André Raoul - Le Saint

André Raoul Le Saint

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Penvar'...pegoulz 'peus ...'peus komañset chaseal koa ...'peus ...'peus komañs't...  'peus bet soñj mont da chaseal « euh » petram' ho tad pé ho...ho...ho preur henañ 'rae...

André : « Euh » ur breur 'ma ya a chasee è med 'oa ket met'...'oa ket met' eun

Lors : Ha...

André : Diwar « euh »  'nomp

Lors : Ha gouie a rae lak' pechoù è

André : A nann

Lors : A nann...

André : A nann meu' che bet « euh » nann

Lors : Peu' che' bet nann

André : Nann nann 'm eu' chet ...m'eu'  chet ur spered brakonier 'giz  vé laret pé bigrier

Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer)

André : Ama' wè ket lar't bigrier ...n'é ket...n'é ket ane'et amañ

Lors : Nann nann amañ 'vé lar't brakonier

André : Ya ya brakonier

Lors : Ya ya sete pegours 'peus ...'peus...'peus  komañset chaseal koa

André : « Euh «  beñ blâ ...blâ war-lerc'h ma c'hoñje deustu

Lors : A deustu

André : Ya

Lors : Hag d'ar poent-sé  'vize ret paseal «  permis «  pé « euh »

André : « Euh » pas pas ya o nann nann er maré-sé 'oa ket kont doh an dra-se ...nann nann

Lors : Nintra 'met preno ur fusul

André : Ma 'pa arc'hant wi' paeo ho « permis «  'oa mat koa

Lors : A ya sete 'wize ket « examen » na...

André : Nann nann

Lors : Mann ebet koa …

André : Bromen 'vé graet un tamm «  pratique «  koa ga' 'r «  fusil «  ha tout « euh »

Lors : Ya

André : Ahe 'vec'h goulennataet un tamm koa

Lors : Med dija 'oa fuzulioù 'ba' 'r gêr …ga' ho preur pe g'a ho tad  'michañs

André : A nann me zad...me zad  'neu' che' bet chaseet james nañ

Lors : A nann

André : Nann nann m'eu'  che bet 'met ar breur-sé

Lors : Hmm hmm hag c'hwi 'peus bet chas da... d'hont da chaseal...

André : Ya betek daou vil seitek

Lors : Peseurt chas 'oé

André : « Euh » beñ chas «  Fauve...Fauve de Bretagne «  peseurt mod...

Lors : «  Fauve de Bretagne «  ya

André : Ya...med...beñ  'oa kentoc'h wi' ...wi' er youc'h «  chevreuil » koa pé...pé  al louarn

Lors : Al louarn

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha chas ac'h ae dija 'ba 'n hent heñ

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Ha pe...ped 'peus bet

André : O dre tout ...o ma doue

Lors : Med c'hwi...c'hwi  'peus ket bet...

André : Ar  nombr 'm eus ket bet 'spenn tri james nann...nann 

Lors : Nann ...hag ar re-se 'oé ...oé...oé...

André : Ha da gomañs 'm eus bet re... chach...chach  kouchant eué

Lors : Chas kouchant peseurt difers just 'wac'h 'zo 'tre chas kouchant hag ar re ell

André : A beñ ar chach kouchant a zo...zo 'wi ar...ar  jiboej pluñv koa

Lors : Ya ar c'hefeleg hag  « euh » …

André : Ya ...ar fezanted ha klujiri koa

Lors : Ya ya

André : Med hend-ell...hend-ell 'r re ell 'zo chach...chach red koa

Lors : Chach red ya...ya  ha just 'wac'h... med  c'hwi 'zo bet 'chaseal névé' zo ahe

André : Ya beñ dec'h

Lors : Dec'h 'oa ya

André : Ya

Lors : set'  'zo bet tapet ... pas tapet med bloñset ur... ur pemoc'h goueñ

André : Ya ya ya 'm eus ka'et dies pugur 'oa dleet din bout tenn't  nañ ha 'm eu'  che grait koa pugur  'uien' ket 'oa...'oa bet-haon beñ pistiget dija araok ...tennet dija araok

Lors : A bon

André : A ya ha war-lerc'h  'neum bet klask't naon war kilometrajoù memes heñ

Lors : Ya

André : A ya ya med ...nann nann derc'het ...derc'het 'na da vont 'trezek...

Lors : Da venn

André : Koad Konvao aze

Lors : Koad Konvao

André : Ya ya...ya 

Lors : sete 'peus lesket nañ...

André : Ya

Lors : Med un all zo bet...'zo bet tapet memes tra...

André : Ya ...dec'h aba'dae  ya  ya or pezh hain to' ...tost da daou c'hant lur heñ

Lors : Daou c'hant lur

André : Ya

Lors : A ya

André : ya ...ya ya eun...eun all zo bet tennet 'vé med « bon »...an hain n'eus tennet nañ ...ar chas'our e oa e dewe...dewouz kentañ ...e zewouz kentañ daoñ

Lors : A ya

André : Ha 'oa bet 'ba ...'b'ar Faoued da vitin ha 'na tapet or ...or «  chevreuil » ur youc'h

Lors : Ya

André : 'A oa kontant tre-añ  doh e  zewouzh kentañ

Lors : Beñ ya c'hat

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha amañ tammig muioc'h 'nehe bet « euh » med 'n hain ...'n hain...'n hain...'n hain 'oa tal daoñ « euh » uiè 'oa ...'oa-heñ e... ga' e zewouzh kentañ ha 'na lesket naoñ da denno a beñ mac'hat n'eus gorteit un tammig re ha warlerc'h e e e ...'fiñ eñ  'na ur garabinenn koulskoude med « bon » 'na ket tenn't 'met un tenn nañ... 'ouian tchet

Lors : ya

André : Ya

Lors : Ha n'eus tapet nañ memestra koa

André : A pas pas heñs zo aet kuit

Lors : A pas eñ zo aet kuit ...a ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm

André : 'Veint ket tapet tout è hañ

Lors : O beñ nann nann ...nann nann

André : O med me 'lar doc'h ...pa...pa veint ...ar reu-se ...ar reu-se  'c'h a founnus 'wac'h heñ

Lors : A ya

André : O ya

Lors : Ya ya ya ...ha daoust de-geñ a jom lapin...lapined 'ba 'r vro

André : N'eus chet ...bez 'zo un'nig bennek med nitra koa heñ

Lors : Nitra

André : Nann

Lors : Ha klujiri

André : Klujiri pezh...pezh 'vé lachet med

Lors : A ya

André : An dra-he n'é ket...

Lors : A nann

André : An dra-he n'é ket jiboes 

Lors : Nann nann nann ha petra 'lar ar chaseourien 'trese ...'trede pe veint 'konta' deus ar bleiz a zo 'tont en dro

André : 'Wé ket kont't  deus sé

Lors : 'Vé ket kontét deus sé

André : Nann pas amañ nann

Lors : A nann

André : Koulskoude moac'hat 'zigouéo è ...un dé bennak

Lors : Beñ lod 'lar 'maint ahe dija

André : Ya ya ...med tost tre amañ n'int ket bet gwel't 'hoa'  nê koa med...

Lors : Pas c'hoazh nann med lod 'lara ha ...ma ta ar bleizi en dro 'raint...'c'h eint da zibi...

André : an deñved

Lors : 'Michañs med ... hag ivé ar jiboej...

André : Oppff

Lors : Nann 'joñj ke' doc'h

André : Nann ...nann ret 'vefe kaout bandennadoù

Lors : Ya

André : Ya...ya  

Lors : Ya hmm ...ha chaseourien 'wac'h 'zo 'ba 'r vro c'hoazh da...da...denna'

André : O 'ba 'r ... 'ba 'r gumun amañ n'eus che' kement-sé heñ

Lors : Nann

André : Med « bon » dont a ra doh a lec'h all koa heñ

Lors : A ya

André : Kemer't  'vé tud...tud all ...ya

Lors : Sete an dud a baef...

André : A ya a ya

Lors : 'Vit un dewouzh

André : Pa' pas ...'gemer o c'hartenn koa

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm hmm

André : Ya ya beñ  'wit re 'zo 'tont doh an diavaez  'vé kalez...kalez keroc'h  'fiñ 'n hanter keroc'h da me joñj

Lors : Ha pegement é'  just 'wac'h

André : « Euh » mé 'm eus paeet... pegem' blâ-ma « euh » kant « euro « 

Lors : Kant « euro «  a ya

André : Beñ pa lakait ar « permis » dreist 'ra kant tri-ugent « euros «  me 'gred « euh » ya

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Set' an dra-he 'zo « bon » ...kentoc'h 'vit bit...'wi bout 'sames ha...

André : Ya ya ya ya

Lors : Ya

André : Beñ ya

Lors : Ya pugur 'benn ar fin pé 'vé graet ur parti...ur parti chase « euh  bon » 'ba 'r fin é'... é' « sympa » koa eva' tasadoù konta' ar gaoz

André : Ya pas ré memestra

Lors : Pas re med ...nann med koujal un tamm ha...

André : Ya ya ya beñ ya

Lors : Hag peseurt mod 'vé...

André : N'é tchet 'wi...'wi pezh 'vé tapet

Lors : Nann

André : Nann nann nann

Lors : Med ...med pé 'wé ...pé 'wé tapet or pemoc'h teo mat 'vel .. 'vel 'n hain an dé all

André : Ya

Lors : « Euh » peseurt mod 'vé dispartiet just 'wac'h 'tre tout ar chaseourien

André : An dra-he 'zipant ped ...ped den a 'vé

Lors : Ped 'zo

André : Beñ ya  

Lors : Beñ  just 'wac'h beñ ...

André : Med a ...beñ  goul'  'oa ga' ...ga' re 'na c'hoant dont

Lors : A « bon « 

André : Ya ... »bon » mé 'ma bet dija pugur ar wech all 'namp tapet tri aze hag 'oaint ke' re ken bras ar re-ma' nê ...ar reu-se 'oa war-dro dek ha pe'r-uigent lur bennek koa med » bon » gwelloc'h é' re...re giz-se 'zo teneroc'h 'wi...'wi re ken bras a ...a hemañ eué koa

Lors : Ya ...ya ya ...sete ar wech-ma' 'peus...'peus ket bet tamm kig 'bet koa

André : A nann nann 'maon ket bet 'klask ...o 'maon  ket chal't  ga' zé 

Lors : Nann nann ...nann nann nann nann

 

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
 

Lors : Pevare… pegoulz ho peus… ho peus komañset chaseal… ho peus… ho peus komañset... ho peus bet soñj mont da chaseal « euh » peotramant ho tad pe ho… ho… ho preur henañ a rae...

André : « Euh » ur breur am boa ya… a chasee ivez met ne oa ket nemet… oa ket nemet unan...

Lors : Ha...

André : Diwar... « euh »… nomp

Lors : Ha goui' a rae lakaat pechoù ivez

André : A nann

Lors : A nann...

André : A nann 'm eus ket bet « euh » nann

Lors : N'ho peus ket bet nann

André : Nann nann 'm eus ket...'m eus ket ur spered brakonier e-giz e vez lâret pe bigrier

Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer - Kerne-uhel)

André : Amañ ne vez ket lâret bigrier… n'eo ket… n'eo ket anavezet amañ

Lors : Nann nann amañ a vez lâret brakonier

André : Ya ya brakonier

Lors : Ya ya setu pegourz ho peus… ho peus… ho peus komañset chaseal koa

André : « Euh » beñ bloaz… bloaz war-lerc'h ma c'hoñje diouzhtu

Lors : A diouzhtu

André : Ya

Lors : Ha d'ar poent-se e veze ret paseal « permis » pe « euh »...

André :« Euh» pas… pas… ya o nann nann er mare-se ne oa ket kont deus an dra-se… nann nann

Lors : Netra nemet prenañ ur fuzuilh

André : Ma 'poa arc'hant evit paeañ ho « permis » e oa mat koa

Lors : A ya setu ne veze ket « examen » na...

André : Nann nann

Lors : Mann ebet koa

André : Bremañ e vez graet un tamm « pratique » koa gant ar « fusil » ha tout « euh »

Lors : Ya

André : Aze e vezit goulennataet un tamm koa

Lors : Met dija e oa fuzuilhoù e-barzh ar gêr… gant ho preur pe gant ho tad emichañs

André : A nann ma zad… ma zad 'neus ket bet chaseet james anezhañ

Lors : A nann

André : Nann nann 'm eus ket bet nemet ar breur-se

Lors : Hmm hmm hag c'hwi ho peus bet chas da... da vont da chaseal...

André : Ya betek daou vil seitek

Lors : Peseurt chas e oa

André : « Euh » beñ chas « Fauve… Fauve de Bretagne » peseurt mod...

Lors : « Fauve de Bretagne » ya

André : Ya… met… beñ e oa kentoc'h evit… evit ar yourc'h « chevreuil » koa pe… pe al louarn

Lors : Al louarn

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha chas ac'h ae dija e-barzh an hent heñ

Lors : A ya

André : A ya

Lors : Ha pe… pet ho peus bet

André : O dre tout… o ma Doue

Lors : Met c'hwi… c'hwi n'ho peus ket bet...

André : Ar nombr 'm eus ket bet ouzhpenn tri james nann… nann

Lors : Nann… hag ar re-se a oa... a oa... a oa...

André : Ha da gomañs 'm eus bet re... chas… chas kouchant ivez

Lors : Chas kouchant peseurt diferañs just a-walc'h a zo etre chas kouchant hag ar re all

André : A beñ ar chas kouchant a zo… a zo evit ar... ar jiboez pluñv koa

Lors : Ya ar c'hefeleg hag « euh »...

André : Ya… ar fezanted ha klujiri koa

Lors : Ya ya

André : Met a-hend-all… a-hend-all ar re all a zo chas… chas red koa

Lors : Chas red ya… ya ha just a-walc'h… c'hwi a zo bet o chaseal nevez zo aze

André : Ya beñ dec'h

Lors : Dec'h e oa ya

André : Ya

Lors : Setu zo bet tapet… pas tapet met bloñset ur… ur pemoc'h gouez

André : Ya ya ya me 'm eus kavet diaes peogwir e oa dleet din bout tennet anezhañ ha 'm eus ket graet koa peogwir ne ouien ket e oa... e oa bet-eñ beñ pistiget dija a-raok… tennet dija a-raok

Lors : A « bon »

André : A ya ha war-lerc'h hon eus bet klasket anezhañ war kilometradoù memes heñ

Lors : Ya

André : A ya ya met… nann nann dalc'het… dalc'het en doa da vont etrezek...

Lors : Da venn...

André : Koad Konvao aze

Lors : Koad Konvao

André : Ya ya… ya

Lors : Setu ho peus laosket anezhañ...

André : Ya

Lors : Met un all zo bet… zo bet tapet memes tra...

André : Ya… dec'h abardaez ya ya ur pezh hini to(st)… tost da daou c'hant lur heñ

Lors : Daou c'hant lur

André : Ya

Lors : A ya

André : Ya… ya ya un... un all a zo bet tennet ivez met « bon » an hini en deus tennet anezhañ oa... ar chaseour e oa e deve(zh)… devezh kentañ... e zevezh kentañ dezhañ

Lors : A ya

André : Hag e oa bet e-barzh... e-barzh Ar Faoued da vintin hag en doa tapet ur… ur « chevreuil » ur yourc'h

Lors : Ya

André : A oa kontant-tre-eñ deus e zevezh kentañ

Lors : Beñ ya 'vat

André : Ya

Lors : A ya

André : Hag amañ tammig muioc'h en dehe bet « euh » met an hini... an hini... an hini a oa 'tal dezhañ « euh » a ouie e oa… e oa-eñ e… gant e zevezh kentañ hag en doa laosket anezhañ da dennañ a beñ moarvat en deus gortozet un tammig re ha war-lerc'h e e e… anfiñ eñ en doa ur garabinenn koulskoude met « bon » n'en doa ket tennet nemet un tenn anezhañ… ne ouian ket

Lors : A ya

André : Ya

Lors : Hag en deus tapet anezhañ memes tra koa

André : A pas pas hennezh zo aet kuit

Lors : A pas eñ zo aet kuit… a ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm

André : Ne vênt ket tapet tout ivez hañ

Lors : O beñ nann nann… nann nann

André : O met me a lâr deoc'h… pa… pa vênt… ar re-se… ar re-se a ya founnus a-walc'h heñ

Lors : A ya

André : O ya

Lors : Ya ya ya... ha daoust hag-eñ e chom lapin… lapined e-barzh ar vro

André : N'eus ket... bez zo unanig bennak met netra koa heñ

Lors : Netra

André : Nann

Lors : Ha klujiri

André : Klujiri pezh... pezh a vez lachet met...

Lors : A ya

André : An dra-se n'eo ket...

Lors : A nann

André : An dra-se n'eo ket jiboez

Lors : Nann nann nann ha petra a lâr ar chaseourien etreze… etreze pa vênt o kontañ deus ar bleiz a zo o tont en-dro

André : Ne vez ket kontet deus se

Lors : Ne vez ket kontet deus se

André : Nann pas amañ nann

Lors : A nann

André : Koulskoude moarvat e tegouezho ivez… un deiz bennak

Lors : Beñ lod a lâr emaint aze dija

André : Ya ya... met tost-tre amañ n'int ket bet gwelet c'hoazh anezho koa met...

Lors : Pas c'hoazh nann met lod a lâr ha… ma teu ar bleizi en-dro e raint… c'h eont da zebriñ...

André : An deñved

Lors : Emichañs met... hag ivez ar jiboez...

André : Oopppfff

Lors : Nann ne soñj ket deoc'h

André : Nann… nann ret e vefe kaout bandennadoù

Lors : Ya

André : Ya ya

Lors : Ya hhmmm... ha chaseourien a-walc'h a zo e-barzh ar vro c'hoazh da… da… dennañ

André : O e-barzh ar... e-barzh ar gumun amañ n'eus ket kement-se heñ

Lors : Nann

André : met « bon » dont a ra deus a lec'h all koa heñ

Lors : A ya

André : Kemeret e vez tud... tud all… ya

Lors : Setu an dud a bae...

André : A ya a ya

Lors : Evit un devezh

André : Pas pas… a gemer o c'hartenn koa

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm hmm

André : Ya ya beñ evit ar re a zo o tont deus an diavaez e vez kalz keroc'h añfin an hanter keroc'h da ma soñj

Lors : Ha pegement eo just a-walc'h

André : « Euh » me 'm eus paeet... pegement ar bloaz-mañ « euh » kant euro

Lors : Kant euro a ya

André : Beñ pa lakit ar « permis » dreist se ra kant tri-ugent euro me 'gred « euh » ya

Lors : Setu an dra-se a zo « bon »… kentoc'h evit bezañ... evit bout asambles ha...

André : Ya ya ya ya

Lors : Ya

André : Beñ ya

Lors : Ya peogwir a-benn ar fin pa vez graet ur parti... ur parti chase« euh bon » e-barzh ar fin eo eo « sympa » koa evañ tasadoù kontañ ar gaoz

André : Ya pas re memestra

Lors : Pas re met... nann met kaozeal un tamm ha...

André : Ya ya ya beñ ya

Lors : Hag peseurt mod e vez...

André : N'eo ket evit... evit pezh a vez tapet

Lors :Nann

André : Nann nann nann

Lors : Met… met pa vez… pa vez tapet ur pemoc'h tev-mat evel… evel an hini an deiz all...

André : Ya

Lors : « Euh » peseurt mod e vez dispartiet just a-walc'h etre tout ar chaseourien

André : An dra-se a zepant pet… pet den a vez

Lors : Pet a zo

André : Beñ ya

Lors : Beñ just a-walc'h beñ...

André : Met a… beñ goulennet e oa gant… gant re o doa c'hoant dont

Lors : A « bon »

André : Ya... « bon » me 'moa bet dija peogwir ar wech all hon oa tapet tri aze ha ne oant ket re ken bras ar re-mañ anezho… ar re-se a oa war-dro dek ha pevar-ugent lur bennak koa met «bon » gwelloc'h eo re… re e-giz-se a zo teneroc'h evit… evit re ken bras a... a hemañ ivez koa

Lors : Ya… ya ya… setu ar wech-mañ n'ho peus… n'ho peus ket bet tamm kig ebet koa

André : A nann nann n'emaon ket bet o klask... o n'emaon ket chalet gant se

Lors : Nann… nann nann nann nann

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne / Video sikouret gant Rannvro Breizh.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh