René Guyomarc'h - Kergloff

RENE GUYOMARC'H

René Guyomarc'h, deus Kerglov, a gont deomp diwar-benn istor e geriadenn.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bon bah Reun ar wech-mañ 'omp digoue'et 'ba Kerglof

Reun : Ya

Lors : Peseurt kêr 'maomp dija ?

Reun : Sant Ouarn

Lors : Sant ?

Reun : Sant Ouarn

Lors : Sant Ouarn

Reun : Sant Ouarn e brezhoneg ya

Lors : hag e galleg

Reun : Saint Drezouarn

Lors : Saint Drezouarn hag e brezhoneg Sant Ouarn

Reun : Sant Ouarn ya

Lors : Un tamm difers ' zo memes tra

Reun : Ya lod 'lare 'oa un tamm Sant Sant Herve

Lors : A bon

Reun : Sant Ouarn Ouarn Herve

Lors : Ouarn ya, ha deus pelec'h teu ar sant-mañ ?

Reun : Bez ' zo ur sant 'ba'r chapel eu...

Lors : A ya

Reun : Ya ya med bon heu matren ta deus an dra-he 'vel ta deus lec'h ell pe ar mod-ell war 'r gartenn heu "la Trinité" 

Lors : Ya

Reun : An Drinded pugur amañ vé pardon an Drinded 'ba'r chapel bep blâ koa

Lors : A ya

Reun : Ya an dra-he vé warlerc'h ar war-lerc'h Landelo war-lerc'h ar an "troménie", ya

Lors : Ha gallet 'peus goud deus pelec'h teue ar sant ?

Reun : Ar sant ?

Lors : Ar sant-mañ

Reun : N'é ket, papred é bet ahe 'ba'r chapel ahe, med bon n'oun ket deus a belec'h é deut c'ha

Lors : Med 'ba'n amzerioù kozh ku'et den 'bet 'oar deus pelec'h ?

Reun : Yao, ar bla 'ezh c'hwezek kant hag un dra bennek koa hin

Lors : Ha deus pelec'h tae ?

Reun : Papred int bet ahe ha 'oa graet dê... war 'r blasenn kazimant zur ya pugur bez ' zo lod deus pemzek kant

Lors : Pemzek kant ?

Reun : Ya

Lors : An dra-he 'ra un tamm mat

Reun : Pé ar chapel 'zo deus pemzek kant eizh ha pe'r-ugent

Lors : A ya memes tra

Reun : An "date" zo war war 'r c'heur war 'n otel war 'n otel

Lors : An otel ya

Reun : Set' mod-se é

Lors : Med c'hwi 'zo amañ diwetoc'h un tamm

Reun : A ben me 'zo ganet 'ba kêr amañ

Lors : Ya med …

Reun : A ya diwetoc'h ya

Lors : Pevare oac'h ganet

Reun : Mil nao c'hant seizh ha tregont

Lors : Opala ha ganet 'ba kêr ?

Reun : Ya ganet 'ba kêr … 'ba'n ti 'zo 'ba'n tu ell deus an hent

Lors : en tu ell... an ti bihan ahe

Reun : Nann nann, an ti bihan 'oa ma ma dud 'oa barzh, med an hin' 'zo ijeloc'h un tamm koa

Lors : A ya

Reun : Ya

Lors : Ha bremañ oc'h deut 'ba un ti brasoc'h

Reun : Ba ya pé oamp diou verc'h 'oa hag ur paotr ha se a soñje domp 'oa ket plas 'wac'h 'ba'n tu ell, 'oa ket è, un tamm 'oa just med voaien 'oa da vrasaat 'ba'n tu ell … set' 'zo bet ur soñj d'ober un ti amañ … mod-se ha bromen é re vras, ya

Lors : Re vras 'blam neus kim 'met ar wreg …

Reun : N'omp ket 'met tri 'kêr hag ar mab

Lors : Ar wreg ha c'hwi koa

Reun : Ya hag ar mab

Lors : Ar mab

Reun : Ya

Lors : Ar mab yaouankañ ?

Reun : Nann nann, ar c'hoshañ, an hin' zo 'terc'hen ar feurm Lors : Ar c'hoshañ 'n hin' é

Reun : Ya ya

Lors : Ha dime'et é-eñ ?

Reun : N'é ket

Lors : A pas c'hoazh

Reun : Peta ' ri … an "agriculture" 'vo kollet 'blam an dud 'jom selibaterien tout koa ...kalz ' zo koa

Lors : Peta 'zo kaoz 'jomaint paotred yaouank kozh ar mod-se ?

Reun : A n'oun ket ...neuint ket bet amzer d'hont da c'haloupat

Lors : D'hont da verc'heta

Reun : Ya hag ar merc'hed neuint ket soñj dont war... war maez ken kar... vé ket kalz hin

Lors : Koulskoude 'vé gwelet 'ba'n tele vé graet brud … vé digaset ar brud war paotred yaouank ar maez 'ba'r c'herioù bras

Reun : Ya

Lors : Da zigas merc'hed deus ar c'hêrioù bras...

Reun : Matren 'wac'h met matren ' jomint ket papred è

Lors : A a

Reun : Pe start 'wac'h é bromañ, domaj, bromañ é memes tra 'zo "matériel" d'ober al labour koa, gwechall 'oa startoc'h pé 'vize dao goer gan' 'n daouarn hin … me m'eus gwelet ma mamm... ma mamm gozh

Lors : 'C'h ober peta ?

Reun : Goer ar saout gant...

Lors : Gan' 'n dorn

Reun : Gan' 'n dorn ya

Lors : Ha just 'wac'h, peseurt mod 'oa ar vuhe pé oas pé oac'h bihan tre

Reun : O start 'wac'h 'oa 'n traoù hin … o labourioù … start 'oa labourat d'ar mare-te … 'ba 'r feurmoù … ga' kerzeg trakteurioù 'oa ket koa 'ba 'r gomansamant … hag an trakteur kentañ 'oa deut amañ 'oa ar bla'ezh mil nao c'hant daou ha tri-ugent

Lors : Daou ha tri-ugent

Reun : Ya

Lors : A a

Reun : Me 'ma prenet nañ … ma dad 'na aretet neun, me 'ma remplaset nañ koa

Lors : Ha peseurt merk 'oa

Reun : Porsche

Lors : Porsche ! Gwir é ?

Reun : Yao yao

Lors : Porsche

Reun : Porsche Ya

 

 Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bon bah Reun ar wech-mañ ez omp degouezhet e-barzh Kerglof

Reun : Ya

Lors : E peseurt kêr emaomp dija ?

Reun : Sant Ouarn

Lors : Sant ?

Reun : Sant Ouarn

Lors : Sant Ouarn

Reun : Sant Ouarn e brezhoneg ya

Lors : Hag e galleg ?

Reun : Saint Drezouarn

Lors : Saint Drezouarn hag e brezhoneg sant Ouarn

Reun : Sant Ouarn ya

Lors : Un tamm difers a zo memes tra

Reun : Ya lod a lare e oa un tamm sant.. sant Herve

Lors : A bon

Reun : Sant Ouarn Ouarn … Herve

Lors : Ouarn ya, ha diouzh pelec'h e teu ar sant-mañ ?

Reun : Bez ez eus ur sant e-barzh ar chapel ivez

Lors : A ya

Reun : Ya ya mes bon heu marteze e teu diouzh an dra-se evel a deu diouzh lec'h all pe ar mod-all war ar gartenn heu "La Trinité" 

Lors : Ya

Reun : An Drinded peogwir amañ a vez pardon an Drinded e-barzh ar chapel bep bloaz koa

Lors : A ya

Reun : Ya an dra-se a vez war-lerc'h ar... war-lerc'h Landelo, war-lerc'h ar... an "troménie", ya

Lors : Ha gallet ho peus gouzout diouzh pelec'h e teue ar sant ?

Reun : Ar sant ?

Lors : Ar sant-mañ

Reun : N'eo ket, bepred eo bet aze … e-barzh ar chapel aze, mes bon n'ouzon ket eus a belec'h eo deuet moarvat

Lors : Mes e-barzh an amzerioù kozh kuzhet … den ebet ne oar eus pelec'h ?

Reun : Eo, ar bloavez c'hwezek kant hag un dra bennak koa hin

Lors : Ha diouzh pelec'h e teue ?

Reun : Bepred int bet aze hag e oa graet dezho… war ar blasenn kazimant zur ya peogwir ez eus lod eus pemzek kant

Lors : Pemzek kant ?

Reun : Ya

Lors : An dra-se a ra un tamm mat

Reun : Pe ar chapel a zo eus pemzek kant eizh ha pevar-ugent

Lors : A ya memes tra

Reun : An "date" zo war war ar c'heur war an otel war an otel (aoter)

Lors : An otel, ya

Reun : Setu ar mod-se eo

Lors : Mes c'hwi zo amañ diwezhatoc'h un tamm

Reun : A bin me zo ganet e-barzh kêr amañ

Lors : Ya mes

Reun : A ya diwezhatoc'h, ya

Lors : Pevare e oac'h ganet ?

Reun : E mil nav c'hant seizh ha tregont

Lors : Opala ha ganet e-barzh kêr ?

Reun : Ya ganet e-barzh kêr… e-barzh an ti a zo e-barzh en tu all eus an hent

Lors : En tu all... an ti bihan aze ?

Reun : Nann nann, an ti bihan e oa ma... ma dud e-barzh mes an hini a zo izeloc'h un tamm koa

Lors : A ya

Reun : Ya

Lors : Ha bremañ ez oc'h deuet e-barzh un ti brasoc'h

Reun : Bah ya pa… oamp div verc'h e oa hag ur paotr ha se e soñje deomp ne oa ket plas awalc'h e-barzh an tu all … ne oa ket ivez … un tamm e oa just mes moaien e oa da vrasaat e-barzh an tu all... setu a zo bet ur soñj d'ober un ti amañ … ar mod-se … ha bremañ eo re vras, ya

Lors : Re vras abalamour n'eus ken 'met ar wreg …

Reun : N'omp ket nemet tri e kêr … hag ar mab

Lors : Ar wreg ha c'hwi koa

Reun : Ya hag ar mab

Lors : Ar mab

Reun : Ya

Lors : Ar mab yaouankañ ?

Reun : Nann nann ar c'hoshañ, an hini zo o terc'hel ar feurm

Lors : Ar c'hoshañ an hini eo ?

Reun : Ya ya

Lors : Ha dimezet eo-eñ ?

Reun : N'eo ket

Lors : A pas c'hoazh

Reun : Petra a ri ? An "agriculture" a vo kollet abalamour an dud a chom selibaterien tout koa … kalz zo koa

Lors : Petra a zo kaoz e chomont paotred yaouank kozh ar mod-se ?

Reun : A n'ouzon ket... n'o deus ket bet amzer da vont da c'haloupat

Lors : Da vont da verc'heta

Reun : Ya, hag ar merc'hed n'o deus ket soñj dont war... war ar maez ken kar … ne vez ket kalz hin

Lors : Koulskoude a vez gwelet e-barzh an tele e vez graet brud… e vez degaset ar brud war paotred yaouank ar maez e-barzh ar c'hêrioù bras

Reun : Ya

Lors : Da zegas merc'hed diouzh ar c'herioù bras

Reun : Marteze a-walc'h mes marteze ne chomint ket bepred ivez

Lors : A a

Reun : Pe start a-walc'h eo bremañ, domaj, bremañ eo memestra zo "matériel" d'ober al labour koa, gwechall e oa startoc'h pa veze dao goro gant an daouarn hin… me am 'eus gwelet ma mamm... ma mamm gozh

Lors : Oc'h ober petra ?

Reun : Goro ar saout gant...

Lors : Gant an dorn

Reun : Gant an dorn ya

Lors : Ha just a-walc'h peseurt mod e oa ar vuhez pa oas... pa oac'h bihan-tre

Reun : O start a-walc'h e oa an traoù hin…. o labourioù… start e oa labourat d'ar mare-se …. e-barzh ar feurmou …. gant kezeg … trakteurioù ne oa ket koa e-barzh ar gomansamant … hag an trakteur kentañ a oa deuet amañ e oa er bloavezh mil nav c'hant daou ha tri-ugent

Lors : Daou ha tri-ugent

Reun : Ya

Lors : A a

Reun : Me am boa prenet anezhañ … ma dad en doa aretet, neuze me am boa remplaset anezhañ koa

Lors : Ha peseurt merk e oa ?

Reun : Porsche

Lors : Porsche ! Gwir eo ?

Reun : Eo eo

Lors : Porsche

Reun : Porsche, ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh