Pierre Le Pennec - Plûned / Pluzunet

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Med gwechall pé 'vize kistion dorno ...an dra-he 'bade pell

Pierre : Ya

Lors : Dornañ

Pierre : Dornañ

Lors : Ya

Pierre : ' Vije «  vapeur «  war al leur

Lors : 'Pad pegeit a bade

Pierre : teir sun koa

Lors : Teir sunez

Pierre : O ya «  battage «  teir sun

Lors : Ya

Pierre : Teir sun d'an eil ti d'egile

Lors : A ya med ...med 'ba ...'ba tout ar barrez petram' 'ba' …

Pierre : O nann nann «  chaque secteur «  pop hini en i sekteur

Lors : A ya

Pierre : 'Bar barrouz sañset 'oa daou pe dri «  matériel «  koa

Lors : A ya

Pierre : Ha pop hini neva i glianted ha tout ...tout «  les secteurs «  'n on jikoure

Lors : 'N'on jikoure ...ya 'ba momes kartier koa

Pierre : Ya ya

Lors : Ya

Pierre : 'Wid dornañ

Lors : A ya … hag ...hag 'ba 'r … 'ba 'r c'hartier amañ ... »euh » ped ...ped menaj 'oa

Pierre : O beñ «  une vingtaine «  koa med menajoù bihan 'oa

Lors : Ya ya setu an unnek an unnek menaj

Pierre : 'r re-ze 'n'on groupe tout da jikour

Lors : 'N'om jikour … 'n'om jikoure tout koa

Pierre : Ya ya

Lors : Ze … ze 'zo kaoz a bade teir sun koa

Pierre : Ya ya ha bremañ menajoù bihan 'wac'h gante 'vije leket … 'vije d'o'r... kas plouz maez

Lors : Heñ heñ

Pierre : «  En vrac «  … ha 'vije pe'r pé bemp 'kas plouz maez ha 'vije graet bern pelloc'h koa « en vrac «  ve-se

Lors : A ya

Pierre : Ya … dornañ ha goude 'vije patatez

Lors : Patatez

Pierre : «  Trois semaines «  teir sun patatez goude 'darre

Lors : Hag … bopred ...bopred ar memes re

Pierre : A momes re ordin' ya ...momes pop hini 'na i sekteur

Lors : A ya

Pierre : Ya ha 've-se momes re vi'e ordin' ya…

Lors : ya

Pierre : Paotred 'bernio plouz 'hanta 'vel pa 'vije amañ...'benn arc'hoaz ha 'vije «  vapeur «  'ba traou ( traoñ ) ahe 'ba menaj a zo ahe ha goude paotred 'bernio plouz neue pugur 're-seo 'vije... 'vije o forc'h gante a teue da boza' forc'h amañ 'benn an dé war-lerc'h koa … a gave neï... neuhe... chopinad

Lors : Ya ya ya ya

Pierre : Eun ambiañs 'oa gant tud koa

Lors : Beñ ya setu an dud a gane...

Pierre : An dud 'n'on jikoure ...'n'on glewed

Lors : Ya ya … ha d'an noz 'michañs 'oa … 'oa ambiañs koa

Pierre : Ya ya

Lors : Chopinadoù hag …

Pierre : A ya ha mad 'vije jeu koa

Lors : Ya ha dañsoù è ...dañsoù 'vije è nann

Pierre : «  Oh oui «

Lors : Nann … dañsoù

Pierre : Dañsal 'vije ket gwaet nann nann

Lors : A 'vije ket graet

Pierre : Pa 'vije bet ur wastell 'ba 'n ti... 'ba toull 'nor goude 'vije... «  casse-croûte «  'vije da ga't ha neuhe 'vije «  une bouteille de gnôle «  gant...da … bañc'h gwin ardant jistr da eva' ur bannc'h 'raok mont ti koa ze 'vije partout

Lors : Ya ya

Pierre : «  Calva «

Lors : Ya med ma 'vije ugent menaj 'labourat 'sames

Pierre : Ya

Lors : Neun pé 'vije graet ar chass-kroût 'vije kalz tud neun

Pierre : A da' 'n dud 'vije... ka't 'vije plas war 'r vis ha partout ...'vijes es skoaze… deus ar c'hass-kroût … brem' lec'h oa 'menaj daou 'gezeg 'vije un hanter dewezh dorna koa

Lors : Ya ya

Pierre : Ha partout 'vije 'r memes «  menu » pouleyo pé lapined ya …

Lors : A

Pierre : A a a a partout pa 'vijes aï 'gêr deus dornañ p'ra ...p'ra 'oa 'barzh ...da «  repas «  lapin petam' «  poulet «

Lors : A ya

Pierre : Momes tra partout ...'ve-se bomd' 'tije yer pe lapined

Lors : A a a

Pierre : Bopred zé oa bra' an dud 'n im jikoure ve-se

Lors : Ya ya ya

Pierre : O ya

Lors : Ya

Pierre : Ve-se 'oa

Lors : Ya 'elsé 'oa ya

Pierre : Zé 'zo an amzer gwechall koa

Lors : Ya

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

 

Lors : Met gwechall pa veze kistion dornañ… an dra-se a bade pell

Pierre : Ya

Lors : Dornañ

Pierre : Dornañ

Lors : Ya

Pierre : E veze ar « vapeur »  war al leur

Lors : E-pad pegeit e pade

Pierre : Teir sizhun koa

Lors : Teir sizhunvezh

Pierre : O ya « battage »  teir sizhun

Lors : Ya

Pierre : Teir sizhun deus an eil ti d'egile

Lors : A ya met… met e-barzh… e-barzh tout ar barroz peotramant e-barzh...

Pierre : O nann nann « chaque secteur » pep hini en e sekteur

Lors : A ya

Pierre : E-barzh ar barroz sañset e oa daou pe dri « matériel » koa

Lors : A ya

Pierre : Ha pep hini en devoa e glianted ha tout… tout « les secteurs » en em sikoure

Lors : En em sikoure… ya e-barzh 'memes karter koa

Pierre : Ya ya

Lors : Ya

Pierre : Evit dornañ

Lors : A ya… hag… hag e-barzh… e-barzh ar c'harter amañ... « euh » pet… pet menaj a oa...

Pierre : O beñ « une vingtaine » koa met menajoù bihan a oa

Lors : Ya ya setu un unnek… un unnek menaj

Pierre : Ar re-se en em groupe tout da sikour

Lors : En em sikouriñ… en em sikoure tout koa

Pierre : Ya ya

Lors : Se a zo kaoz a bade teir sizhun koa

Pierre : Ya ya ha bremañ menajoù bihan a-walc'h gante 'veze laket… e veze d'ober… kas plouz 'maez

Lors : Heñ heñ

Pierre : « En vrac » hag e veze pevar pe bemp o kas plouz 'maez hag e veze graet 'bern pelloc'h koa « en vrac » evel-se

Lors : A ya

Pierre : Ya… dornañ ha goude e veze ar patatez

Lors : Patatez

Pierre : « Trois semaines » teir sizhun patatez goude adarre

Lors : Hag... bepred… bepred ar memes re

Pierre : A memes re ordin ya… memes pep hini en doa e sekteur

Lors : A ya

Pierre : Ya hag evel-se memes re a veze ordin ya ...

Lors : Ya

Pierre : Paotred ar bernioù plouz ac'hanta evel pa vije amañ… a-benn arc'hoazh hag e vije '« vapeur »e-barzh an traoñ aze e-barzh ar menaj a zo aze ha goude paotred ar bernioù plouz neuze peowir ar re-se a veze… a veze o forc'h gante a deue da bozañ o forc'h amañ a-benn an deiz war-lerc'h koa… a gave anezhi... neuze… chopinad

Lors : Ya ya ya ya

Pierre : Un ambiañs a oa gant tud koa

Lors : Beñ ya setu an dud a gane

Pierre : An dud en em sikoure… en em glevet

Lors : Ya ya… ha d'an noz emichañs e oa… e oa ambiañs koa

Pierre : Ya ya

Lors : Chopinadoù hag...

Pierre : Ha ya ha mat e veze jeu koa

Lors : Ya ha dañsoù ivez… dañsoù a veze nann

Pierre : « Oh oui »

Lors : Nann… dañsoù

Pierre : Dañsal ne veze ket graet nann nann

Lors : A dañsoù ne veze ket graet

Pierre : Pa veze bet ur wastell e-barzh an ti e-barzh an toull-nor goude e veze... « casse-croûte » a veze da gaout ha neuze e veze « une bouteille de gnôle » gant… da… bannac'h... gwin-ardant sistr da evañ ur bannac'h a-raok mont en ti koa... se a veze partout

Lors : Ya ya

Pierre : « Calva »

Lors : Ya met ma veze ugent menaj o labourat asambles

Pierre : Ya

Lors : Neuze pa veze graet ar c'hras-krout e veze kalz tud neuze

Pierre : A dañ an dud a veze... kavet a veze plas war ar viñs ha partout e vezez ez skoazez.. deus ar c'has-krout… bremañ el lec'h oa 'menaj daou a gezeg e veze un hanter devezh dornañ koa

Lors : Ya ya

Pierre : Ha partout e veze ar memes « menu » pouleioù pe lapined ya...

Lors : A

Pierre : A a a a partout pa vezez erru er gêr deus dornañ petra… petra oa e-barzh… da « repas » lapin peotramant « poulet »

Lors : A ya

Pierre : Memes tra partout… evel-se bemdez az pije yer pe lapined

Lors : A a a a

Pierre : Bepred se oa brav an dud en em sikoure evel-se

Lors : Ya ya ya

Pierre : O ya

Lors : Ya

Pierre : Evel-se e oa

Lors : Ya evel-se e oa ya

Pierre : Se zo an amzer gwechall koa

Lors : Ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh