mod hin

Lors : Ya

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Marie-Thérèse : Ne chañchimp ket ar voutik, gwelet a rit, ne'z aio ket gwelloc'h c'hoazh « hein »

Lors : Nann nann nann

Marie-Thérèse : Mes bremañ n'eus ket tud kalz o labourat a' mod-se, ne vo ket micherioù ken ivez

Lors : A bin nann

Marie-Thérèse : A

Lors : Ha surtoud micherioù … ar re a ouie micherioù e-giz-ze

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Bin n'eus ket kalz ken

Marie-Thérèse : N'eus ket ken

Lors : Ha setu n'eus ket ken ha ne vo ket ... ne vo ket desket d'ar re yaouank peseurt mod ober

Marie-Thérèse : Nann ne vo ket diskouezet dezho d'ober

Lors : Ne vo ket diskouezet dezho

Marie-Thérèse : A-benn e oa ma zad-kaer e-barzh … e-barzh kreiz ar vourc'h aze, e bin e veze ar re yaouank e-pad ar vakañsoù … e veze-int e-barzh ar « garage », e veze dav kas anezho 'maez peogwir e veze-int ganto o fri e-barzh ar « moteur » evit gwelet peseurt mod ez ae an traoù, ha c'hoant dezho dont aze da labourat, mes e-barzh ar fin diwezhañ pa oamp amañ e-giz-mañ ne'z aent ket kalz goude ken … lod a deue, mes bez hon eus bet re vad « hein » … mes lod all n'o doa ket kalz c'hoant da labourat anezho.

Lors : Nann ?

Marie-Thérèse : Nann nann, a-benn neuze e oa erruet dija … an traoù … an traoù a oa o vont … a oa o vont da … da … ne ouian ket peseurt mod lâret an dra-se

Lors : Da goll

Marie-Thérèse : Da goll ya « voilà »

Lors : Ya ya ya ya ya ha gouDe-Se pa z'eo marv ho kwaz neuze c'hwi zo chomet hoc'h-unan

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Hag bon … hervez ar pezh am eus klevet koa ...c'hwi a ra ur bern traoù e-barzh ar … e-barzh ar barrez ha c'hwi … c'hwi … c'hwi ho peus komañset d'en em okupiñ diouzh ar barrez diouzh an dud

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A-raok dija, peotramant just war-lerc'h ?

Marie-Thérèse : Nann, war-lerc'h marv ma gwaz … araok ni a veze ...n'hon doa ket amzer !

Lors : Nann ?

Marie-Thérèse : E-keit ha ma oamp e-barzh al labour n'hon doa ket amzer… ha war-lerc'h, a-benn on chomet ma-unan am eus komañset da vont da … d'ar fest d'an noz asamblez gant Raymonde, an hini e oa e-barzh an ostaleri e-giz-ze … Jean-Yves hag hounnezh … Jean-Yves a anavez hounnezh mat ...ha war-lerc'h e oa bet tro ar bed, hag e veze graet an dilhadoù dezho … evid … eu … peogwir bep bloaz a zo … a veze ur … a veze ur gêr bennak pe ur vro bennak e-barzh... e-barzh ar jeu … setu e-giz-ze en em lake d'ober an dilhadoù … an dra-se a okupe ac'hanomp mad e-pad ur tri miz diouzh ar bloaz ...ya ya !

Lors : N'eo ket fall dija !

Marie-Thérèse : Ya ya ya

Lors : Ha mod-all c'hwi ho peus bet d'en em okupiñ diouzh traoù all c'hoazh ?

Marie-Thérèse : Ar pezh a vez goulennet diouzhin … ne refuzan ket ac'hanon

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Nann ar pezh on kap d'ober « hein »

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ah ah ah ah ah...

Lors : Ha n'oc'h ket bet goulennet james da vont e-barzh ar c'honsailh ?

Marie-Thérèse : Eo mes … me am bije bet ...nann an dra-se … me … me a anavez re a dud... me n'emaon ket evid mont a-enep d'an eil ha d'egile ac'hanon

Lors : Setu c'hwi n'oc'h ket bet...

Marie-Thérèse : A nann nann nann … ma mab a zo e-barzh ar c'honsaih bremañ

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ma zad-kaer a zo bet e-pad pell ivez … asamblez gant Léon Manac'h

Lors : Ya

Marie-Thérèse : « Voilà », eñ a oa « adjoint au maire »

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Aliez eñ a veze oc'h ober maer, kar an hini all a oa ur maer mat mes hennezh a veze gwelloc'h a-benn a veze-eñ er-maez eus ar barrez

Lors : A bon abalamour da betra ?

Marie-Thérèse : « Des relations extérieures, c'est-à-dire qu'il était très bon »

Lors : Larit e brezhoneg eta...

Marie-Thérèse : « voilà » hennezh a vije gwelloc'h e-barzh … en em okupiñ diouzh an traoù a veze e-barzh ar reunionoù a veze pelloc'h e-lec'h ma zad-kaer en em okupe diouzh ar vourc'h... ar vourc'h hag ar barrez

Lors : Ya ya hag Sant-Hern a zo … a zo bet ruz peotramant gwenn ? … an dud a oa kentoc'h …

Marie-Thérèse : D'am soñj din eo bet Sant-Hern da gomañs ...Motrev a oa ruz, mes Sant-Hern a gav din a oa muioc'h gwenn

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Ha chañchet en deus war-lerc'h ?

Marie-Thérèse : Mes d'am soñj din bremañ ... eo melañjet an traoù a zo … un tamm bihan eus tout.

Lors : N'en deus ket …

Marie-Thérèse : Nann nann, n'en deus ket ken nann n'en deus ket ... diouzh amzer Yves Remond marteze e oa aet muioc'h e-barzh … e-barzh an tu kleiz.

Lors : Ya

Marie-Thérèse : E e e … mes me a gav din eo-int … kement diouzh an eil tu

Lors : Bremañ eo mesket ?

Marie-Thérèse : Ya, mesket int

Lors : Ha petra zo kaoz int mesket aze ?

Marie-Thérèse : O, abalamour an dud marteze o deus choazet muioc'h bremañ o zu evit a-raok, a-raok 'c'h aed aliez da heuliañ an hini a veze e-barzh ar penn ...ma veze-eñ tost deoc'h pe un dra bennak a-mod-se … ne jonjaec'h ket kalz e-barzh ho opinion deoc'h petra ...m'ho peus soñj a ya

Lors : Ha bremañ …

Marie-Thérèse : Ya ya

Lors : Pephini a zo diouzh e du ?

Marie-Thérèse : Pephini zo o soñjal … a zo kap da choaz e du

Lors : Ha bremañ n'en deus tu ebet ken

Marie-Thérèse : N'en deus tu ebet ken … evel a lare unan bennak eo tu pe du

Lors : A tu pe du a a a … ha bremañ c'hoazh an eleksionoù a zo o tont

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Setu den ebet ne oar piou a baseo, koa

Marie-Thérèse : Ola, n'o deus ket nemet c'hoari o-unan, hin, ar re-se trawalc'h o deus ivez d'en em okupiñ diouto ar mod-se hin

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya aze int … emañ toud, ne vern ket peseurt, ne vo ket gwelloc'h peogwir an hini a baseo a gavo tud war e hent, ne vo ket evid ober ar pezh e vo-eñ o klask ober anezhañ ivez

Lors : A nann

Marie-Thérèse : D'am soñj din … n'emaomp ket erruet prest da gaout unan a vo ... a blij da doud an dud

Lors : A ya ...bin hemañ … re wir eo an dra-se

Marie-Thérèse : Ah ah ah ah ya

Lors : Kalz tud … kalz tud a lar memes mod evel deoc'h koa ?

Marie-Thérèse : Ya, a soñj eveldin

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya bin a-benn a welez peseurt mod a basev an traoù emaoc'h oblijet da … da soñjal an dra-se

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ha hini ebet a gaozev diouzh ar re … diouzh ar pezh eo dleet ober moarvat ema-int re uhel … ne oar ket int ken petra a basev war …

Lors : War an douar …

Marie-Thérèse : War an douar nann

Lors : Ar re-se a zo pennoù bras, ha pell diouzh amañ !

Marie-Thérèse : « Pennoù bras ar barrez », evel a veze graet gwechall

Lors : Bremañ pennoù bras Bro-C'hall

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A zo e-barzh Paris ha n'en em okupont ket …

Marie-Thérèse : Ar re-ze ne ouiont ket petra a basev e-barzh amañ anezho …

Lors : Nann ha ne reont ket foultre-kaer

Marie-Thérèse : Pfff … ar re-ze a zo jenet gant o godell setu toud hin

Lors : Ya just awalc'h ...c'hwi a wel ur … c'hwi … c'hwi … c'hwi a rankontr ur bern tud e-barzh Sant-Hern ha …

Marie-Thérèse : O ya … me a anavez tout Sant-Hern, anfin ar re nevez a zo deuet, anfin diouzh ar gwel anavezan anezho memestra

Lors : Ya ha tout an dud a lar ar memes tra a-benn ar fin … tout an dud a zo « d'accord » evid larêt la ar pennoù bras bremañ …

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A zo …

Marie-Thérèse : O nann bremañ touT an dud a zo memes mod hin … n'en deus ket ...hin tout an dud eo dav labourat an devezh hirio... surtout e-barzh … e-barzh parrozioù bihan ar mod-se … nann nann n'eus ket … tout an dud a zo memes mod !

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya an hini en deus c'hoant da labourat apeupre a zo … n'eus ket diferañs etre an dud

Lors : Ha chom a ra labourioù d'ober c'hoazh evid ar re yaouank e-barzh ar … e-barzh ar … e-barzh ar barrez ?

Marie-Thérèse : Bin e-barzh ar barrez n'en deus ket kalz a dra « hein »

Lors : Petra a chom da ober ?

Marie-Thérèse : Bin Sant-Frañsez am eus aon na gerzh ket gwall vat ken … n'eus ket mann all ebet « hein »

Lors : Mengleuzioù n'en deus ket ivez ?

Marie-Thérèse : E-barzh an nec'h aze e-giz-ze eo serret ivez pe n'en deus ket kalz a dud ken … e-barzh pelec'h a oa « La youn » gwechall

Lors : A ya

Marie-Thérèse : N'eus ket

Lors : Hag war-zu ar mein glas ?

Marie-Thérèse : An dra-se a zo echuet « hein »

Lors : Pell zo ?

Marie-Thérèse : O ya … bez en deus dalc'het serten re d'ober mein evid lakat war an trotoarioù ha traoù ar mod-se mes an dra-se a zo echuet ivez … n'eus ket … n'eus ket hini ebet ken

Lors : Nann

Marie-Thérèse :Marteze e-barzh Plevin zo c'hoazh …

Lors : E ya laret zo din a chom …

Marie-Thérèse : Ya e-barzh Plevin marteze …

Lors : A chom ur vengleuz c'hoazh ?

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Hag … memes tra c'hwi ho peus … bin bremañ oc'h seizh vloaz ha pevar-ugent... n'eo ket, tri-ugent …

Marie-Thérèse : Pevar-ugent ne vo ket pell, ya, a-benn …

Lors : Nann nann, mes c'hwi zo seizh vloazh ha tri-ugent n'eo ket ?

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Ha d'ho soñj … d'ho soñj deoc'h bremañ peogwir c'hwi ho peus bevet un tamm mat dija petra zo kaoz eo deuet ar vro ken dister … ken dister evel m'ema

Marie-Thérèse : Bin an dud eo bet dav dezho bezañ aet da labourad e-barzh pelec'h a gave-int labour hin setu ar mod-se ...mes me a gav din zo deuet muioc'h … ur bern re yaouank da chom da … e-barzh ar barrez « hein »

Lors : Setu …

Marie-Thérèse : An dud a blij dezho bezañ un tamm bihan … « euh » pas e-barzh kêr … da chom … evid bezañ trankil … ha Sant-Hern … an traoù a gerzh mat awalc'h e-barzh Sant-Hern ivez, an asosiasionoù toud an dra-se, an dra-se a lak an dud ar re yaouank n'int ket, n'emaint ket ken evel gwechall anezho pell diouzh … bremañ oc'h kap da veajiñ ha da vont da … an traoù zo deuet evel e-barzh … ar re a vez e-barzh kêr « hein »

Lors : Mes ma ta ar re yaouank da chom e-barzh Sant-Hern eo abalamour o deus kavet labour ?

Marie-Thérèse : Ya mes alies ...ur ben a zo o labourat e-barzh Karaez pe e-barzh … e-barzh marteze e-barzh ar C'hastell-Nevez … lod all anfin e-barzh Karaez zo un nebeud mat memestra « hein »

Lors : Ya ya … hag ar re yaouank a ta en dro a bren kentoc'h tier kozh, peotramant …

Marie-Thérèse : Lod a ra tier nevez ivez mes ur bern da … a gemer tier kozh hag a renk anezho war-lerc'h

Lors : A adkempenn anezho, koa ?

Marie-Thérèse : Adkempenn anezho, « voilà », ya ya

Lors : Ha ker eo an tier amañ

Marie-Thérèse : Bin an tier kozh « euh » n'emaon ket evid laret deoc'h ac'hanon « hein » pegement a baefe anezho ken « hein »

Lors : Nann

Marie-Thérèse : Nann … re nevez memes ma werzhit anezho oupfff kant mil euro a-benn neuze … ho peus bet … ho peus bet ur priz mat « hein »

Lors : A ya mes a-benn a oa an Angliched e-barzh … dre amañ e-giz-mañ … o klask tier … marteze ar priz a oa uheloc'h koa

Marie-Thérèse : « Euh » d'ar mare-se marteze an dra-se a oa memes mod « hein »

Lors : Ya

Marie-Thérèse Le Louarn, Saint-Hernin

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh